C'hloris : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
[[Meliboea]] a oa unan eus pevarzek bugel [[Niobe]] hag [[Amfion]] (anvet ivez Niobided), hag an hini nemeti eus ar vugale (pe unan eus ar re nemeto) a voe laosket e vuhez gantañ pa voe lazhet ar re all gant [[Artemis]] hag he breur gevell [[Apollon]], evel dic'haou eus an dismeg graet gant Niobe d'o mamm [[Leto]], pa oa bet o fougeal he doa bet bugale a-leizh, e-keit ma ne oa bet nemet daou d'an doueez.
 
Ken spontet e voe Meliboea gant al lazhadeg ma oa aet glaslivet he dremm, ha ma kemmas hec'h anv da vezañ C'hloris ("an hini glaslivet"). Honnezh eo an hini a zo meneget gant [[Homeros]] en [[OdisseiaOdysseia]] (levr 11, linennoù 281-296).
 
Goude e timezas da [[Neleüs]] hag e voe rouanez e [[Pylos]]. Meur a vab o doe, en o zouez:
Linenn 29:
Bugale all he doe, anaout a reer: [[Taurus]], [[Asterius]], [[Pylaon]], [[Deimachus]], [[Eurybius]], [[Phrasius]], [[Eurymenes]], [[Evagoras]] hag[[Epilaus]].
 
[[Odysseus]] a oa en em gavet gant C'hloris pa oa aet d'ober e dro d'an [[Hades]] (hervez [[OdisseiaOdysseia]] [[Homeros]], 11, 281ff).
 
==C'hloris (mamm Mopsos)==