Telamon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 3:
 
==Ar vojenn==
Harluet e oa bet '''Telamon''' hag e vreur Peleüs gant o zad [[Aiakos]] peogwir o doa lazhet o hanter-vreur [[Fokos]]. Bod a gavas e Salamis, hag eno e timezas gant [[Glaoke merc'h Kic'hreüs|Glaoke]], merc'h ar roue [[Kic'hreüs]], ha roue e voe war-lerc'h e dad-kaer.<br>
Goude marv Glaoke e timezas gant [[Periboia]], hag ur mab o doe, Aias e anv. Hetiñ dezhañ ur mab klodus a eure [[Herakles]] : un [[erer (evn)|erer]] a-berzh [[Zeus]] a ziskouezas e teuje an het da wir.
 
Mont a reas '''Telamon''' gant [[Iason]] hag an [[Argonaoted]] da gerc'hat ar [[maoutken aour]], ha perzh a gemeras en hemolc'hadenn [[hoc'h-gouez Kalidon]].<br>
Skoazell a roas da Herakles ivez pa gasas an dorzh d'ar gêr da [[Laomedon]], roue [[Troia]]. Evit trugarekaat '''Telamon''' e voe roet [[Hesione]] — merc'h Laomedon — dezhañ gant Herakles. Ur mab a voe ganet, Teukros e voe lakaet.
 
Meur a vojenn zo diwar-benn marv '''Telamon'''. hervezHervez lod anezho e varvas e Salamis goude bezañ harluet Teukros ha n'en doa ket kavet an tu da virout ouzh marv e vreur Aias.
 
[[Rummad:Maoutken aour]]