Aigeüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Kempenn ha reizhañ...
Linenn 1:
[[Skeudenn:Krater Warrior BM F158.jpg|thumb|right|280px|[[Theseüs]] o tegouezhout en [[Aten]] a zo saludet gant e dad. [[British Museum]]]]
'''Aigeüs''' (Αἰγεύς / Aigeús e [[henc'hresianeg|gregach]]), a oa mab da b-[[Pandion (mab Kekrops)|Pandion]] (mab da [[Kekrops|Gekrops]] ha roue [[Megara (kêr)|Megara]]) ha da b-[[Pilia]]. Breur e oa eta da [[Lykos (mab Pandion)|Lykos]], [[Pallas (mab Pandion)|Pallas]] ha [[Nisos, mab da Bandion|Nisos]]. Brudet eo evel tad an [[haroz]] [[Theseüs]].
 
War-lerc'h marv o zad Pandion ez eas ar pevar breur da argadiñ kêr [[Aten]], a oa bet kaset o zad kuit anezhi. Pa voe kemeret kêr ganto e voe lakaet AigaiosAigeüs da roue dre ma oa ar breur henañ. Diwezhatoc'h ec'h aloubas douaroù e vreudeur Lykos ha Pallas, ma chomas mestr [[Attika]] hag [[EubeaEuboia]].
'''Aigeüs''' (Αἰγεύς / Aigeús e [[henc'hresianeg|gregach]]), a oa mab da b-[[Pandion (mab Kekrops)|Pandion]] (mab da [[Kekrops|Gekrops]] ha roue [[Megara (kêr)|Megara]]) ha da b-[[Pilia]]. Breur e oa eta da [[Lykos (mab Pandion)|Lykos]], [[Pallas (mab Pandion)|Pallas]] ha [[Nisos, mab da Bandion|Nisos]]. Brudet eo evel tad an [[haroz]] [[Theseüs]].
 
War-lerc'h marv o zad Pandion ez eas ar pevar breur da argadiñ kêr [[Aten]], a oa bet kaset o zad kuit anezhi. Pa voe kemeret kêr ganto e voe lakaet Aigaios da roue dre ma oa ar breur henañ. Diwezhatoc'h ec'h aloubas douaroù e vreudeur Lykos ha Pallas, ma chomas mestr [[Attika]] hag [[Eubea]].
 
== Gwragez ha bugale ==
Dimeziñ a reas neuze gant [[Meta]], met [[gaonac'h]] e oa-hi, neuze e kasas anezhi kuit da eildimeziñ gant [[C'halkiope merc'h Reksenor|C'halkiope]].
 
Dre ma chome divugel c'hoazh ez eas da welout [[orakl]] [[Delfi]] a respontas dezhañ : « Arabat dit distagañ gouzoug da sac'h-gwin leun-tenn kent bezañ war uhelañ pazenn Aten . »
War e hent d'ar gêr eus Delfi e reas un ehan e [[Troizen]], e ti e vignon ar roue [[PiteüsPittheüs]]. Hennezh a gomprenas ster an orakl, a roas gwin dezhañ, a vezvas anezhañ, a lakaas anezhañ e gwele e verc'h [[Etra merc'h Piteüs|Etra]].
 
A-raok e zisparti da vont da [[Aten]] e c'houlennas Aigeüs digant Etra desevel o mab, ma he dije unan, hervez e renk. Dindan ur roc'h e lakaas ur c'hleze ha sandalennoù aour, arouezioù roueel a ziskuilhfe e orin d'an deiz ma c'hallfe gorren ar pezh roc'h-se.
Pa zistroas da Aten e voe aozet gantañ c'hoariadegoù, a voe gounezet gant [[Androgeos]], mab roue [[Kreta]] [[Minos]].
 
Mervel a reas Androgeos, ma lavaras Minos e oa Aigeüs a oa kiriek d'e varv. Brezel a savas, kemeret e voe Megara, a oa renet gant [[Nisos]], lakaet seziz dirak kêr Aten, ha ken hir e padas ma varve an dud gant an naon. Ha tud Aten da ginnig d'ar roue Minos dibab pezh en devoa c'hoant da gaout ha mont kuit gantañ. Ha Minos goulenn ma vije kaset da Greta bep bloaz seizh paotr ha seizh plac'h yaouank da reiñ d'ar [[Minotaoros]] da zebriñ.
 
Deuet ar peoc'h en-dro, ha setu [[Medea]], an hudourez, da c'houlenn repu, pa oa tec'het eus [[KorintosKorinthos]] goude lazhañ ar roue [[Kreon (Korinthos)|Kreon]] eno. Prometiñ a reas ober ur [[mab]] d'ar roue, hag eñ da zimeziñ ganti. [[Medos]] e voe anvet ar mab.
 
[[Rummad:Rouaned Aten]]