Proteüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Proteus-Alciato.gif|thumb|right|250px|Proteüs gwelet gant [[Andrea Alciato]], ''Emblematum libellus'' (1522)]]
 
E mitologiezh [[Henc'hres]], '''Proteüs''' (Πρωτεύς) zo un doue eus ar mor, unan e-touez meur a zoue a vez graet "den kozh ar mor" anezhañ gant [[Homeros]]<ref>Sellet ivez ouzh [[Nereüs]] ha [[Forkys|Forkis]]</ref>. Dont a ra diwezhatoc'h da vezañ mab [[Poseidon]] en deogoniezh olimpel (''[[OdisseiaOdysseia]]'' IV. 432), pe hini [[Nereüs]] ha [[Doris]], pe hini [[Okeanos]] hag un [[Naiadezed|Naiadenn]], ha mesaer tropelladoù [[reunig]]ed Poseidon. Gouest eo da ziouganañ an amzer da zont met, hervez un istor a gaver e meur a sevenadurezh, cheñch a ra stumm da dec'hout diouzh ar re er goulenn digantañ ha ne respont ken d'an hini zo gouest da dapout anezhañ a-raok.
 
== Proteüs hervez Homeros ==
Hervez [[Homeros]] (''[[Odysseia]]'' IV;412), edo o chom en enezenn draezhek [[Faros]] a-vaez da c'henoù an [[Nil]], diouganer ar mor e oa ha mesaer al loened-mor. En ''OdisseiaOdysseia'', [[Menelaos]] a zanevell da [[Telemac'hos|Delemac'hos]] e oa bet enket en Egipt gant an avelioù pa oa war e hent d'ar gêr, goude [[Brezel Troia]]. Deskiñ a reas digant merc'h Proteüs, Eidotea, e c'hallfe rediañ Proteüs, gant ma vefe barrek da dapout anezhañ, da ziskuliañ pere eus an doueed en doa anoazhet ha penaos e c'hallfe ober da c'hounit o fardon ha da zistreiñ d'ar gêr. Ur wezh aet Proteüs er-maez eus ar mor da gousket e-kreiz e vagad reuniged, Menelaos a zeuas a-benn da dapout anezhañ, daoust da Broteüs kemer stumm ul leon, un naer, ul loupard, ur pemoc'h, ha treiñ zoken e dour hag e gwezenn. Proteüs a respontas neuze gant gwirionez, hag e roas da c'hoût da Venelaos e oa bet muntret e vreur [[Agamemnon]] goude ma oa distroet er gêr, en doa graet [[Aias Oileos|Aias]] peñse hag e oa marvet, hag e oa prizoniet [[OdisseüsOdysseüs]] en enezenn [[Kalypso]].
 
== Proteüs hervez Virgilius ==
Linenn 12:
 
== Proteüs Egipt ==
En ''[[OdisseiaOdysseia]]'' (IV 430) Menelaos en em gav gant "Proteüs Egipt, den kozh divarvel ar mor na lâr morse gaou, a sont strad ar mor betek e zeun, mevel Poseidon". Proteüs Egipt zo meneget en ur stumm disheñvel diouzh istor [[Elena Kerdroia|Elena Troia]] en drajedienn ''Elena'' gant [[Euripides]] (412 kent J.-K.). Er pezh-se, Proteüs zo ur roue eus Egipt zo bet euredet d'an [[Nereidezed|Nereidenn]] [[Psamate]]. Roue ar pezh-c'hoari (ne weler ket anezhañ) zo liammet gant "Den kozh ar mor"<ref name = "Nottingham">[http://www.nottingham.ac.uk/classics/staff/LSF/Euripides/helen.html Helen], Euripides, Nottingham.</ref> hag arabat eo meskañ anezhañ gant doue ar mor, Proteüs.
 
==Notennoù==