Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:John William Waterhouse - Ulysses and the Sirens (1891).jpg|thumb|500px|OdisseüsOdysseüs hag ar [[siren]]ed, taolenn livet gant [[John William Waterhouse]] e 1891 ]]
 
An ''[[Odysseia]]'' pe '''Odisseia''' ([[henc'hresianeg]] Ὀδύσσεια, ''Odysseia'') zo unan eus an daou [[meurgan|veurgan]] [[henc'hresianeg|henc'hresianek]] lakaet war gont [[Homeros]], ur [[barzh]] [[dall]], hervez an hengoun. Savet e vije bet goude an [[Ilias]], an oberenn all lakaet war gont ar memes oberour, e diwezh an {{VIIIvet}} kent J.-K., un tu bennak en [[Ionia]], da lâret eo en arvor [[Anatolia]] a oa annezet gant [[Henc'hres]]ianed d'ar c'houlz-se.<ref name="The Odyssey 2003">[[D.C.H. Rieu]]'s introduction to ''The Odyssey'' (Penguin, 2003), p. ''xi''.</ref> Kontet eo da vezañ unan eus brasañ pennoberennoù al [[lennegezh]] er bed ha, gant an [[Ilias]], evel unan eus an div varzhoneg pennañ e sevenadur [[Europa]].
 
Danevelliñ a ra dreist-holl avanturioù an [[haroz]] [[akeaned|akean]] [[OdisseüsOdysseüs]] (pe [[Ulises]], evel ma oa anvet er vitologiezh [[henroma|roman]]) hag e veaj hir war e giz d'ar gêr goude diskar [[Troia]]. 10 vloaz e voe o tistreiñ d'e enezenn, [[Ithaka]], goude an 10 vloaz bet o vrezeliñ dirak [[Troia]].<ref>Mervel a ra ar c'hi Argos ''autik' idont' Odusea eeikosto eniauto'' ("o welet OdisseüsOdysseüs adarre en ugentvet bloavezh"), [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+17.290 ''Odyssey'' 17.327]; cf. ivez [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+2.129 2.174-6], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.85 23.102], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.129 23.170].</ref>
E-pad e veaj war vor, heuliet gant kounnar an doue [[Poseidon]], e tegouezh OdisseüsOdysseüs gant ur bern tud brudet eus ar vitologiezh, evel an [[nimfenn]] [[Kalypso]], ar briñsez [[Naosikaa]], ar [[Kiklop|c'hikloped]], an [[hudourez]] [[Kirke]] pe ar [[Siren]]ed. E-keit-se e soñje d'an holl e oa aet da anaon e-pad ar brezel hag e wreg [[Penelope]] hag e vab [[Telemac'hos]] a ranke gouzañv ur strollad noblañsoù turmudus, ar ''Mnesteres'' (henc'hresianeg : Μνηστῆρες) pe ''Proci'', heligentañ etreze da c'hoût piv a euredfe Penelope hag en defe madoù OdisseüsOdysseüs.
Er meurzanevell ez eus ivez un nebeud arroudennoù ma'z eus danevellet prantadoù eus Brezel Troia ha n'eus ket meneg anezho en Ilias, evel istor [[marc'h Troia]] ha drouziwezh ar gêr-se.
 
Linenn 42:
=== Kanoù I-IV : Beaj Telemac'hos ===
==== Kan kentañ ====
Kregiñ a ra an Odysseia d'ar mare m'emañ dalc'het [[OdisseüsOdysseüs]] en enezenn an nimfenn [[Kalypso]] a fell dezhi eurediñ gantañ. A-du emañ an holl zoueed da lezel anezhañ da zistreiñ er gêr, nemet [[Poseidon]] en deus miret droug outañ abalamour m'en doa dallet e vab, ar [[kiklop|c'hiklop]] Polifemos. E-keit m'emañ Poseidon o vanveziñ en [[Etiopia]] en em vod an doueed all ha goulenn a ra [[Athena]] digant [[Zeus]] aotreañ distro OdisseüsOdysseüs. Asantiñ a ra an Doue hag Athena a c'houlenn ma vo kaset [[Hermes]] da lâret da Galipso dieubiñ OdisseüsOdysseüs. Goude e lavar da Zeus emañ e soñj mont da skoazellañ [[Telemac'hos]], mab an haroz.
 
Hag Athena da Enez [[Itaka]]. Eno eo heget [[Penelope]] gant degadoù a bleustrerien eus tiegezhioù noblañsed Itaka hag eus an inizi tro-war-dro. Dre ma n'eo ket distroet OdisseüsOdysseüs abaoe ugent vloaz e tle Penelope choaz ur [[pried]] nevez da ren war Itaka, met ampellat a ra atav ar mare da choaz abalamour ma esper c'hoazh e teuio OdisseüsOdysseüs en-dro. Da c'hortoz o deus graet ar bleustrerien-o annez e palez OdisseüsOdysseüs, hag e foranont e beadra o vanveziñ dibaouez. Athena, dezhi neuz un estranjour, a ali Telemac'hos da vodañ an Akeaned a-benn tamall o emzalc'h da bleustrerien Penelope, ha da vont kuit goude da [[Pilos|Bilos]] ha da [[Sparta]] da glask goût petra zo c'hoarvezet gant e dad.
 
