Delfi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
=== Istor ===
Roud zo eus tud en tolead abaoe [[Nevezoadvezh ar Maen]]. El lec'h m'emañ ar santual ez eus bet kavet un tamm kêriadenn eus war-dro 1400 kent JK.
''Pythô'' (Πυθώ, οῦς (ἡ) ha Πυθών, ῶνος (ἡ) e gregach) e oa anv al lec'h en ''[[Ilias]]'' (II, 519 ha IX, 405) hag en ''[[OdisseiaOdysseia]]'' (VIII, 80), hag a voe dilezet entre an [[XIvet kantved kent JK]] hag an [[VIIIvet kantved kent JK]]. Diwar neuze eo moarvat e vleunias ar santual, gant savidigezh an [[aoter]] kentañ, an [[templ]] kentañ. <br />
Etre kreiz an VIIIvet kantved ha kreiz ar VIIvet kantved eo e savas brud Apollon Pitia : eñ a zo mestr war an trevadenniñ a vez kaset da benn en amzer-se.
War a greder e voe distrujet an templ gant ur c'hren-douar e [[-373|373]] kent JK, met ne voe ket re vras an droug deuet diwar un diruilh-douar.