Yann-Ber Tillenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Adwel
Linenn 1:
[[Skeudenn:Yann-d10.jpg|thumb|Yann-Ber Tillenon en [[Aber-Ac'h]], e penn kentañ ar [[bloavezhioù 2000]].]]
'''Yann-Ber Tillenon''' pe '''Yann-Ber Tihernon''' — Jean-Pierre Tillenon e anv kefridiel — zo un emsaver, ur mesenmadoberour hag un arzour brezhon kevredadelour, bet ganet e [[1947]] e [[Pariz]].
 
==Buhez hag obererezh==
 
Desavet e voe en ur familh a vourc'hizion vreizhat a orin eus [[Broioù kozh Breizh|Bro-Bagan]]. E dad-kozh a voe un [[drouiz]] eus an [[Emsav]] kentañ gant al lesanv ''Al Louzaouer''. E dad a oa Drouiz er Gorsedd, gant al lesanv ''Thenenan''. Yann-Ber Tillenon a reas anaoudegezh gant meur a emsaver evel [[Guy Étienne]], [[Youenn Olier]], [[Morvan Marchal]] pe [[Remont Jestin]].
 
E darempred ez eas gant [[Ker-Vreiz]] adalek [[1964]]. Deskiñ a reas [[brezhoneg]] adalek [[1968]], e [[Emsav Stadel Breizh|Kelc'h Debauvais]]. Goude bout bet legionour en [[lu|arme]] [[Bro-C'hall]], e [[Mururoa]], e diwezh ar [[bloavezhioù 601960]] e teuas da vout un ezel eus ar [[Parti Socialiste (Frañs)|Strollad sokialour]], tost eus d'ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ ''[[Action Directe]]'' peogwir e oa kamalad kleiz [[Joëlle Aubron]].
 
Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e [[Kêr-Vreizh]]Vreiz hag e [[Goursez Breizh]], er [[bloavezhioù 70]]. Adalek deroù ar [[bloavezhioù 801980]] e pellaas diouzh an tu-kleiz. E [[1983]] e savas gant Goulven Pennaod ar gevredigezh pagan [[Kelc'h Maksen Wledig]], a-gevret gant [[Bernez Jestin]] ha [[Tieri Gwigourel]].<ref>Gw. ''Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000'', Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51</ref> Kelaouenn"Diaspad" e oa kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa Diaspad, ha pennadoù a skrivas enni.<ref>Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.</ref> Daou bennad a skrivas er gelaouenn [[Al Liamm]], ivez : ''Yann Kel''<ref>Niverenn 184 Al Liamm, [[1977]].</ref> hag ''Evit ar re a zo en toull''.<ref>Niverenn 200 Al Liamm, 1980.</ref>
 
Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe [[1987]], kemmet anv ar gevredigezh-se e "Kêrvreizh" gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù [[Aber (kelaouenn)|Aber]] pe [[Nidiad]].<ref>Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.</ref> Ur gelaouennig ''Kêrvreizh'' a embanne.
 
Bep taha ma tostaas ouzh an tu-dehou pellañ nevez gall e savas ur strolladig europeour e penn kentañ ar [[bloavezhioùBloavezhioù 901990|bloavezhio01990]] gant [[Goulven Pennaod]], [[Tristan Mordrelle]] ha [[Guillaume Faye]], Europa Riezel an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.<ref>Gw. ''Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours'', Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394</ref> Abaoe kreiz ar bloavezhioù 901990 ez embann pennadoù evit difenn keal un [[Europa]] kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman ''Concordia oppositorum'' ("Emglev ar c'hontrolioùhontroloù" e [[Latinlatin]]), da lavarout eo bodañ tud eus an tu-dehoudehoù hag eus an tu-kleiz, evit brudañ ar pezh a zo boutin etrezo ha diazez ar [[politikerezh]] kevreadelour hervezañ.<ref>Gw. e bennad [http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh40 Candidature présidentielle fédéraliste] (e galleg)</ref> Danvez kuzulier-departamant eo bet e [[2004]] evit kanton [[Lanniliz]]. D'ar [[6 Mezheven|6 a viz Mezheven]] [[2006]] en doa sinet un emglev gant politikourion ouennelour eus an tu-dehoudehoù pellañ evit gwareziñ ar ouenn.<ref>Gw. [http://www.terreetpeuple.com/actualite/chroniques-par-pierre-vial/appel-de-moscou.html?2d4883b0bf7db295e9826020acb22e07=781346bb3606ccb96a2072f630651e2f Galv Moskova] (e galleg)</ref>
 
Livañ ha kizellañ a ra [[taolenn|taolennoù]] ha [[delwenn|delwennoù]] hag a denn da zanvez [[Breizh]] hag an Emsav, evel poltredoù eus [[Bro-Bagan|Paganiz]], eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo war ziskouez e karter [[Montparnasse]] e Pariz, e stal Kêrvreizh a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.