==== Kan II ====
Linenn 50:
 
==== Kan III ====
[[Restr:OdysseyPolyphemos.png|thumb|300px|OdisseüsOdysseüs o vezviñ Polifemos]]
 
 
Antronoz, [[Telemac'hos]] hag [[Athena]] (Atav dindan neuz [[Mentor (mitologiezh)|Mentor]]) a zilestr e [[Pilos]] d'ar mare m'emañ [[Nestor]] hag e geneiled oc'h aberzhiñ tirvi en enor da [[Poseidon|Boseidon]]. Kaset int gant unan eus mibien Nestor, Pisitratos, betek e dad a laka anezhe da gemer perzh er pred. Nestor a ra anv eus ar poanioù diwasket gant an harozed e [[Troia]] hag o zonkad gwalleürus. Doare fresk ebet n'en deus avat eus OdisseüsOdysseüs. War goulenn Telemac'hos e teskriv Nestor marv [[Agamemnon]], drouglazhet gant [[Aigistos]] pa zistroas eus ar brezel. Aliet eo Telemac'hos gant Nestor da vont da [[Sparta]]. [[Menelaos]] zo an hini diwezhañ da vezañ distroet er gêr goude kalz avanturioù ha marteze en deus klevet keleier eus OdisseüsOdysseüs.
Goude o diviz e kinnig Nestor d'e ostizien tremen an noz en e balez. Asantiñ a ra Telemac'hos, Athena-Mentor avat a zistro d'al lestr. Antronoz vintin e kinnig Nestor un aberzh da Athena. Emañ Telemac'hos en e gichen, hag Athena ivez, bepred dindan neuz Mentor. Goude an aberzh hag ar pred, Telemac'hos, ambrouget gant Pisistratos, a ya gant an hent etrezek Sparta.
 
==== Kan IV ====
 
Da guzh-heol e tegouezh Telemac'hos e [[Sparta]] ha degemeret eo eno gant [[Menelaos]] hag [[Elen a Gerdroia|Helene vrav]]. Bamet eo Telemac'hos da gaerded palez Menelaos. Hemañ a zanevell an avanturioù hag ar poanioù en deus gouzañvet da zastum ar pinvidigezhioù a weler eno. Kontañ a ra [[Brezel Troia]] ha penaos eo dianadet OdisseüsOdysseüs. [[Elen a Gerdroia|Helene Troia]], a verz strafuilh Telemac'hos, en anavout a ra dre ma taol da OdisseüsOdysseüs a-raok ma lârfe an ostizien o anv. Helene a ginnig d'an daou zen yaouank un evaj, ennañ un dramm distignus, ha da c'houde e tanevell gant Menelaos degouezhioù ma tiskouezas OdisseüsOdysseüs e finesa. Antronoz vintin (Ar c'hwec'hvet devezh abaoe deroù an istor), Menelaos a zeskriv e zistro eus [[Troia]] hag an avanturioù a gasas anezhañ da Egipt, e lec'h ma c'houlennatas [[Proteus (mitologiezh)|Proteus]], « den kozh ar mor », goude bezañ tapet anezhañ dre finesa ha gant skoazell a-berzh unan eus merc'hed Proteus, [[Idotea]]. Evel se eo e teuas Menelaos a-benn da guitaat Egipt, ma oa dalc'het gant avelioù enep abaoe pell. Evel se ivez e teskas tonkad an harozed all eus Brezel Troia, ha dreist-holl marv e vreur [[Agamemnon]]. Menelaos a lâr e oa disklêriet dezhañ gant Proteus e veve OdisseüsOdysseüs prizoniet en un enezenn. Pediñ a ra Telemac'hos da chom un nebeud devezhioù met hennezh a nac'h e ginnig, daoust ma chomo pelloc'h e Sparta. E-keit-se, en [[Itaka]], e tesk ar bleustrerien e aet Telemac'hos kuit da glask e dad ha divizout a reont stignañ ur griped dezhañ.
 
=== Kanoù V - VIII : OdisseüsOdysseüs a zegouezh e rouantelezh ar Faiakiaiz ===
 
==== Kan V ====
[[Restr:OdysseyLeukothea.png|thumb|right|300px|Leukothea a ro he gouel da OdisseüsOdysseüs]]
Antronoz vintin (seizhvet devezh), distro war [[Olympos|Menez Olympos]], e c'houlenn [[Athena]] adarre digant [[Zeus]] hag an doueed all dieubiñ [[OdisseüsOdysseüs]]. Zeus a zisklêir ez eo tonket OdisseüsOdysseüs da gavout e diegezh en-dro en Itaka, met dleet e vo dezhañ poaniañ ugent devezh war vor, kent douarañ e rouantelezh ar [[Faiakiaiz]] a gaso anezhañ d'ar gêr. Zeus a gas kerkent [[Hermes]] da reiñ da c'hoût da [[Kalypso|Galypso]]. Mont a ra an doue da enezenn Kalypso hag e kav anezhi o wiadiñ en ur groc'h e-kreiz ar c'hoadoù hag al liorzhoù. Asantiñ a ra a-rekin da lezel OdisseüsOdysseüs da vont kuit. Hag hi davet ar merdeer, chomet da hirvoudiñ en aod, hag aliañ anezhañ da sevel ur [[radell]]. Goude ar pred e klask ur wezh diwezhañ distreiñ an haroz diouzh kuitaat an enezenn. OdisseüsOdysseüs avat a gav gwell distreiñ davet e bried, daoust ma c'hall mervel (gwerzennoù 218-219).
 
