Hippolyte : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
Degas '''gouriz Hippolyte''' d'e genderv [[Eurystheüs]] e oa an navet eus [[Daouzek trevell Herakles]]. Hennezh en devoa goulennet ar gouriz da reiñ d'e verc'h Admete.
 
En un doare eus ar vojenn e weler Hippolyte, pitilh gant Herakles, o reiñ dezhañ he gouriz. En un doare all e skrap an [[haroz]] unan eus he c'hoarezed, [[Melanippe]], hag e c'houlenn ar gouriz en eskemm, ha pa'z eo roet dezhaéndezhañ e laosk ar c'hoar da vont.
Goude-se, setu Theseüs, unan eus kompagnuned Herakles, da skrapañ Antiope, ur c'hoar all da Hippolyte. Hag an Amazonezed war e lerc'h. An doueez [[Hera]], enebourez veur Herakles, he deus savet ur vrud diwar-benn Herakles a vije deuet da skrapañ Hippolyte, rouanez an Amazonezed. Met dont a ra Theseüs ha Herakles a-benn da dec'hel gant ar gouriz hud hag Antiope. Hervez un doare all eo lazhet Hippolyte gant Herakles. Evit dieubiñ Antiope, setu an Amazonezed o kouezhaénkouezhañ war gêr [[Aten]], met tro wenn a reont. E doareoù all eus ar vojenn e varv Antiope en emgann.
 
E doareoù zo ivez e weler [[Theseüs]] o timeziñ da Antiope pe da Hippolyte, hag ur bugel dezho, anvet [[Hippolytos (mab Teseüs)|Hyppolytos]]. A-benn ar fin e timezo Theseüs da [[Faidra]], goude dilezet e wreg kentañ, nemet marvet e vefe er gwilioud. Hervez ar vojenn ma timez Theseüs da Hippolyte ha ma tilez anezhi, e weler ar rouanez o kas an dorzh d'ar gêr hag o vont da eured Theseüs ha Faidra gant hec'h Amazonezed gant ar c'hoant d'o lazhaénlazhañ holl. Siwazh d'ar rouanez, lazhet eo en abadenn, pe gant soudarded Theseüs pe gant an amazonenn [[PentesileaPenthesileia]].