Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|bar}} (2), {{Link GA|eo}} using AWB (10902)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
Danevelliñ a ra dreist-holl avanturioù an [[haroz]] [[akeaned|akean]] [[Odisseüs]] (pe [[Ulises]], evel ma oa anvet er vitologiezh [[henroma|roman]]) hag e veaj hir war e giz d'ar gêr goude diskar [[Troia]]. 10 vloaz e voe o tistreiñ d'e enezenn, [[Ithaka]], goude an 10 vloaz bet o vrezeliñ dirak [[Troia]].<ref>Mervel a ra ar c'hi Argos ''autik' idont' Odusea eeikosto eniauto'' ("o welet Odisseüs adarre en ugentvet bloavezh"), [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+17.290 ''Odyssey'' 17.327]; cf. ivez [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+2.129 2.174-6], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.85 23.102], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.129 23.170].</ref>
E-pad e veaj war vor, heuliet gant kounnar an doue [[Poseidon]], e tegouezh Odisseüs gant ur bern tud brudet eus ar vitologiezh, evel an [[nimfenn]] [[KalipsoKalypso]], ar briñsez [[Naosikaa]], ar [[Kiklop|c'hikloped]], an [[hudourez]] [[Kirke]] pe ar [[Siren]]ed. E-keit-se e soñje d'an holl e oa aet da anaon e-pad ar brezel hag e wreg [[Penelope]] hag e vab [[Telemac'hos]] a ranke gouzañv ur strollad noblañsoù turmudus, ar ''Mnesteres'' (henc'hresianeg : Μνηστῆρες) pe ''Proci'', heligentañ etreze da c'hoût piv a euredfe Penelope hag en defe madoù Odisseüs.
Er meurzanevell ez eus ivez un nebeud arroudennoù ma'z eus danevellet prantadoù eus Brezel Troia ha n'eus ket meneg anezho en Ilias, evel istor [[marc'h Troia]] ha drouziwezh ar gêr-se.
 
Linenn 18:
 
== Diverradenn ==
[[Restr:Odysseus and Calypso.jpg|thumb|500px|OdisseüsOdysseüs ha KalipsoKalypso, taolenn livet gant [[Jan Brueghel gozh]] (1568–1625)]]
<!--
Displeget eo danvez an oberenn er c'hentañ gwerzennoù :
Linenn 42:
=== Kanoù I-IV : Beaj Telemac'hos ===
==== Kan kentañ ====
Kregiñ a ra an Odysseia d'ar mare m'emañ dalc'het [[Odisseüs]] en enezenn an nimfenn [[KalipsoKalypso]] a fell dezhi eurediñ gantañ. A-du emañ an holl zoueed da lezel anezhañ da zistreiñ er gêr, nemet [[Poseidon]] en deus miret droug outañ abalamour m'en doa dallet e vab, ar [[kiklop|c'hiklop]] Polifemos. E-keit m'emañ Poseidon o vanveziñ en [[Etiopia]] en em vod an doueed all ha goulenn a ra [[Athena]] digant [[Zeus]] aotreañ distro Odisseüs. Asantiñ a ra an Doue hag Athena a c'houlenn ma vo kaset [[Hermes]] da lâret da Galipso dieubiñ Odisseüs. Goude e lavar da Zeus emañ e soñj mont da skoazellañ [[Telemac'hos]], mab an haroz.
 