Antronoz e sav OdisseüsOdysseüs ur radell en un doare zo deskrivet pizh. Pevar devezh a dremen kent echuiñ e radell ; ar pempvet (an daouzekvet devezh abaoe deroù an danevell) e kuita Enezenn Kalypso. Goude triwec'h devezh o verdeiñ hep chati, emañ war-nes douarañ en enezenn ar Faiakiaiz met Poseidon, o tont war e giz eus [[Etiopia]], a spurmant anezhañ hag a laka ar mor da zirollañ en e enep. Savetaet eo an haroz gant skoazell un doueez eus ar mor, [[Leukothea]] : prestiñ a ra dezhañ ur ouel warezus a vir outañ a veuziñ ur wezh dispennet e radell. Goude daou zevezh ha div nozvezh war-neuñv e teu OdisseüsOdysseüs a-benn gant poan, hag eñ sikouret gant Atena, da zouarañ war aod roc'hellek Faiakia (an 32vet devezh eo).
 
==== Kan VI ====
 
[[Restr:OdysseyAlcinoos.png||thumb|right|350px|[[Odisseus|OdisseüsOdysseüs]] oc'h heuliañ [[Naosikaa]], Skeudenn gant [[John Flaxman]] ([[1810]])]]
E-pad an noz, e-keit ha m'emañ OdisseüsOdysseüs o kousket war an aod, e ya [[Athena]] da balez [[Alkinoos]], roue Faiakiaiz, hag e ro un hunvre d'e verc'h [[Naosikaa]], da reiñ dezhi ar soñj da vont da gannañ he dilhad war vord ar mor. Ur finesa eo da lakaat anezhi da gejañ gant an haroz. Da c'houloù-deiz, Naosikaa, gant asant he zad, a vod he mitizhien hag a ya d'an aod. E-keit m'emañ ar merc'hed yaouank da vat o c'hoari ar vell, echu gante o c'hannadenn ha o c'houronkadenn, e tihun [[Odisseus|OdisseüsOdysseüs]]. Hag eñ er-maez eus ar strouezh, lous, gloazet, spulfet e vlev hag hogoz en noazh. Tec'hout a ra ar mitizhien spontet. Naosikaa hepken a ziskouez kalonegezh. OdisseüsOdysseüs, gant e helavarded kustum, a gomz dezhi ha Naosikaa a asant sikour anezhañ. Kouronkañ a ra an haroz ha gwiskañ dilhad fresk, hag Athena a ro un neuz bravoc'h dezhañ. da c'houde ez a da-heul Naosikaa betek dorioù kêr, ha goude e chom un tamm war he lerc'h e-keit ha ma ya merc'h Alkinoos da reiñ da c'hoût d'he zad ez eus erru un estrañjour.
 
==== Kan VII ====
Gant sikour Athena he deus kemeret neuz ur plac'h vihan e antre OdisseüsOdysseüs e kêr hag e palez Alkinoos. Aliet eo gant Athena d'en em deuler ouzh treid ar rouanez, [[Arete]], kerkent ha ma vo erruet e sal an tron. Ober a ra an haroz diouzh kuzul Athena, hag asantiñ a ra Alkinoos degemer anezhañ hervez lezennoù an herberc'h. Ur wezh servijet ur pred da OdisseüsOdysseüs, ar roue a c'houlenn gantañ e anv hag eus pelec'h e teu. Hep disklêriañ e anv e teskriv e amzer en enezenn Kalypso, e verdeadenn betek Faiakia hag an degemer graet outañ gant Naosikaa. Goude ar pred hag an diviz e kousk an haroz er palez.
 
==== Kan VIII ====
[[Restr:OdysseyDemodokos.png|thumb|right|350px|OdisseüsOdysseüs a ouel en ur selaou Demodokos, [[John Flaxman]] (1810)]]
Antronoz e oa savet gant [[Alkinoos]] ur banvez en enor da [[OdisseüsOdysseüs]]. E-doug ar pred e kan An [[aiodos]] [[Demodokos]] an trouz a oa savet etre OdisseüsOdysseüs hag [[Akilles]] en amzer [[Brezel Troia]]. Ne c'hall ket an haroz miret outañ a ouelañ pa soñj er mare-se, met kuzhat a ra e c'hlac'har hag Alkinoos hepken er merz.
A-benn cheñch temz-spered e ostiz, Alkinoos a ro an urzh da gregiñ c'hoarioù, en o zouez redadegoù, krogadoù gouren, lammoù, teurel ar c'hant ha dornataerezh. Pedet da gemer perzh en unan eus ar c'hevezadegoù e nac'h OdisseüsOdysseüs da gentañ, met divizout a ra kemer perzh pa fell d'un den anvet Eurialos ober goap anezhañ. Teurel a ra ur c'hant pelloc'h evit an holl gevezerien all. Lorc'h ennañ e tae OdisseüsOdysseüs [[Faiakiaiz]] ha fougasiñ a ra e ampartiz o tennañ gant ar [[gwareg|wareg]]. Den avat ne gred keveziñ gantañ. Alkinoos a laka neuze ar c'hoarioù da baouez hag a laka Demodokos da zont en-dro. Hennezh a gan neuze un darvoud fentus eus buhez an doueed : avoultriezh [[Ares]] hag [[Afrodite]], ha finesa [[Hefaistos]], pried Afrodite, da dapout anezhe. Daou eus mibien Alkinoos a zañs ha goude se laka ar roue profañ donezonoù d'e ostiz. E-pad ar pred e kan Demodokos dre an deirvet gwezh hag e kont istor [[Marc'h Troia]]. Ur wezh ouzhpenn, ne c'hall ket OdisseüsOdysseüs miret outañ a ouelañ o soñjal e [[Brezel Troia]]. Kuzhat a ra e c'hlac'har ouzh an holl nemet d'ar roue a c'houlenn erfin digant e ostiz pe anv eo.
 
