Orestes (mab Agamemnon) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhañ liamm diabarzh
Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 23:
Diwar ali Apollon ez eas da [[Delfos]] evit bezañ dilammet eus pec'hed ar [[mammlazh]] gant an doueez Atena. Ma lavare Apollon e oa eñ atebeg al lazhadeg e kendalc'has an Erinnied sevel o c'hlemmoù. Nac'hañ a reas Orestes ne oa ket atebeg, met pa lavaras e oa bet didamallet eus ar muntr, ec'h embannas Atena e oa an hini kentañ eus e familh o anavezout e oberoù fall ken e talc'has da gendrec'hiñ an Erinnied hag ar re-se a yeas da vezañ an [[Eumenided]], da lavaret eo an Hegaraded. Orestes a chomas en [[harlu]], met [[mallozh]] [[tiernelezh]] an [[Atreidi]] a yeas da get.
 
Eizh vloaz war-lerc'h, hag eñ en e 20 vloaz, ez eas Orestes da c'houlenn ali orakl Delfi, beleg Apollon, a oa mouezh an doue e-unan. War e ali groñs e tistroas da vro e dad, gant e genderv Pilades, mab Strofios, da zialiñ ar muntr, da lazhañ ar vamm dreitourez hag he serc'heg. Hervez AeschylusAesc'hylos en em gavas ar breur hag ar c'hoar war bez o zad Agamemnon e-lec'h ma oant deuet o-daou da ober al lidoù d'ar re varv. Eno eo e voe aozet o zaol ganto.
 
Damheñvel eo an istor kontet e pezhioù [[Sofokles]] hag [[Euripides]], anvet [[Elektra]].
Linenn 30:
Goude an torfed e sav morc'hed en Orestes ha [[Merc'hed ar Gonnar]] war e lerc'h noz-deiz, rak int-i eo a zo karget da gastizañ ar re a dorr lezenn an doujañs dleet da dad ha mamm. Repu a ya da glask da dempl Delfi, met Apollon e-unan, goude m'en doa iset anezhañ d'ober e dorfed, n'hall ket ober tra da wareziñ ar paourkaezh Orestes diouzh heuliadoù e wallober. Koulskoude, a-benn ar fin, setu an doueez Athena oc'h aozañ ur prosez dirak daouzek barner. Goulenn o freizh a ra an Erinied. Lavarout bezañ sentet ouzh Apollon a ra Orestes. C'hwec'h barner enep dezhañ, c'hwec'h all a-du gantañ. Gant mouezh an doueez e vo saveteet.
 
Aze ez echu an istor hervez [[Aesc'hiloshulos]]. Pelloc'h avat ez a Euripides. Dont a ra Apollon da c'hourc'hemenn da Orestes tec'hel rak Merc'hed ar Gonnar da d-Tauris, ha da zegas ac'haleno delwenn e c'hoar, an doueez [[Artemis]], a oa kouezhet eus lein an neñvoù , da Aten. Hag Orestes mont, gant e genderv.
Erruet eno, setu ar bobl da dapout anezho, d'o bac'hañ, evit o aberzhiñ da Artemis, hervez m'emañ ar c'hiz gante. Met piv e oa ar velegez karget d'ober an aberzh, nemet [[Ifigenia]], c'hoar all Orestes. Ha hi da ginnig leuskel he breur da vont gant ma kasfe ul lizher eviti da [[Hellaz]]. Nac'h a ra Orestes mont, fellout a ra dezhañ chom da vezañ lazhet, goulenn a ra digant e genderv mont en e lec'h. A-benn ar fin e tec'h an tri gant an delwenn.