Homeros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Homere.jpg|thumb|right|220px|Ur poltred faltaziet eus Homeros, lavaret "Homeros ''Caetani''" anezhañ, kopiet en eil kantved goude JK, diwar ur c'hizelladur gresian eus an eil kantved kent J.K. Emañ bremañ e-barzh [[mirdi al Louvre]].]]
 
'''Homeros''' (Ὅμηρος : Hómēros e [[henc'hresianeg]]) a lavarer war e zivout e oa ur barzh gresianek eus penn diwezhañ an {{VIIIvet}} kantved kent J.K. Eñ eo ar barzh koshañ eus [[Henc'hres]] a zo deuet e oberennoù betek ennomp : an ''[[Ilias]]'' hag an ''[[OdisseiaOdysseia]]''. Koulskoude e c'hallfed lavaret eo ken kozh all skridoù [[Hesiodos]].
 
Didro-kaer e veze graet "ar Barzh" anezhañ gant ar tud an [[Henamzer]]. Skrivañ a reas [[Victor Hugo]] diwar e benn en e skrid ''William Shakespeare'' : ''"Ganet eo ar bed, Homeros a gan. Evn sklêrijenn an deiz eo hennezh"''.
Linenn 12:
 
''Dicunt Homerum caecum fuisse'', a veze desket er yezhadurioù latin: lavaret e vez e oa dall Homeros. War div elfenn a gaver en e skridoù eo harpet ar soñj-se.
* Da gentañ eo dall ar barzh [[Demodokos]] a zo meneg anezhañ en [[OdisseiaOdysseia]] a-benn kanañ danevelloù eus brezel Troia.
* Da c'houde, diwar e benn e lavar, oberer kan Homeros da [[Apollon]] [[Delos]] ([[Kanoù Homeros]] a voe kanoù deroet da Homeros) : "Un den dall eo, a zo o chom e [[C'hios]] roc'hellek".
 
Linenn 23:
== Petra eo e oberennoù ? ==
 
Lakaet e vez war e gont da vezañ kompozet an ''[[Ilias]]'' hag an ''[[OdisseiaOdysseia]]''. Savet en dije an hanez farsus ''[[Batrachomyomachia]]'' (emgann etre raned ha logod, ''An Ilias'' luadennet) ha ''[[Kanoù Homeros]]'' daoust ma vezont gwelet evel pezhioù deveret goude ma varvas.
 
E-pad an Henamzer, dre vras e klote an anv Homeros gant ar varzhoniezh hanez en he fezh.
Linenn 30:
 
== Oberennoù ==
Lakaet eo da dad an [[Ilias]] hag an [[OdisseiaOdysseia]].
 
Ar [[meurgan]] fentus ''[[Batrachomyomachia]]'' (emgann ar raned hag al logod), savet war batrom an Ilias, hag an [[Himnoù Homerek]] a vez lakaet war e anv, goude ma vez lavaret int bet skrivet un tamm diwezhatoc'h.
Linenn 46:
[[Restr:Rembrandt Harmensz. van Rijn 013.jpg|thumb|right|280px|''[[Aristoteles]] e-tal hanter skeudenn Homeros'', gant [[Rembrandt]] ([[1653]]), [[Metropolitan Museum of Art]]]]
 
Soñjal a rae ar skriverien en [[Henamzer]] e kane Homeros pezh a zegouezhe en gwir, hag e voe eus [[Brezel Troia]]. Lavaret e veze ganto ivez pezh a lavaras [[OdisseusOdysseüs]] (Ulis) d'ar barzh Demodekos (''Od.'', VII, 489–491) :
<blockquote>
« Kanañ a rez brav-kaer planedenn ar C'hresianed,<br />