=== Kanoù IX - XII : an « danevelloù e palez Alkinoos » ===
 
==== Kan IX ====
<!--[[restr:Römischer Meister um 125 v. Chr. 001.jpg|thumb|left|300px|Lodenn eus an ''OdisseiaOdysseia'', murlivadur roman (fin an II kantved kent J.K.)]]-->
[[Restr:Odysseus Polyphemos Cdm Paris 190.jpg|thumb|400|right|OdisseüsOdysseüs ha [[Polifemos]]]]
Disklêriañ a ra OdisseüsOdysseüs e anv da [[Faiakiaiz]], a-benn ar fin, hag e tanevell ar veaj daou vloaz en deus graet etre drouziwezh Troia hag ar mare ma erruas en enezenn Kalypso. Kuitaat a reas aod Troia gant daouzek [[lestr]]. Kaset e oant gant an avelioù betek [[Ismaros]], keoded ar [[Kikoned|Gikoned]], o doa kemeret perzh e Brezel Troia diouzh tu an Droianed. Kemer a reas OdisseüsOdysseüs ar geoded dre souezh ha preizhañ anezhi. Abalamour ma oa chomet e vrezelourien da straniñ eno daoust da ali an [[haroz]] e voent taget antronoz gant ar Gikoned a oa bet o klask sikour digant o amezeien hag e rankjont tizhout diwar dizh. Goude se e voent kaset gant ur barrad-amzer e-pad tri devezh, a-raok distro an amzer vrav. Arruet e-kichen ar [[Kab Maleas|C'hab Maleas]], avelioù enep a ziroudas anezhe adarre betek bro al [[Lotofaged]], en ul lodenn dianav eus ar bed. Degemeret e voent gant ar bobl-se a ginnigas [[lotos]] dezhe da zebriñ. An neb a dañvae ar frouezh-se avat ne felle ket dezhañ mont kuit ken, ha ret e oa da OdisseüsOdysseüs kas dre nerzh d'al listri e geneiled o doa graet un tañva oute.
 
Mont a reas OdisseüsOdysseüs hag e listri betek enezenn ar [[kiklop|Gigloped]] ha tapet e voe an haroz ha lod eus e dud gant [[Polifemos]] a blaouias lod anezhe. Dont a rejont a-benn da achap kuit a-drugarez d'ur finesa eus roue Itaka a vezvas ar c'hiklop gant gwin kemeret d'ar Gikoned, a-raok tarzhañ lagad nemetañ an euzhvil e-pad e gousk. OdisseüsOdysseüs en doa touellet Polifemos da gentañ o lâret e oa ''Outis'' e anv, ar pezh a dalvez "nikun" pe "den ebet". Ha pa ziredas kenvroidi Polifemos war e sikour ha goulenn petra a c'hoarveze gantañ e tisplegas edo o paouez bezañ dallet gant den ebet, hag e tremenas evit un inosant. Kuitaat a rejont groc'h ar c'hiklop goude se o kuzhat dindan deñved ramz ar c'hiklop p'o leze da vont da beuriñ. Met d'ar c'houlz ma'z ae kuit e lestr eus an enezenn, ne oa ket OdisseüsOdysseüs evit miret outañ da ziskuliañ e anv gwirion da c'hoapaat Polifemos. Hennezh, kounnaret-ruz, a daolas roc'helloù bras trema al lestr, ha darbed e oa dezhañ flastrañ anezhañ, ha war-lerc'h e c'houlennas gant e dad [[Poseidon]] veñjañ anezhañ, o viret ouzh OdisseüsOdysseüs da zistreiñ biken en e vro, pe, mard e oa tonket d'en ober, o lezel anezhañ da zistreiñ d'e vro goude poanioù hir, war ur vag estren, kollet gantañ holl e geneiled, ha na gavfe er gêr nemet reuz ha gwalleur.
 
==== Kan X ====
[[Restr:Circe Offering the Cup to Odysseus.jpg|thumb|right|300px|[[Kirke]] o profañ ur gibad da [[OdisseüsOdysseüs]]]]
 
Erruout a ra OdisseüsOdysseüs hag e geneiled en enez arem [[Aiolos]], gward an avelioù. Degemer a ra anezhe ha klask sikour anezhe da zistreiñ er gêr. Kinnig a ra da OdisseüsOdysseüs ur soroc'hell m'en deus lakaet an holl avelioù a c'hallfe miret outañ da zistreiñ timat. Kas a ra dezhe ivez un aezhenn skañv a zle kas anezhe dillo da [[Itaka]]. An dekvet devezh bageerezh goude bezañ kuitaet enezenn Aiolos e spurmant listri OdisseüsOdysseüs aodoù [[Itaka]]. Dinec'het ha divi e chom an haroz kousket. Dre walleur, sur ez eus teñzorioù profet gant Aiolos d'o roue er soroc'hell, e geneiled a zigor anezhi da sellet e-barzh hag a zieub an holl avelioù fall. Dirollañ a ra an avelioù enep ha kas a reont al listri da enezenn Aiolos adarre. Hennezh, annoazhet gant an implij fall graet gant OdisseüsOdysseüs eus e zonezon ha sur ez eo mallozhet an Akeaned gant an doueed, a argas anezhe kuit.
 
