Wikipedia:Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Pazennoù: png to svg
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
[[Rummad:Wikipedia:Pennreolennoù Wikipedia|Diskoulmañ tabutoù]]
 
{{Politikerezh ofisiel pennaenn}}
<div style="text-align:center; color:blue; font-size:300%;">Diskoulmañ tabutoù </div>
 
<br clear="all"/>
<center><div style="color: blue; font-weight: normal; font-size:300%; margin: 0; padding-top: 0.5em; padding-bottom: 0.25em;">
Diskoulmañ tabutoù </div><br clear="all"/></center>
<br />
 
=Digoradur=
[[SkeudennRestr:Stop hand.png|20px]] Ar argerzhadur-mañ ne dalvez ket evit reizhadennoù bihan e c'hell pep hini ober gant sevended (Gwelit ivez: [[Pennad heñchañ|Bezañ dizaon]] ha [[Wikipedia:Goulenn diverkañ raktal|Diverkañ raktal]]).
 
'''''An doare gwellañ da dont a-benn da diskoulmañ tabutoù eo chom hep o sevel'''''
Linenn 17 ⟶ 12:
 
=Pazennoù=
 
Setu ar pazennoù a vo huliet gant ar verourion evit dont a-benn da diskoulmañ un tabut:
 
{| style="background-color:transparent"
|-
|[[SkeudennRestr:Madrid-MetroLinea1.svg|25px]] || '''Pazenn 1''' Gwelet a ra un implijer/ez ur skridaozadenn a gav dezhañ/i e c'hellfe bezañ direizh (pe kemennet e vez gantañ/i d'ur merour ha goulenn outañ mont da lakaat ur sell)
|-
|&nbsp;
|-
|[[SkeudennRestr:Madrid-MetroLinea2.svg|25px]] || '''Pazenn 2''' Skrivañ a ra an implijer/ez (pe ar merour m'eo bet pedet outañ) ur c'hinnig reizhañ ha/pe un displegadenn war ar pezh a zo da ziverkañ pe da reizhañ war pajenn ar gaozeadenn
|-
|&nbsp;
|-
|[[SkeudennRestr:Madrid-MetroLinea3.svg|25px]] || '''Pazenn 3''' Gortozet e vo un nebeut devezhioù d'an nebeutañ, amzer d'an implijerion/ezed all da reiñ o soñj. Mar ne sav tabut ebet e c'hell bezañ kaset da benn ar reizhadenn. Mar sav tabut e vez pedet ouzh unan eus ar verour dont da lakaat e soñj ma n'eo ket bet graet a-raok ha goulennet o ali digant ar verourien all seul wezh ma vez tu. Gortozet e vo ur sizhunvezh d'an nebeutañ a-raok kemmañ ar pennad gant ur merour bet resevet gantañ ali ar verourion all pe get.
|-
|&nbsp;
|-
|[[SkeudennRestr:Madrid-MetroLinea4.svg|25px]] || '''Pazenn 4''' Ma nac'h an implijerion/ezed o kemer perzh en tabut plegañ ouzh arguzennoù ha/pe diviz ar merour pe ar verourion e c'hellont goulenn ez-ofisiel he ali digant ar gumuniezh war ar bajenn gaozeal
|-
|&nbsp;
|-
|[[SkeudennRestr:Madrid-MetroLinea5.svg|25px]] || '''Pazenn 5''' Graet e vo hervez ali ar gumuniezh. N'eus ket ezhomm sevel ur votadeg bewech: ar c'henasant a c'hell bezañ pe digor pe sioul, met d'ar merour da bouezañ evit kaout un nebeud alioù sklaer.
|}
 
=Diorroadur=
 
== Kaozeal gant ar re all en taol ==
Ret eo klask dont a-benn da diskoulmañ un emglev er penn-kentañ dre implijout ar bajenn gaozeal evit kaozeal gant an holl implijerion/ezed all e-barzh an taol. Bez' e c'heller ivez mont e darempred gant an implijerion/ezed all war-eeun dre skrivañ dezhe war o fajenn bersonel. Arabat kas an tabut davet ar bajenn bennañ (ar pennad e-unan). Arabat ivez tagañ an dud ez-personel en ur glask chom sioul ha seven atav (Gw. [[Peder fennaenn ar Wikipedia|Pennaenn Niv. 2]]). Klask kompren ha derc'hel ont eus sav-poent ar re all evit tizhout un emglev. Ret eo krediñ atav emañ an holl implijerion/ezed all o labourat evit mad ar raktres, nemet ma vefe prouennoù fetis o tiskwel emaint o klask plantañ reuz pe distrujañ ar wikipedia a-ratozh-kaer. Mar fell dit klask sikour, kae e darempred gant unan eus ar verourion da gentañ.
Ret eo kaozeal gant ar re all en un doare sioul ha seven adalek ar penn-kentañ hag a-hed an tabut hep lakaat an tabut da vont war washaat o klask dont da vezañ trec'h kousto pe gousto. Ret eo diskwel emeur prest da gaozeal ha da selaou aliioù ar re all ha da derc'hel kont eus o sav-poentoù evit dont a-benn da dizhout un emglev.
 