Hag Athena da Enez [[Itaka]]. Eno eo heget [[Penelope]] gant degadoù a bleustrerien eus tiegezhioù noblañsed Itaka hag eus an inizi tro-war-dro. Dre ma n'eo ket distroet Odisseüs abaoe ugent vloaz e tle Penelope choaz ur [[pried]] nevez da ren war Itaka, met ampellat a ra atav ar mare da choaz abalamour ma esper c'hoazh e teuio Odisseüs en-dro. Da c'hortoz o deus graet ar bleustrerien-o annez e palez Odisseüs, hag e foranont e beadra o vanveziñ dibaouez. Athena, dezhi neuz un estranjour, a ali Telemac'hos da vodañ an Akeaned a-benn tamall o emzalc'h da bleustrerien Penelope, ha da vont kuit goude da [[Pilos|Bilos]] ha da [[Sparta]] da glask goût petra zo c'hoarvezet gant e dad.
Linenn 64:
==== Kan V ====
[[Restr:OdysseyLeukothea.png|thumb|right|300px|Leukothea a ro he gouel da Odisseüs]]
Antronoz vintin (seizhvet devezh), distro war [[Olympos|Menez Olympos]], e c'houlenn [[Athena]] adarre digant [[Zeus]] hag an doueed all dieubiñ [[Odisseüs]]. Zeus a zisklêir ez eo tonket Odisseüs da gavout e diegezh en-dro en Itaka, met dleet e vo dezhañ poaniañ ugent devezh war vor, kent douarañ e rouantelezh ar [[Faiakiaiz]] a gaso anezhañ d'ar gêr. Zeus a gas kerkent [[Hermes]] da reiñ da c'hoût da [[KalipsoKalypso|GalipsoGalypso]]. Mont a ra an doue da enezenn KalipsoKalypso hag e kav anezhi o wiadiñ en ur groc'h e-kreiz ar c'hoadoù hag al liorzhoù. Asantiñ a ra a-rekin da lezel Odisseüs da vont kuit. Hag hi davet ar merdeer, chomet da hirvoudiñ en aod, hag aliañ anezhañ da sevel ur [[radell]]. Goude ar pred e klask ur wezh diwezhañ distreiñ an haroz diouzh kuitaat an enezenn. Odisseüs avat a gav gwell distreiñ davet e bried, daoust ma c'hall mervel (gwerzennoù 218-219).
 
Antronoz e sav Odisseüs ur radell en un doare zo deskrivet pizh. Pevar devezh a dremen kent echuiñ e radell ; ar pempvet (an daouzekvet devezh abaoe deroù an danevell) e kuita Enezenn KalipsoKalypso. Goude triwec'h devezh o verdeiñ hep chati, emañ war-nes douarañ en enezenn ar Faiakiaiz met Poseidon, o tont war e giz eus [[Etiopia]], a spurmant anezhañ hag a laka ar mor da zirollañ en e enep. Savetaet eo an haroz gant skoazell un doueez eus ar mor, [[Leukothea]] : prestiñ a ra dezhañ ur ouel warezus a vir outañ a veuziñ ur wezh dispennet e radell. Goude daou zevezh ha div nozvezh war-neuñv e teu Odisseüs a-benn gant poan, hag eñ sikouret gant Atena, da zouarañ war aod roc'hellek Faiakia (an 32vet devezh eo).
 
==== Kan VI ====
Linenn 74:
 
==== Kan VII ====
Gant sikour Athena he deus kemeret neuz ur plac'h vihan e antre Odisseüs e kêr hag e palez Alkinoos. Aliet eo gant Athena d'en em deuler ouzh treid ar rouanez, [[Arete]], kerkent ha ma vo erruet e sal an tron. Ober a ra an haroz diouzh kuzul Athena, hag asantiñ a ra Alkinoos degemer anezhañ hervez lezennoù an herberc'h. Ur wezh servijet ur pred da Odisseüs, ar roue a c'houlenn gantañ e anv hag eus pelec'h e teu. Hep disklêriañ e anv e teskriv e amzer en enezenn KalipsoKalypso, e verdeadenn betek Faiakia hag an degemer graet outañ gant Naosikaa. Goude ar pred hag an diviz e kousk an haroz er palez.
 
