Marc'h Troia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1756059 a-berzh 92.135.67.34 (kaozeal)
Dizober kemmoù 1756068 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal)
Linenn 5:
Istor '''marc'h Troia''' zo unan eus ar re vrudetañ eus [[Brezel Troia]], danevellet er [[meurgan]] [[latin]] anvet an ''[[Aeneis]]'', gant ar barzh roman [[Virgilius]], hag ivez gant [[Dionisios Halicarnassos|Dionisios]] , ar [[Pseudo-Apollodoros]] ha [[Quintus Smyrnaeus]]. <br />
 
C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an ''[[Ilias]]'', savet gant [[Homeros]] hag a-raok e ''[[OdisseiaOdysseia]]''. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an [[Akeaned]] da gemer [[Troia]] ha d'he distrujañ.
 
Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol [[marc'h]] prenn goullo diwar intrudu [[OdisseüsOdysseüs]], ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme [[Agamemnon]], distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.
 
En hengoun [[Henc'hres]] e veze graet Δούρειος Ἵππος, ''Doúreios Híppos'', ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.
Linenn 13:
== An istor el lennegezh ==
 
Hervez [[Quintus Smyrnaeus]], [[OdisseüsOdysseüs]] en doe ar soñj da sevel ur pikol marc'h prenn (arouez Troia e oa ar marc'h), da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh [[Epeios]] e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre OdisseüsOdysseüs e ranke chom un den er-maez al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o defe lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet [[Sinon]] a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : Dont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an [[Akeaned]]. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez [[Atena]] abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.
 
[[Restr:RomanVirgilFolio101r.jpg|thumb|250px|Sinon zo degaset da Briam, folio 101r eus ar ''[[Vergilius Romanus]]'']]
Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg [[Laokoon]] a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "[[Timeo Danaos et dona ferentes]]" (Aon am eus rak an [[Danaed]] memes ar re a zegas profoù).<ref>Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις [http://www.poetryintranslation.com/PITBR/Latin/VirgilAeneidII.htm#_Toc536009311 Virgil:Aeneid II Aeneis II]</ref>. Met an doue [[Poseidon]] a gasas div naer vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vefe kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez ''[[Biblioteke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]] e oa kaset an div naer gant [[Apollon]] abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue<ref>''[[Biblioteke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]], ''[http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0022%3Atext%3DEpitome%3Abook%3DE%3Achapter%3D5%3Asection%3D18 Epit. E.5.18 Epitome]''</ref> [[Elen a Gerdroia|Elena Troia]] a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da [[Antiklos]] respont met [[OdisseüsOdysseüs]] a serr e c'henoù gant e zorn.<ref>[[Homeros]], ''[[OdisseiaOdysseia]]'', [http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0136%3Abook%3D4%3Acard%3D265 4. pp 274-289].</ref>. Merc'h ar [[Priam|roue Priam]], [[Kasandra]], diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat.<ref>[[Virgilius]], an ''[[Aeneis]].'' troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.</ref>
 
 
== Mammennoù ==
Linenn 34 ⟶ 35:
[[Rummad:Brezel Troia]]
[[Rummad:Aeneis]]
[[Rummad:IliasMojennoù Hellaz]]