Ares : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud [[Hellaz]], douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù.
Disfiz a vage an Hellened diouzh Ares atav<ref><small>"Deoc'h an hini am eus ar muiañ a gaz e-touez doueed Olympos," eme [[Zeus]] dezhañ en [[Ilias]] ( 5.890); "Da viken oc'h douget d'ar stourm, d'ar brezel ha d'al lazherezh".</small></ref> Lezc'hoar speredek Ares, [[Atena]], a veze sellet outi ivez evel un doueez eus ar brezel, met tachenn Atena a oa kentoc'h hini ar brezel strategek tra ma rae Ares war-dro feulster dirakwelus ar brezel. Lec'h ganedigezh Ares hag e gêr wirion a oa pell, e bro an [[Traked|Draked]] [[barbared|varbar]] ha brezelekaus (''[[Ilias]]'' 13.301; [[Ovidius]], ''Ars Amatoria'', II.10;). Du-hont e tec'has goude bezañ bet dizoloet war ur fled gant [[Afrodite]].<ref><small>[[Homeros]] ''[[OdiseiaOdysseia]]'' VIII. 361; Diwar Ares/Meurzh ha Trakia, sellet ouzh [[Ovidius]]. ''[[Ars Amatoria]]'' Levrenn II. Lodenn XI.585, a zanevell ar memes mojenn : "o c'horfoù hualet zo, gant poan, dieubet, war o goulenn, A [[Neptun]] : Gwener a red da [[Pafos|Bafos]]: tec'hout a ra Meurzh da Drakia."; Diwar Ares/Meuzh ha Trakia, sellet ivez ouzh [[Statius]], ''Tebaid'' VII. 42; [[Herodotos]] IV. 59, 62.</small></ref>.
 
Sellout a rae ar [[Romaned]] outañ evel ouzh ur stumm eus an doue [[Meurzh (doue)|Meurzh]], doue [[Mitologiezh roman|roman]] ar brezel hag al labour-douar, met en o zouez e veze enoret Meurzh kalz muioc'h evit Ares e Bro-C'hres (sellet ivez ouzh [[Atena]].).
Linenn 49:
[[Skeudenn:Venus and Mars.jpg|thumb|right|300px|[[Sandro Botticelli|Botticelli]], ''Gwener ha Meurzh, [[1483]], [[National Gallery (Londrez)]]. Kemmesket e oa Ares ha Meurzh gant ar Romaned.]]
 
Er vojenn kanet gant ar barzh e palez [[Alkinoos]] (''[[OdisseiaOdysseia]]'' 8.300), doue an heol, [[Helios]], a spie Ares hag [[Afrodite]] hag en em gave e kuzh e palez [[Hefaistos]], hag e roas da c'hoût buan da bried afrodite pa sourprenas anezhe diouzh ar mintin. Divizout a reas [[Hefaistos]] da daput ar c'houblad e gwall, hag e savas ur roued metal evit hualañ an amourouzien. A-drugarez dezhañ e tapas an daou zoue, Ares hag Afrodite, lakaet dic'houest da fiñval e-kreiz o flijadur. [[Hefaistos]] avat ne oa ket plijet gant e veñjañs. Pediñ a reas neuze holl zoueed an Olimpos da zont da sellet ouzh an daou brizoniad. Nac'hañ a reas an doueezed gant ar vezh pa ne ve ken, an doueed avat a ziredas da ober un taol-lagad. Lod a bouezas war kened Afrodite, lod all a zisklêrias o defe c'hoant bras da eskemm o flas gant hini Ares, met an holl a c'hoapas an daou amourouz. Ur wezh dishualet ar c'houblad, Ares, lakaet diaes, a zistroas d'e vro c'henidik, [[Trakia]]<ref><small>[http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0218;query=card%3D%2371;layout=;loc=8.333 [[OdisseiaOdysseia]], gw. 8.295], "... hag an daou gariad, dihualet eus an ereoù a boueze warne, da lammat hag i kuit diouzhtu, ha doue ar brezel etrezek Trakia., tra ma'z ae Karantez gant he c'hoarzh da Bafos...".</small></ref>
 
En un danevell savet kalz diwezhatoc'h e kaver an elfenn etrelakaet da-heul, Ares a lakaas [[Alektrion]] e-kichen an nor evit reiñ da c'hoût dezhañ pegoulz ez errufe [[Helios]], rak hemañ a flatrfe difealded Afrodite ma tizolofe anezhe. Alektrion avat a vanas kousket. Helios a zizoloas an amourouzien hag a roas da c'hoût da Hefaistos. Ares, imoret-kenañ an tamm outañ, a droas Alektrion e [[kilhog]], hag hiviziken hennezh ne zisoñj morse da reiñ da c'hoût emañ an heol o sevel siouzh ar mintin.
Linenn 115:
== Ares er sevenadur poblek a vremañ ==
Ares eo an enebour pennañ er c'hoari video ''[[God of War (c'hoari video)|God of War]]''. Kratos, an haroz pennañ, a oa ur brezelour a gehele Ares, met hemañ a lakas anezhañ da lazhañ e wreg hag e verc'h. Gant sikour an doueed all, Kratos a lazh Ares hag a zeu da vezañ doue nevez ar brezel.
 
<!-- Ares also appears in Marvel Comics as a [[Ares (Marvel Comics)|prominent member]] of the Mighty Avengers. He plays the role as a "Wolverine and a Thor" both having the traits of killing and the muscle of Thor. He is also a main antagonist of the Marvel Comics version of [[Hercules (Marvel Comics)|Hercules]]. -->
 
Ares eo anv unan eus an doueed faos eus ar romant ''Ilium'', skrivet gant [[Dan Simmons]].