Bombard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
Ar bombard a zo ivez unan eus an tri pupitr pennañ eus ar bagadoù (strolladoù muzik hengounel keltiek), gant ar [[binioù bras]], ar c'heff sklaer ha toserezh. Awennet e vez ar bagadoù gant ar [[Kan ha diskan|c'han ha diskan]].
 
==Ar bombardvombard, benveg brudet==
 
[[Matilin an Dall]] a zo unan eus an dalabarderien brudetañ. Ganet e oa e [[1789]] e [[Kemperle]], deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en doa da seniñ. War-dro ar bloavezhioù 1815 e oa Matilin ur soner brudet dija, graet en deus eus ar vombard e vicher ha sonet en deus un tamm e pep lec'h heuliet gant [[Yann ar Chapel]], ar c'houblad-se en deus sonet asambles e pad un tregont bloaz bennak. Gouest e oa Matilin da seniñ tonioù hengounel Breizhad kement ha tonioù hengounel deus Pariz, seniñ a rae kement en euredoù hag e pardonioù ar rannvro, met seniñ a rae ivez er festoù labour-douar hag dirak an tudennoù politik. Pedet e oa bet da seniñ en "Tuileries" dirak ar roue Loeiz-Fulup kentañ, hag ivez dirak Napoleon III, a oa o weladenniñ Kemper e [[1858]]. Marvet eo [[Matilin an Dall]] (Mathurin Furic eus e anv gwir) e [[1859]] e-touez tan-gwall e di. Meur a ganaouenn ha meur a varzhoneg a zo bet savet diwar e-benn, hag n'eus ket pell 'zo, un vandenn treset.