Ilias : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Homer Ilias Griphanius c1572.jpg|thumb|right|250px|Pajenn-dalbenn an ''Ilias'', war-dro 1572]]
An '' [[Ilias]]'' (Ἰλιάς, ''Ilias'', en [[henc'hresianeg]], Ιλιάδα, ''Iliada'' e [[gresianeg]]) zo unan eus an daou varzhoneg, pe [[meurgan]], a vije bet savet gant [[Homeros]]. An ''[[OdisseiaOdysseia]]'' eo ar barzhoneg all.
Donet a ra anv an oberenn-se eus ar frazenn-dro « barzhoneg Ilion » (ἡ Ἰλιὰς ποίησις ''e Ilias poimois''), rak Ilion (Ἴλιον ''Ilion'') eo anv all [[Troia]], e lec'h ma c'hoarvez an darvoudoù danevellet.
 
Linenn 39:
== Diverradenn eus an Ilias ==
* '''Kan I''': Nav bloaz goude deroù ar [[Brezel Troia|brezel]] emañ atav an [[Akeaned]], deuet eus [[Henc'hres]] a-bezh oc'h en em gannañ gant an Droianed. [[Agamemnon]] a zalc’h [[Kriseis]], merc’h ur beleg eus [[Apollon]], e sklavelezh ha kaset en deus an doue ar [[Bosenn|vosenn]] war an arme. Dizoleiñ a ra an urisinour [[Kalc'has]] abeg ar c’hleñved hag [[Akilles]] a c’houlenn start digant [[Agamemnon]] kas ar sklavez d’he zad en-dro. Evit en em zigoll, hennezh a gemer [[Briseis]], sklavez muiañ-karet [[Akilles]] ; Fuloret an tamm outañ e paouez [[Akilles]] a en em gannañ, heuliet gant e [[Mirmidoned|Virmidoned]], hag a c’halv e vamm [[Thetis]]. Tapout a ra hounnezh kavout digant [[Zeus]] ar bromesa e vo trec’h an Droianed ; war ar Menez Olimpos e riot an doueed diwar-benn disoc’h ar brezel.
* '''Kan II''': Touellet eo [[Agamemnon]] gant un hunvre trec’h kaset gant Zeus ha pa zihun ez eo sur da faezhañ e enebourien. Van a ra neuze da gaout c’hoant da gas e vrezelourien d’ar gêr evit amprouiñ o youl d’en em gannañ. Prest a-walc’h e vefent da vont kuit met broudañ a ra [[Odisseus|OdisseüsOdysseüs]] an [[Akeaned]] da genderc’hel ar brezel. En em brientiñ a ra an div arme evit an emgann. Sevel a ra Homeros [[Roll eus al listri|Roll listri an Akeaned]], hag hini brezelourien Troia hag eus o c’hevredidi.
* '''Kan III''': Spouronet eo an Troian [[Paris, mab Priam|Paris]] pa wel [[Menelaos]], ar roue en deus skrapet e wreg digantañ, ar pezh a lakas ar brezel da darzhañ. Goude rebechoù kalet e vreur [[Hektor]], Paris a zifi Menelaos d’en em gannañ den-ouzh-den evit disoc’h gant ar brezel. E-keit ha m'emañ ar vrezelourien oc'h aozañ an emgann daou e tiskouez [[Elena Troia]] da [[Priam|Briam]] pennoù brasañ an Akeaned. Kregiñ a ra an emgann ha Menelaos, brezelour arroutet, a gemer buan an tu kreñv war Baris. Savetaet eo Paris diouzh ar marv gant [[Afrodite]], avat, a gas anezhañ da Droia.
