Teiresias : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 24 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q656881
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Johann Heinrich Füssli 063.jpg|thumb|right|300px|''Tiresias dirak [[OdisseüsOdysseüs]] e-pad an aberzh '', [[Heinrich Füssli]], [[1780]]-[[1785]], Graphische Sammlung der Albertina ([[Vienne (Autriche)|Vienne]])]]
 
'''Tiresias''' (Τειρεσίας ''Teiresías'' e [[henc'hresianeg]]) a oa un diouganer dall eus [[Tebai]] hervez mojennoù [[Hellaz]] kozh. Eñ ha [[Kalc'has]] eo an diouganerien brudetañ e mojennoù Hellaz. Brudet eo evit e varregezh da ziouganañ an darvoudoù hag abalamour ma oa cheñchet e maouez e-pad 7 vloaz. Mab e oa da [[Everos]], a oa mab d'ar [[Sparted|Spart]] [[Oudaios]], ha d'an [[nimfenn]] [[C'hariklo]]. Teir merc'h en doa: [[Manto, merc'h Tiresias|Manto]], [[Galantis|Historis]] ha [[Dafne, merc'h Tiresias|Dafne]]. <br />
Linenn 24:
=== Ar plac'h yaouank hag Apollon ===
 
Skrivet e oa stumm diwezhañ ar vojenn gant an eskob [[Eustatios Tessalonike]] en XII{{vet}} kantved en e oberenn diwar-benn an ''[[OdisseiaOdysseia]]'' ma ra anv eus un istor kontet gant [[Sostratos]]. Er vojenn-se, a oa e orin en ur c'hlemmgan [[Marevezh hellenadek|hellenadek]], e vije bet Tiresias ur plac'h pa oa ganet.
Pa oa plac'h yaouank e dedennas [[Apollon]], hag an doue, en eskemm eus he c'harantez, a gelennas ar sonerezh dezhi. Koulskoude, ur wezh deuet en oad, Tiresias a roas e sac'h da Apollon. Treuzfurmet e oa neuze e gwaz gant an doue a-benn ma vevfe d'he zro galloud an doue [[Eros]].
 
Linenn 49:
 
=== Marv Tiresias ===
Holl ar skrivagnerien zo a-du da lâret e varvas an diouganer pa oa kemeret Tebai gant an [[Epigoned]], mibien ar [[Brezel ar seizh penn|seizh penn]] o doa kemeret perzh e kentañ seziz ar geoded. Hervez ar [[Pseudo-Apollodoros]]<ref>''Bibliothèque'', III, 84</ref> e vije tec'het an urusinour er-maez eus ar geoded gant an Debaiiz a oa chomet bev, hag e oa chomet a-sav gante e-tal ar stivell [[Tilfoussa]]. Aet e vefe an den kozh da anaon eno abalamour m'en doa evet dour yen eus ar stivell. Paosanias<ref>IX, 33, 1</ref> a zisklêr e oa serret an urusinour hag e verc'h [[Manto (Tebi)|Manto]], hag a oa chomet e diabarzh ar geoded, gant Argianed a zivizas kas anezhe da [[Delfi|Zelfi]], d'o c'hensakriñ da Apollon. Abalamour ma oa re oadet evit ober ar veaj-se e vije marvet Tiresias e-kichen stivell [[Tilfoussa]]. Un arroudenn eus ar ''Melampodiezh'' savet gant ar [[Pseudo-Hesiodos]] a ro ar bedenn ziwezhañ a vije bet distaget gant an urusinour da Zeus. Anv a ra peurgetket eus e ouiziezhouiziegezh hag eus e vuhez a-hed seizh remziad, ar pezh a gadarna an donezon lakaet war gont Athena gant Kallimac'hos Kirene.
 
=== Tiresias en Ifernioù ===
[[Image:Odysseus Tiresias Cdm Paris 422.jpg|thumb|left|280px|[[OdisseüsOdysseüs]] en ifernioù a c'houlennata spered Tiresias, [[Krater (lestr)|krater]] e stumm ur c'hloc'h eus [[Lucania]] savet gant liver Dolon, IV{{e}} kantved kent J.-K., kambr-studi ar medalennoù, [[Levraoueg vroadel Bro-C'hall]]]]
 
Ar pezh en deus skrivet Kallimac'hos en deus desket dimp en doa resevet Tiresias ar galloud dreistnaturel da viret e spered goude e varv. Abalamour da se ez eo lakaet da zont en-dro eus rouantelezh ar re varv gant [[OdisseüsOdysseüs]], en ''[[OdisseiaOdysseia]]'', rak e ziougan a oa an doare nemetañ, evit mab [[Laertes]], da c'hoût penaos distreiñ d'ar gêr. Diouzh alioù [[Kirke]] e kas OdisseüsOdysseüs da benn an [[evad-kinnig|evadoù-kinnig]] hag an aberzhioù ret da vont e darempred gant anaon ar re varv. Gwad an anevaled aberzhet a ver er foz a laka anaon ar re varv da zont eus an ifernioù da evañ anezhañ. Ret eo da Ene Tiresias evañ da gentañ rak mod all e vefe re niverus an anaon ha ne c'hallfe ket OdisseüsOdysseüs selaou e gomzoù. Kirke a ra anv anezhañ evel « an dall n'en deus kollet mann eus e spered »<ref>''OdisseiaOdysseia'', X, 492</ref>, e-skoaz an eneoù all zo sellet oute evel « pennoù dinerzh ar re varv »<ref>''OdisseiaOdysseia'', XI, 29</ref>. Tiresias zo deskrivet « o terc'hel gantañ en e zorn ur vazh aour »<ref>''OdisseiaOdysseia'', XI, 90</ref>, evel un arouez eus ar galloud en deus.
 
A-drugarez d'e c'halloud e c'hall lâret da OdisseüsOdysseüs ar pezh o deus divizet an doueed ha diouganañ dezhañ ar gripedoù a ranko treiñ diwarno e-doug e veaj d'ar gêr. Goude bezañ displeget an abeg eus kasoni [[Poseidon]] a oa sachet warne abalamour m'o doa dallet e vab ar [[kiklop|c'hiklop]], an diouganer a ro e alioù, en o mesk doujañ kousto pe gousto ouzh tropelladoù [[Helios]]. En tu all da se e lavar da'r gouron ne echuo ket e avanturioù gant lazhadeg ar bleustrerien a zizenor e balez. Ret e vo da OdiseüsOdysseüs mont kuit en-dro betek ma kavo ur bobl na anavez ket ar mor hag aberzhiñ da Boseidon eno. Koulskoude, daoust da skoazell Kirke ha Tiresias, ne zeuio nemet OdisseüsOdysseüs a-benn da achap da c'hripedoù Enez Helios, ma kollo e geneiled holl o chañsoù da zistreiñ da Itaka. OdisseüsOdysseüs hepken a zistro en enezenn, hag a zanevello da Benelope e emgav iskis gant an diouganer marv<ref>XXIII, 323</ref>.
 
== Notennoù ==