Goude c'hwec'h devezh mor e touaront e [[Telepilos]], keoded al [[Lestrigoned]], renet gant ar roue Antifates. Al Lestrigoned avat zo ramzed ha debrerien tud : lazhet ha plaouiet eo ar re en deus kaset OdisseüsOdysseüs da zizoleiñ ar vro, hag al Lestrigoned, sortiet a-vil-vern eus o c'heoded, a zispenn listri OdisseüsOdysseüs o teurel pezhioù bloc'hadoù roc'h oute. Dont a ra a-benn roue Itaka da dec'het, met ne chom gantañ ken nemet ul lestr hag un dornadig keneiled.
 
<!--[[Restr:OdysseyAntiphates.png|thumb|right|300px|Roue al Lestrigoned o lazhañ unan eus keneiled OdisseüsOdysseüs]]-->
Douarañ a reont goude en Enez [[Aiaia]], m'emañ o chom an achantourez [[Kirke]], merc'h da [[Helios]]. Diskenn a ra roue Itaka da gentañ en douar ha lazhañ ur c'harv bras-meurbet a zegas d'e vag. A c'houde un nebeud devezhioù e tiviz kas ur strollad diaraogerien tennet d'ar sord : mont a ra kuit [[Eüriloc'hos]] e penn 20 den tra ma chom OdisseüsOdysseüs hag ar re all e-tal o lestr. Dizoloet eo palez Kirke gant [[Eüriloc'hos]]. Gronnet eo a loened gouez, leoned ha bleizi, hag en em zalc'h evel loened doñv. Degemeret int en un doare hegarat gant an achantourez met Eüriloc'hos, disfizius, a gav gwell chom er-maez. Ar wazed zo aet er palez zo troet e perc'hell e-pad ar pred, rak Kirke he deus fennet un dramm en o evaj. Eüriloc'hos, goude bezañ chomet pell da c'hortoz en aner e geneiled, a zistro d'al lestr hag a lâr da OdisseüsOdysseüs ez int dianadet. Hennezh a gemer diouzhtu penn an hent da saveteiñ e verdeidi. En em gavout a ra gant an doue [[Hermes]], dindan neuz un den yaouank kaer, a ziskouez dezhañ penaos e c'hall bezañ trec'h da hud Kirke. Reiñ a ra dezhañ ur blantenn, ar [[moli]], a zistroio strobinelloù Kirke diwarnañ.
 
Kirke a zegemer OdisseüsOdysseüs hag a laka un dramm en e evaj, da dreiñ anezhañ e pemoc'h eñ ivez. E strobinell avat ne labour ket. Diouzh alioù Hermes, an haroz a c'hourdrouz neuze an hudourez gant e gleze. Klask a ra hoalañ anezhañ hag e kinnig dezhañ kousket er memes gwele. OdisseüsOdysseüs avat ne asant nemet ur wezh touet ganti dre he le, le bras an doueed, a vir outi a ober an disterañ droug dezhañ. Kousket a ra Kirke gantañ, ha goude se kinnig ur pred dezhañ met an haroz a nac'h debriñ ken na vefe dieubet e dud gant ar strobinellerez. Kirke a rent neuze dezhe o stumm kentañ, ha goude e ro herberc'h dezhe en un doare leal.
 
Chom a ra OdisseüsOdysseüs hag e geneiled e-pad bloaz e ti Girke o tiskuizhañ hag o vanveziñ. Goude se avat e tegas ar verdeidi da soñj d'o roue ez eo poent dezhe distreiñ d'ar gêr. Kuzuliet int gant Kirke da dremen dre an [[ifern (mitologiezh)|ifern]], rak tasmant an diouganer [[Tiresias]] hepken a c'hell reiñ disaouzan dezhe eus an hent da gemer da zistreiñ en o enezenn. Dres d'ar beurevezh m'emaint o vont kuit e varv unan eus ar vartoloded, [[Elpenor]], en ur gouezhañ diwar lein toenn ar palez.
 
==== Kan XI ====
[[Restr:Pellegrino Tibaldi 001.jpg|thumb|left|300px|''Keneiled OdisseüsOdysseüs o laerezh chatal Helios'', gant [[Pellegrino Tibaldi]] ([[1454]]-[[1456]])]]
Anvet eo kan XI an '''OdisseiaOdysseia'' ''Nekuia'', da lâret eo "galv ar re varv".
 