* '''Kan IV''': War ar [[menez Olimpos]] e plijfe da Zeus e vefe anavet trec'h Menelaos, ar pezh a rofe an tu da sevel ar peoc'h ha da saveteiñ Ilion. E wreg [[Hera]], avat, a fell dezhi distruj Troia ha goulenn a ra digant [[Atena]] boutañ an Droianed da derriñ o leoù peoc'h. Houmañ a atiz [[Pandaros]] da gas ur saezh da Venelaos. Torret eo an dreverz diouzhtu ha kregiñ a ra ur gombat all.
Linenn 47:
* '''Kan VII''': [[Hektor]] hag [[Ajas mab Telamonios|Ajas]] en em gann betek an noz. Dispartiañ a reont goude un eskemm profoù. Douaret eo ar re varv ha tennañ a ra an Akeaned o mad eus an noz evit sevel ur voger difenn, ar pezh a zisplij da [[Poseidon|Boseidon]]
* '''Kan VIII''': En em dennañ a ra an doueed eus an dachenn emgann war urzh groñs [[Zeus]]. Sellet a ra hennezh ouzh an emgann diwar-lein ar [[Menez Ida (Troia)|Menez Ida]] ha pouezañ tonkad an div arme.
* '''Kan IX''': C’hoant en deus [[Agamemnon]] da zilezel ar seziz met nac’hañ a ra [[Odisseus|OdisseüsOdysseüs]] ha [[Nestor]] ; kinnig a ra Agamemnon rentañ [[Briseis]] da [[Akilles]] neuze. Chom a ra hennezh divrall en e vennad koulskoude ha lâret emañ e soñj mont war e giz da Vro-C’hres.
* '''Kan X''': [[Diomedes]] hag [[Odisseus|OdisseüsOdysseüs]] a ya da spiañ o enebourien en noz hag a lazh ar spier [[Dolon]]
* '''Kan XI''': Kurioù Agamemnon a gas an Droianed dindan mogerioù Ilion. [[Iris]] a zeu neuze a-berzh [[Zeus]] da lavaret da Hektor argadiñ d’e dro ha plegañ a ra an [[Akeaned]]. Gloazet eo [[Diomedes]] gant [[Paris]]; Nestor a c’houlenn digant [[Patrokles]] kendrec’hiñ [[Akilles]] da stagañ gant an emgann a-nevez
* '''Kan XII''': Kilañ a ra an [[Akeaned]] betek o c’hamp ha sezizet int gant an Droianed. Diskaret zo ul lodenn eus ar voger gant [[Sarpedon (mab Laodamia)|Sarpedon]] hag Hektor a dorr dorioù ar c’hamp. Mont tre a ra an Droianed .
Linenn 54:
* '''Kan XIV''': [[Hera]] a sikour [[Poseidon]] da vroudañ an [[Akeaned]]. Gloazet eo Hektor. Kerse a gav [[Zeus]] pa zizolo emañ an doueed o kemer perzh en emgann
* '''Kan XV''': Fuloret eo [[Zeus]] o vezañ bet desevet. Reiñ a ra urzh da [[Poseidon|Boseidon]] da zilezel an dachenn emgann. Broudet gantañ ha pareet gant [[Apollon]], [[Hektor]] a laka ar spont da sevel en arme akean.
* '''Kan XVI''': [[Patrokles]] a amprest harnez [[Akilleüs]]' evit kemer perzh en emgann e penn ar [[Mirmidoned|Virmidoned]]. Lazhañ a ra [[Sarpedon (mab Laodamia)|Sarpedon]] ha lakaat an arsailherien da souzañ met lazhet eo d’e dro gant [[Hektor]].
* '''Kan XVII''': En em gannañ a ra an armeoù evit korf [[Patrokles]] ha kezeg hag harnez Akilles. Difennet gant an daou Aias e teu [[Merion]] ha [[Menelaos]] a-benn da gas e gorf gante.
* '''Kan XVIII''': Klevet a ra [[Akilleüs]] ez eo marv [[Patrokles]] ha goveliet zo un harnez nevez dezhañ gant [[Hefaistos]]. Deskrivañ a reer [[skoed Akilleüs]].