Boreaded : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Phineus Boreads Louvre G364.jpg|thumb|Ar Voreaded o tisklabezañ [[Fineüs]] eus an [[harpied]]. — <small>[[Mirdi al Louvre]].</small>]]
'''Kalais''' (Κάλαϊς e gregach) ha '''Zetes''' (Ζήτης) zo daou [[haroz]] eus mojennoù [[Hellaz kozh]], lesanvet ar '''Voreaded''' (Βορεάδαι e gregach), dre ma oant mibien da v[[Boreas|Voreas]], Avel an hanternoz, ha da [[Oritia]], ur vaouez varvel, merc'h da [[Erec'hteüs]], [[roue Aten]]. Evel o zad e oant askellek, (ouzh o c'hein pe ouzh o zreid odiouzh devoa divaskell, hervez dareoùkentel ar vojenn), ha buan evel an [[avel]].
 
Gant an [[Argonaoted]] e kemerjont perzh e kest ar [[Maoutken aour]]. O breur-kaer [[Fineüs]] a veze heskinet gant an [[harpied]] drouk. Saveteiñ a rejont Fineüs kante, ha spontañ al loened fall. [[Iris (doueez)|Iris]], doueez ar [[kanevedenn|ganevedenn]], a c'houlennas ma ne vijent ket lazhet, met prometiñ a reas ne deujent ket war chouk Fineüs ken.
 
Pa reas ar Voreaded un diskenn e [[Salmydessos]], ez ejont da zieubiñ o c'hoar [[Kleopatra (merc'h Boreas)|Kleopatra]], a oa bet bac'het gant ar roue Fineüs evit dimeziñ da [[Ydea]], merc'h da z[[Dardanos]]. Diskar ar roue Fineüs a rejont da reiñ ar galloud da vugale Kleopatra.
 
En ur vojenn ivez e lârer e oa karet Kalais gant [[Orfeüs]]. Se zo kaoz e vije bet lazhet Orfeüs gant merc'hed eus [[Trakia]], fuloret war e lerc'h, un deiz p'edo o kantren war ar maez o hunvreal e Kalais.
 
Hervez Acousilaos e voe lazhet an daou vreur '''Kalais''' ha '''Zetes''' e [[Tinos]] gant [[Herakles]].
 
[[Rummad:Maoutken aour]]