Goude un devezh mor e tilestr OdisseüsOdysseüs e bro ar [[Kimmered|Gimmered]], beuzet en un noz dibaouez. Evel m'en doa displeget [[Kirke]] dezhañ e ra un aberzh ktonek hag e promet d'an divinour [[Tiresias]] ur bouc'h du ma asant en em ziskouez dirazañ. Tostaat a ra engroez skeudoù ar re varv, Roue Itaka avat a zifenn dezhe debriñ ar gwad a vir evit Tiresias. Goulenn a ra skeud [[Elpenor]] obidoù dereat pa zistroio da di Kirke. Goude se ec'h erru skeud an divinour hag e ro da OdisseüsOdysseüs an titouroù a felle dezhañ. Deskiñ a ra e vo arabat dezhe, pa zouarint en enezenn an heol, ober nep droug da chatal [[Helios]] ma fell dezhe distreiñ d'ar gêr. Betek-gouzout e tebrfent kig eus saout an heol, OdisseüsOdysseüs a c'hallfe mont d'ar gêr memes tra met e-unan, reuzeudik, goude bezañ kollet holl e genseurted, hag e ranko ober un hir a veaj da brofañ aberzhioù d'an holl zoueed evit terriñ o imor.
 
Goude e komz an haroz gant tasmant e vamm, [[Antikleia]]. Lâret a ra dezhañ emañ atav [[Penelope]] o c'hortoz anezhañ gant fealded, hag e ro dezhañ keleier eus e dad, [[Laertes]], hag e vab, [[Telemac'hos]]. Gwelet a ra goude meur a rouanez hag a harozezed marv : [[Tiro]], [[Antiope (mamm Amfion)|Antiope]], [[Alkmena|Alkmene]], [[Megara (mitologiezh)|Megara]], [[Jokaste|Epikaste]] (anv [[Jokaste]] e skridoù Homeros), [[Kloris (Niobided)|Kloris]] , [[Leda]] a zo mamm [[Elen a Gerdroia|Helene Troia]], Ifimede, [[Faidra]], [[Prokris]] hag [[Ariadne]], Maira, [[Klymene]] hag [[Erifyle|Erifile]]. Un ehan a ra neuze OdisseüsOdysseüs. Meulet eo gant [[Arete]], [[Alkinoos]] hag ar Faiakiaiz zo ouzh e selaou. Alkinoos a bed neuze e ostiz da genderc'hel gant e zanevell.
[[Restr:OdysseyUnderworld.png|thumb|right|300px|OdisseüsOdysseüs diskennet en ifern a wel an harozed varv]]
En eil strollad tasmantoù e wel roue Itaka harozed [[Brezel Troia]] marvet e-doug ar brezel pe goude. Komz a ra gant teuz [[Agamemnon]] a ra anv eus e varv diwar zorn [[Aigistos]], ha war-lerc'h gant ene [[Akilleus]], a zisklêr e vefe gwelloc'h dezhañ bezañ ur paotr-saout reuzeudik, met bev, kentoc'h evit ren war ar re varv. Frealzet eo gant OdisseüsOdysseüs a zanevell dezhañ kurioù e vab [[Neoptolemos]]. Spurmantiñ a ra ivez [[Aias Telamonios|Aias]] en deus droug outañ c'hoazh abalamour d'an trouz a oa bet etreze diwar-benn armoù Akilleus.
 
Erziwezh e wel OdisseüsOdysseüs annezidi brudet an ifern. Gwelet a ra [[Minos]] o rentañ ar justis, ar ramz [[Orion]], re zaonet an [[Tartaros]] : ar ramz [[Tityos|Titios]] dispennet gant ar guped, [[Tantalos]] o tizeriañ gant an naon hag ar sec'hed, [[Sisyfos|Sisifos]] o vountañ e roc'h en aner. Gwelet a ra ivez tasmant [[Herakles]] o chaseal dibaouez e-touez ar re varv e-skoaz an Herakles wirion, deuet da vezañ doue goude e varv, a vev er [[olimpos|Menez Olimpos]] e kumpagnunezh [[Hebe]]. Goude bezañ gwelet holl ar re varv-se e tistro OdisseüsOdysseüs, gant aon rak bezañ troet e maen gant tasmant [[Medousa]].
 
==== Kan XII ====
[[Restr:Odysseus Sirens BM E440 n2.jpg|thumb|250px|OdisseüsOdysseüs hag ar [[siren]]ed, lestr gresian]]
 
Goude e veaj e Kimmeria e tistro OdisseüsOdysseüs betek enezenn [[Kirke]] ma'n em gav da noz. Antronoz e chom an Akeaned da ziskuizhañ ha da vanveziñ. Da noz e ro Kirke da OdisseüsOdysseüs titouroù all war ar verdeadenn zo ouzh e c'hortoz a-raok erruout en enezenn an Heol a oa kaoz anezhi gant Tiresias. Komz a ra dezhañ eus ar [[siren]]ed hag eus ar moaien da vezañ gwarezet diouzh o c'han marvus, eus ar [[Simplegades]], div skosell a vrae al listri pa glaskont tremen hag a zo annezet gant daou euzhvil [[C'haribdis]] ha [[Skilla]]. N'eus ken an [[Argonaoted]] a gement zo deuet a-benn da dremen e-biou dezhe gant sikour [[Hera]]. Leuskel a ra Kirke ar choaz da OdisseüsOdysseüs da dremen e-biou an eil pe egile.
 
Antronoz vintin ez a kuit an Akeaned da vat. A-drugarez da guzulioù Kirke e tremenont hebioù ar [[morganez (mitologiezh)|morganezed]] hep chati, rak OdisseüsOdysseüs en deus roet urzh d'e verdeidi da stoufañ o diskouarn gant koar. Lakaet en deus anezhe da ereañ anezhañ ouzh ar wern abalamour dezhañ da glevet kan ar morganezed hep en em deuler war e benn er mor. Degouezout a reont goude e-kichen skoselloù [[C'haribdis]] ha [[Skilla]]. Tremen a reont pell diouzh [[C'haribdis]] met n'int ket evit treiñ diwar an euzhvil all, Skilla, a gemer hag a zebr 6 den.
 
