Röyksopp : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Removing Link GA template (handled by wikidata)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Röyksopp - Glastonbury Festival 2005.jpg|250px|thumb| Royksöpp e Glastonbury Festival, 2005]]
 
'''Röyksopp''' a zo ur strollad daou zen (Svein Berge ha Torbjørn Brundtland) a vro Norvej[[Norvegia]] ([[w:Tromsø|Tromsø]]) anezhañ, savet e [[1998]] ("Melody A.M.", o fladenn hir gentañ, a zeuas er-maez e [[2001]]). [[Sonerezh elektronek]] blaz an disko ennañ, bugale [[Kraftwerk]] da skwer (e-touez ur yoc'h re arall) a vez graet ganto.
 
A-gevret e oa Berge ha Brundtland er skol e Tromsø, hag arnodenniñ binvioù elektronek o doa graet dija, e penn-kentañ ar bleadoù 1990. Neoazh, ne voe savet Röyksopp nemet e dibenn ar c'hantved, pa voe en em gavet en-dro Berge ha Brundtland àr un dro e Bergen. Startijenn ha lañs a oa er gêr-se evit pezh a sell doc'h ar sonerezh elektronek d'ar poent-se ha labourat a reas Berge ha Brundtland get sonerion ar c'hornad èl [[Kings of Convenience]], [[Frost]], [[Those Norwegian]] ha [[Drum Island]] hag a voe graet "lanvad [[Bergen (Norvegia)]]) " ([[Bergen (Norvegia)]]) wave) anezhe. O zi-embann pladennoù kentañ a voe Tellé ha meur a single a zeuas er-maez gete. Goude e voe savet o fladenn hir "Melody A.M." get ar label Wall of Sound (ur label breizhveuriat).