Diforc'hioù etre adstummoù "Kerberos"

43 okted ouzhpennet ,  4 bloaz zo
Kempenn ha reizhañ...
(Kempenn ha reizhañ...)
{{adkas|Kerberos}}
[[fileRestr:Cerb%C3%A8re_by_Philippe_Semeria.jpg|thumb| Kerberos, hervez [[Philippe Semeria]].]]
'''Kerberos''' a oa ur [[ki|c'hi]] euzhus hag a ziwalle toull-dor an [[ifernioù]] e mojennoù [[Hellaz kozh]]. Tri fenn a oa ouzh e gorf, ha naered ouzh e dri gouzoug.
 
'''Kerberos''' a oa ur [[ki|c'hi]] euzhus a ziwalle toull-dor an [[ifernioù]] e mojennoù Hellaz kozh. Tri fenn a oa ouzh e gorf, ha naered ouzh e dri gouzoug.
 
==Ar vojenn==
Mab e oa da [[Ec'hidna]], dezhi dremm ur vaouez ha korf un naer, ha da d[[Tyfon]], un euzhvil all hag a dufe tan hag a rae aon d'an doueed zoken. Un toullad breudeur ha c'hoarezed en devoa, ken euzhus all, evel [[Orthos]], ki daoubennek an Ifernioù, [[naer-zour Lerna]], [[Leon Nemea]] ha [[C'himeraKimera]].
 
Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel [[MedusaMedousa]], hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.
 
Lavaret e veze e c'halle an tri fenn gwelout en tremened, en amzer-vremañ, hag en da-zont. E skridoù zo koulskoude e lavarer ec'h aroueziont ar c'hanedigezh, ar yaouankiz hag ar gozhni. Pep penn ne zebr nemet kig bev, setu perak e laoskont speredoù ar re varv da zont en ifernioù met ne lezont hini ebet da vont kuit. '''Kerberos''' eo ki-diwall feal Hades[[Haides]], chadennet ouzh toull-dor ar bed dindan-zouar. Euzhiñ a rae ar re varv hag a glaske e sioulaat o reiñ ur gouign melvel hag a veze lakaet en o bez war un dro gant ar skodig da [[C'haron]] lakaet en o genoù.
 
==Herakles==
[[Eurystheüs]], roue [[Argolis]], a roas urzh da [[Herakles]] tapout [['''Kerberos]]''' en e vev. Hag an haroz neuze da [[Eleusis]], da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an [[den-marc'h|dud-varc'h]].
 
An toull da vont er bed-se a gavas neuze e [[Tainaros]], ha skoazell en doe digant [[AtenaAthena]] da vont e-barzh da gentañ, digant [[Hermes]] da vont er-maez goude. Gant skoazell [[Hestia]] ez eas hebiou da [[C'haron]]. Dieubiñ a reas [[Theseüs]], met ne deuas ket a-benn da dennañ [[Peirithoos]] ac'hano. An daou-se a oa bet tapet gant HadesHaides, ha dre un taol-hud bennak e oant bet staget ouzh ur bank evel pinijenn penegwir o devoa klasket skrapañ [[Persefone]] : ken kreñv e oa an huderezh-se, pa voe distaget gant Herakles, ma chomas peget ouzh ar bank tammoù zo eus divvorzhed Theseüs, ha se zo kaoz ec'h anavezer e ziskennidi diouzh o divvorzhed treut.
 
En em gavout a reas Herakles gant HadesHaides ha goulenn digantañ aotre da gas '''Kerberos''' gantañ war an douar, ha HadesHaides da reiñ e asant gant ma teuje an haroz a-benn da vestroniañ ar c'hi hep kemer arm ebet. Hag a-benn e teuas. Gwaskañ a reas al loen ken e teuas da vezañ ki bihan, e zougen war e chouk, e sachañ e-maez an ifernioù, dre gev ar Pelopponez[[Peloponnesos]]. E gas a reas da Eurystheüs, ha ken spontet e voe ar roue ma c'houlennas ouzh Herakles e gas en-dro dindan an douar.
 
Pa dremenjont dre v[[Mikenai]] e kouezhas takennoù eus e [[halv]] pistrius war un toullad plantennoù, ma servijont hiriv d'ar sorserezed da ober huderezh du.
 
Pa dremenjont dre v[[MikenaiMykenai]] e kouezhas takennoù eus e [[halv]] pistrius war un toullad plantennoù, ma servijont hiriv d'ar sorserezed da ober huderezh du.
 
[[Rummad:Loened faltazi]]
[[Rummad:Mojennoù Hellaz]]
[[Rummad:Loened faltazi]]
46 039

modifications