Goude se e tosta lestr OdisseüsOdysseüs da Enezenn [[Helios]], an heol. Degas a ra OdisseüsOdysseüs da soñj d'an holl eus kemenn [[Tiresias]] ha difenn a ra oute chaseal en enezenn. Pourvezioù a-walc'h zo el lestr e-pad an devezhioù kentañ da voueta an holl. E-doug ur miz avat ez eo dalc'het an Akeaned en enezenn gant an avelioù enep. Ur miz war-lerc'h ez int erru marnaoniet ha ne c'hallont ket mont kuit abalamour d'ar gwall amzer. Ober a reont o mad eus kousk OdisseüsOdysseüs da zebriñ chatal [[Helios]]. Hennezh, pa wel anezhe diwar lein e garr, a c'houlenn diouzhtu gant [[Zeus]] veñjiñ anezhañ. Banveziñ a ra keneiled OdisseüsOdysseüs e-pad 6 devezh, hep teurel evezh ouzh ar ragarouezioù spontus kaset dezhe : da skouer e vlej ar c'hig zo o treiñ ouzh ar ber. D'ar seizhvet devezh e kouezh an avel hag al lestr a ya kuit. Tapet int en ur barrad-amzer avat ha Zeus a gas ar foeltr ouzh a vag a ra peñse gant an holl verdeidi. OdisseüsOdysseüs hepken, abalamour ma n'en deus ket debret eus chatal an heol, a chom bev. E-pign ouzh un treust ez eo kaset gant ar mor e-pad dek devezh, betek enezenn [[Kalypso]] hag e tremen eno ar seizh bloavezh da-heul, prizoniet gant an nimfenn.
 
=== Kan XIII da XX : distro OdisseüsOdysseüs da Itaka ===
 
==== Kan XIII ====
 
Echu eo danevell OdisseüsOdysseüs. Kinnig a ra [[Alkinoos]] lakaat kas anezhañ da Itaka gant e vartoloded ha mont a ra an holl da gousket. Antronoz, ar pempvet devezh ha tregont, ar [[Faiakiaiz]] a ginnig ul lestr da OdisseüsOdysseüs, ur pare martoloded ha profoù. Da noz e sav OdisseüsOdysseüs e bourzh al lestr goude ur [[banvez]], ha chom a ra kousket e-keit ha ma labour ar vartoloded ha ma klipenn ar vag war ar mor gant un tizh dreistnaturel. Goude un devezh hag un devezh war vor e aoch al lestr en Itaka. Ar Faiakiaiz a lez OdisseüsOdysseüs, kousket atav, en ur groc'h darempredet gant an nimfezed, gant donezonoù Alkinoos.
 
Hag ar Faiakiaiz kuit. [[Poseidon]] avat a resevas aotre gant [[Zeus]] da gastizañ ar vartoloded o doa daeet ar morioù o kas OdiseüsOdyseüs ken buan all d'ar gêr. D'ar mare m'emañ ar vag oc'h erruout e porzh Faiakia ez eo treuzfurmet en ur roc'hell gant an holl en e vourzh.
 
E-keit-se e tihun OdisseüsOdysseüs en Itaka da c'houloù-deiz. [[Athena]] avat a vir outañ a anavezout e vro da gentañ. Dic'hizet e mesaer yaouank e tegemer anezhañ hag an haroz a lavar ez eo genidik eus Kreta hag a ro un anv faos. Diskouez a ra Athena piv eo-hi neuze ha terriñ ar strobinell a vire ouzh OdisseüsOdysseüs a anavezout an ardremez. Diskuliañ a ra dezhañ troioù-kamm pleustrerien [[Penelope]], ha reiñ dezhañ neuz ur c'hlasker-bara kozh evit ma c'hallfe gwelet ar pezh a c'hoarvez en e balez hep bezañ anavezet. Mont a ra neuze davet e voc'haer leal, [[Eumaios]].
 
==== Kan XIV ====
OdisseüsOdysseüs, dic'hizet e klasker-bara, zo degemeret gant [[Eumaios]] a ro bod dezhañ. E-doug ar pred e veneg Eumaios tonkad digernez e vestr dianadet ha drougoberoù ar bleustrerien er palez. Goude ar pred e c'houlennata OdisseüsOdysseüs ar moc'haer diwar-benn e donkad dezhañ e-unan. Hag Eumaios da zisplegañ e teu kalz klaskerien-bara d'ar palez da gontañ gevier ha da reiñ keleier faos eus OdisseüsOdysseüs abalamour da vezañ deuet-mat gant [[Penelope]]. Eumaios e-unan ne gred ket e ve bev OdisseüsOdysseüs c'hoazh daoust d'ar pezh a lavar an haroz dezhañ, ha nec'het eo gant amzer da zont [[Telemac'hos]]. Goulenn a ra neuze Eumaios gant OdisseüsOdysseüs eus pelec'h eo genidik hag an haroz d'en em ginnig dindan un anv faos kuit da vezañ anavezet diouzhtu. Kontañ a ra ez eo genidik eus [[Kreta]], en deus brezelekaet e Troia hag en deus kollet e geneiled e-doug e veaj distro, pa oa en Egipt. Disklêriañ a ra zoken en deus klevet komz diwar-benn OdisseüsOdysseüs e ti Fidon, roue an [[Tesproted|Desproted]], ha lavaret a ra e vefe aet an haroz da [[Dodone|Zodone]] da glevet diougan Zeus. Eumaios a zanevell d'e dro e vuhez pemdez hag e droioù e palez Penelope, met nac'hañ a ra krediñ e ve bev OdisseüsOdysseüs c'hoazh. Da noz e tistro ar vesaerien zo dindan Eumaios da zebriñ koan. E-doug ar pred e tanevell OdiseüsOdyseüs unan eus e avanturioù e [[Brezel Troia]], ur finesa da bourchas ur vantell dezhañ. Hag Eumaios da brestañ unan dezhañ evit an noz.
 