== Kilañ ==
Chom a-sav da dabutal eo unan eus an doareoù gwellañ da lakaat fin d'un tabut, da lâret eo kilañ un tammig chom a-sav e-pad ur prantadig da genlabourat ha da skrivañ war ur pennad resis da gemer perzh er gaozeadenn. Bez' e c'heller ivez goulenn digant tud all na n'o deus ket bet kemeret perzh en tabut betek-hen dont da lakaat ur sell evit klask un diskoulm objektiveloc'h. Diwall a ranker dreist-holl da chom hep lammat war implijerion/ezed nevez evit leuskel dezhe amzer a-alc'h evit en em voaziañ diouzh doareoù mont-em-dro ar raktres. Pa chomer a-sav da dabutal war ur pennad resis e c'heller mont da sevel, kemmañ ha/pe reizhañ pennadoù all ma ne savfe tamm tabut ebet diwar o fenn evit en em sioulaat ha dont da welet an traoù en un doare pozitiveloc'h. Goude bezañ leusket un tabut a-gostez e c'heller distreiñ war-lerc'h evel-just gant un doare disheñvel da welet an traoù.
Linenn 52 ⟶ 43:
== Mont pelloc'h ==
Nemet pa ne deuer ket a-benn da diskoulmañ un tabut dre gaozeal e c'heller mont pelloc'h.
 
=== Hanterouriezh diardu===
Pa grog an traoù da vont war an hent fall, hag a-raok ma'c'h afent re bell, e c'heller pediñ ouzh implijerion/ezed all ha n'o deus ket kemeret perzh en tabut na bet disklêriet ur sav-poent resis gante dont da lakaat ur sell ha klask tizhout un emglev ojektivel evit dont-abenn da diskoulmañ an tabut. Bez' e c'heller ivez goulenn ouzh ar verourion hen ober en un doare diardu da gentañ.
 
===Hanterouriezh diavaez===
Tizhout kenemglevioù eo pennaenn bennañ mont-en-dro ar Wikiedia. A-benn gallout tizhout un emglev diwar-benn ud nodenn resis e c'hell bezañ ret goulenn ali implijerion/ezed all hag n'o deus ket bet kemeret perzh en tabut.
Linenn 61 ⟶ 50:
*[[Tabut: goulenn ali implijerion/ezed all]] (pajenn war ar stern)
Ma n'eo ket bet disklêriet un arsav-tabut ganit betek-hen, bez' e rankfes en ober bremañ a-raok mont pelloc'h. Ma kendalc'h un tabut, ha dreist-holl ur brezel-embann, bez' e c'heller goulenn ouzh unan eus ar verourion stankañ ar bajenn da c'hortoz, pe divizout a c'hell ur merour hen ober war-eeun hep ma vije goulennet outañ gant implijer/ez ebet o kemer perzh en tabut en ur disklêriañ an abegoù atav.
 
=== Votadegoù ===
Ma ne deuer ket a-benn da dizhout un emglev dre gaozeal na zoken goude ma vije bet roet o ali gant implijerion/ezed all evit kas da-benn un hanterouriezh diavaez e c'heller kas da benn ur votadeg. Pep implijer/ez a c'hell sevel ur votadeg met gwelloc'h eo goulenn ouzh ur merour ober war he zro evit ma vefe savet en un doare neptu. A-raok kas da benn ur votadeg, avat, e rank bezañ c'hwitet an holl hentoù all a c'helle kas d'un diskoulm.
Linenn 73 ⟶ 61:
Ma ne deuer ket a-benn da dizhout un emglev ha da ziskoulmañ an tabut goude bezañ kemeret an holl pazennoù a-raok e c'heller goulenn (wikipedia e saozneg). Pa vez goulennet tredeogiezh e ranker diskwel eo bet klasket dont a-benn d'ar gudenn e doareoù all betek-hen. Diheñvel eo an dredeogiezh diouzh an hanterouriezh rak rankout a ra an implijerion/ezed plediñ ouzh ali ar c'huzul tredeogiñ hentoc'h evit klask heñchañ an implijerion/ezed war hent un diskoulm dre genemglev.
 
[[Rummad:Wikipedia:Pennreolennoù Wikipedia|Diskoulmañ tabutoù]]
[[ml:വിക്കിപീഡിയ:തര്‍ക്കപരിഹാരം]]