==== Kan VIII ====
Linenn 86:
<!--[[restr:Römischer Meister um 125 v. Chr. 001.jpg|thumb|left|300px|Lodenn eus an ''Odisseia'', murlivadur roman (fin an II kantved kent J.K.)]]-->
[[Restr:Odysseus Polyphemos Cdm Paris 190.jpg|thumb|400|right|Odisseüs ha [[Polifemos]]]]
Disklêriañ a ra Odisseüs e anv da [[Faiakiaiz]], a-benn ar fin, hag e tanevell ar veaj daou vloaz en deus graet etre drouziwezh Troia hag ar mare ma erruas en enezenn KalipsoKalypso. Kuitaat a reas aod Troia gant daouzek [[lestr]]. Kaset e oant gant an avelioù betek [[Ismaros]], keoded ar [[Kikoned|Gikoned]], o doa kemeret perzh e Brezel Troia diouzh tu an Droianed. Kemer a reas Odisseüs ar geoded dre souezh ha preizhañ anezhi. Abalamour ma oa chomet e vrezelourien da straniñ eno daoust da ali an [[haroz]] e voent taget antronoz gant ar Gikoned a oa bet o klask sikour digant o amezeien hag e rankjont tizhout diwar dizh. Goude se e voent kaset gant ur barrad-amzer e-pad tri devezh, a-raok distro an amzer vrav. Arruet e-kichen ar [[Kab Maleas|C'hab Maleas]], avelioù enep a ziroudas anezhe adarre betek bro al [[Lotofaged]], en ul lodenn dianav eus ar bed. Degemeret e voent gant ar bobl-se a ginnigas [[lotos]] dezhe da zebriñ. An neb a dañvae ar frouezh-se avat ne felle ket dezhañ mont kuit ken, ha ret e oa da Odisseüs kas dre nerzh d'al listri e geneiled o doa graet un tañva oute.
 
Mont a reas Odisseüs hag e listri betek enezenn ar [[kiklop|Gigloped]] ha tapet e voe an haroz ha lod eus e dud gant [[Polifemos]] a blaouias lod anezhe. Dont a rejont a-benn da achap kuit a-drugarez d'ur finesa eus roue Itaka a vezvas ar c'hiklop gant gwin kemeret d'ar Gikoned, a-raok tarzhañ lagad nemetañ an euzhvil e-pad e gousk. Odisseüs en doa touellet Polifemos da gentañ o lâret e oa ''Outis'' e anv, ar pezh a dalvez "nikun" pe "den ebet". Ha pa ziredas kenvroidi Polifemos war e sikour ha goulenn petra a c'hoarveze gantañ e tisplegas edo o paouez bezañ dallet gant den ebet, hag e tremenas evit un inosant. Kuitaat a rejont groc'h ar c'hiklop goude se o kuzhat dindan deñved ramz ar c'hiklop p'o leze da vont da beuriñ. Met d'ar c'houlz ma'z ae kuit e lestr eus an enezenn, ne oa ket Odisseüs evit miret outañ da ziskuliañ e anv gwirion da c'hoapaat Polifemos. Hennezh, kounnaret-ruz, a daolas roc'helloù bras trema al lestr, ha darbed e oa dezhañ flastrañ anezhañ, ha war-lerc'h e c'houlennas gant e dad [[Poseidon]] veñjañ anezhañ, o viret ouzh Odisseüs da zistreiñ biken en e vro, pe, mard e oa tonket d'en ober, o lezel anezhañ da zistreiñ d'e vro goude poanioù hir, war ur vag estren, kollet gantañ holl e geneiled, ha na gavfe er gêr nemet reuz ha gwalleur.
Linenn 124:
Antronoz vintin ez a kuit an Akeaned da vat. A-drugarez da guzulioù Kirke e tremenont hebioù ar [[morganez (mitologiezh)|morganezed]] hep chati, rak Odisseüs en deus roet urzh d'e verdeidi da stoufañ o diskouarn gant koar. Lakaet en deus anezhe da ereañ anezhañ ouzh ar wern abalamour dezhañ da glevet kan ar morganezed hep en em deuler war e benn er mor. Degouezout a reont goude e-kichen skoselloù [[C'haribdis]] ha [[Skilla]]. Tremen a reont pell diouzh [[C'haribdis]] met n'int ket evit treiñ diwar an euzhvil all, Skilla, a gemer hag a zebr 6 den.
 