==== Kan XV ====
Linenn 143:
 
E-keit-se, Athena ha mont davet Telemac'hos da [[Sparta]] e-lec'h m'emañ o chom abaoe ur miz e palez [[Menelaos]].
En em ziskouez a ra dezhañ en e [[hunvre]]où hag aliañ anezhañ da zistreiñ d'e vro ha da vont davet Eumaios. Hervez hec'h ali, Telemac'hos a zihun Pisistratos hag o fourchas a reont da vont kuit. Kinnig a ra Menelaos hag [[Elena Troia]] donezonoù hag ur pred dezhe kent ma'z afent gant o hent. D'ar c'houlz ma kuitaont palez Menelaos e kas an doueed dezhe ur ragarouez mat zo displeget gant Elena evel ur sin eus distro prim OdisseüsOdysseüs. Degouezhout a reont diouzh ar beure e Ferae, hag antronoz e Pilos. Gant aon rak bezañ dalc'het gant [[Nestor]] e kav gwell Telemac'hos mont war-eeun e bourzh e lestr abalamour da zistreiñ buanoc'h da Itaka. E-keit ha m'emañ o vageal etrezek e enezenn eo nec'het Telemac'hos o soñjal e dañjerioù an hent.
 
E-pad an amzer-se e fell da OdisseüsOdysseüs mont da c'houlenn an [[aluzenn]] d'ar palez, e-touez ar bleustrerien, mes Eumaios a ali anezhañ da c'hortoz distro Telemac'hos a vo brokusoc'h gantañ evit ar bleustrerien. Asantiñ a ra OdisseüsOdysseüs ha da ziverrañ an amzer e c'houlennata Eumaios diwar-benn e vuhez tremenet. Kontañ a ra ar [[moc'haer]] e amzer dremenet ha goude i ha mont da gousket.
 
An deiz war-lerc'h da vintin emañ Telemac'hos en Itaka en-dro. Aet hebiou d'an trap aozet gant ar bleustrerien. N'eo ket gouest da reiñ herbec'h da Deoklimenos abalamour d'ar bleustrerien en e balez, ha lavaret a ra dezhañ da belec'h mont kent loc'hañ etrezek ti Eumaios.
 
==== Kan XVI ====
An navet devezh ha tregont e erru Telemac'hos ti ar moc'haer Eumaios hag en em gaout a ra gant OdisseüsOdysseüs, e dad, n'eo bet anavezet gant den ebet gant e zilhad klasker-bara betek-henn. Eskemm a ra Telemac'hos hag Eumaios keleier eus ar palez, ma klask atav Penelope herzel ouzh ar bleustrerien. Da c'houde e c'houlenn Telemac'hos piv eo ostiz an ti ; Eumaios a gomz dezhañ eus ar c'hlasker-bara ha pediñ a ra anezhañ da reiñ bod dezhañ. Telemac'hos avat a zisklêr n'eo ket evit en ober abalamour d'ar bleustrerien a ra o fenn er palez. En ur c'houlenn an aluzenn e c'houlenn OdisseüsOdysseüs doare ar bleustrerien hag o stuzioù kasaus gant Telemac'hos. Goulenn a ra hemañ ziwezhañ gant Eumaios, goude, mont davet Penelope da reiñ da c'hoût dezhi. Anv a ra ar moc'haer eus kalonad [[Laertes]], tad OdisseüsOdysseüs, zo o tizeriañ gant ar glac'har abaoe m'eo aet e vab diwar wel. Ur wezh Eumaios kuit, Athena ha tostat ha lavaret d'an haroz, hep bezañ gwelet gant Telemac'hos, ez eo erru poent da zisklêriañ piv eo d'e vab. Rentañ a ra da OdisseüsOdysseüs e neuz roueel ha pa zeu en ti e spont Telemac'hos rak cheñchamant trumm e neuz. OdisseüsOdysseüs avat a zisklêr dezhañ piv eo. Kontañ a ra buan-ha-buan e avanturioù hag an tad hag ar mab a grog d'ober o fourchasoù d'en em zizober eus pleustrerien c'hoantek Penelope. E-keit-se e ro Eumaios da c'hoût er palez emañ Telemac'hos o tistreiñ, ar pezh a zegas levenez da Benelope ha desped d'he fleustrerien a fell dezho lazhañ anezhañ atav. Da noz e tistro Eumaios d'e loch e lec'h ma'z eo dic'hizet OdisseüsOdysseüs adarre.
 
==== Kan XVII ====