Impalaeriezh roman ar C'hornôg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
{{Henroma}}
[[Restr:Vexilloid of the Roman Empire.svg|thumb|Banniel an Impalaeriezh Roman.]]
'''Impalaeriezh roman ar C'hornôg''' pe '''Imperium Romanum (Pars Occidentalis)''' a oa lodenn gornôgel an impalaeriezh roman ur wech kensturiet. E [[285]] e tivizas an impalaer [[Diokletian]] fiziout lodenn [[kornôg]] an [[impalaeriezh roman]] da v[[Maksimian]]. En em staliañ a reas Diokletian e [[Nikomedia]] e [[proviñs]] ar [[Pontos]] ([[Turkia]] hiziv) ha an eil [[Aogust]] e [[Trier]] (Augusta Treve rorum) nepell diouzh ar [[Roen]], harz an impalaeriezh. E [[293]], an [[daouveli]] pe ''diarkia'' ([[gresianeg]] : dyarchia) a yeas da vezañ ur [[pevarbeli]] pe d/''tetrarkia'' (eus ar gresianeg ''tetrarchia'') pa oe harpet Maksimian gant daou g[[Kezar]] [[Konstañz Klor]] (Constantius Chloros) ha Diokletian gant [[Galerus]]. Roet e veze da Diokletian an anv-gwan doareañ ''Jovius'' (entitlet gant [[Yaou (doue)|Yaou]]) pa veze meneget Maximianus evel ''Herculius'' (entitlet gant [[Herkulius]]), hemañ hanter-doue izeloc'h eget an doue-tad.
 
Kendelc'her a reas ar pevarveli gant ar [[remziad]]où a-heul. E [[305]] e tilezas Diokletian ha Maximianus ar galloud impalaerel ha Koñstanz Klor ha Galer a oe kurunnennet evel Aogustoù. [[Maksimian Iañ]] a yeas da gKezar, eiler ar c'hentañ, ha [[Flavius Valerius Severus]] da eiler an eil. Miret e oe sistem an ar pavarbeli betek [[394]] pa chom a reas Lucius [[Septimus Severus]] an impalaer nemetañ e-pad 4 miz just a-raok e varv. Ur wech c'hoazh e tivizas ma oe lodennet an impalaeriezh etre daou benn, e vibien, [[Arkadius]] evel [[impalaeriezh roman ar Reter|impalaer evit ar Reter]] hag [[Honorius]], impalaer evit ar C'hornôg.