Goude se e tosta lestr Odisseüs da Enezenn [[Helios]], an heol. Degas a ra Odisseüs da soñj d'an holl eus kemenn [[Tiresias]] ha difenn a ra oute chaseal en enezenn. Pourvezioù a-walc'h zo el lestr e-pad an devezhioù kentañ da voueta an holl. E-doug ur miz avat ez eo dalc'het an Akeaned en enezenn gant an avelioù enep. Ur miz war-lerc'h ez int erru marnaoniet ha ne c'hallont ket mont kuit abalamour d'ar gwall amzer. Ober a reont o mad eus kousk Odisseüs da zebriñ chatal [[Helios]]. Hennezh, pa wel anezhe diwar lein e garr, a c'houlenn diouzhtu gant [[Zeus]] veñjiñ anezhañ. Banveziñ a ra keneiled Odisseüs e-pad 6 devezh, hep teurel evezh ouzh ar ragarouezioù spontus kaset dezhe : da skouer e vlej ar c'hig zo o treiñ ouzh ar ber. D'ar seizhvet devezh e kouezh an avel hag al lestr a ya kuit. Tapet int en ur barrad-amzer avat ha Zeus a gas ar foeltr ouzh a vag a ra peñse gant an holl verdeidi. Odisseüs hepken, abalamour ma n'en deus ket debret eus chatal an heol, a chom bev. E-pign ouzh un treust ez eo kaset gant ar mor e-pad dek devezh, betek enezenn [[KalipsoKalypso]] hag e tremen eno ar seizh bloavezh da-heul, prizoniet gant an nimfenn.
 
=== Kan XIII da XX : distro Odisseüs da Itaka ===
Linenn 154:
==== Kan XVII ====
 
Antronoz e tistro [[Telemac'hos]] d'ar palez ha degemeret eo gant e vamm a c'houlenn gantañ ha bet en deus keleier eus Odisseüs. Hep diskuliañ dezhi eo distro he gwaz e lâr da Benelope e oa dalc'het gant [[KalipsoKalypso]] en hec'h enezenn (evel m'en deus en desket gant [[Menelaos]] er c'han IV). D'enderv e ya [[Odisseüs]] hag [[Eumaios]] e kêr. War e hent ez eo kunujennet ha skoet Odisseüs gant ar ar mesaer givri [[Melanteus]] a zo e servij ar bleustrerien. Hag int ha degouezhout goude war dreuzoù Palez Odisseüs. Eno e varv ki kozh an haroz, Argos, goude m'en deus anavezet e vestr. Er sal vras ez eo degemeret Odisseüs, dic'hizet e klasker-bara, gant ar bleustrerien en un doare goapaus tra ma servij Telemac'hos kig dezhañ. [[Antinoos]], an den a zo en o fenn, a gunujenn Odisseüs hag e ro un taol touz dezhañ. Gouzañv a ra an haroz an taolioù hag ar goapadennoù en ur c'houlenn an aluzenn, en ur virviñ gant ar gounnar. Antinoos a daol dezhañ kement a c'houdrouzoù ken eo kavet fall e emzalc'h gant ar bleustrerien all, nec'het abalamour d'an doueed. Komz a ra Eumaios eus ar c'hlasker-bara da Benelope a ziviz komz gantañ. Odisseüs avat a laka anezhi da c'hortoz betek an noz, kuit da sachañ warnañ kasoni ar bleustrerien adarre. Hag Eumaios d'ar gêr.
 
==== Kan XVIII ====