Ac'hilleüs : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kempennet adkas doubl gant robot → Ac'hilleus
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Hydria Achilles weapons Louvre E869.jpg|thumb|right|280px|[[Tetis]] o reiñ d’he mab Ac'hilleüs an armoù goveliet gant [[Hefaistos]], lodenn eus klinkadur un [[hidria]] attikat he zresadennoù du, [[-575|575 kent J.-K.]]- [[-550|550 kent J.-K.]], [[Mirdi al Louvre]]]]
#ADKAS [[Ac'hilleus]]
'''Ac'hilleüs''' ( Ἀχιλλεύς, ''Ac'hilleús'' en [[henc’hresianeg]]), pe '''Akilles''' <ref>E [[Geriadur Hemon]] 1993, pajenn 27.</ref> zo unan eus an [[haroz]]ed pennañ a gemeras perzh e [[Brezel Troia]]. Mab e oa da b-[[Peleüs]] (roue [[Ftia]] e [[Tessalia]]) ha d'an [[Nereidenn]] [[Thetis]].
Graet e vez « Pelead » anezhañ alies<ref>pe « Péléion » en troidigezhioù gallek koshoc'h, evel hini [[Charles Marie René Leconte de Lisle|Leconte de Lisle]] ([[1866]]).</ref> pe « [[Akaiad]] » (pe « Akean »), anvioù a zegas e orin da soñj.
Kanet eo bet istor e fulor en ''[[Ilias]]'' gant [[Homeros]].
== Buhez Ac'hilleüs ==
=== E vugaleaj ===
[[Restr:Peter Paul Rubens 181.jpg|thumb|''Thetis o soubañ he mab Ac'hilleus er stêr [[Stiks]]'' (war-dro 1625), [[ Pieter Pauwel Rubens]].]]
[[Restr:NAMA Pélée, Achille & Chiron.jpg|thumb|190px|[[Peleus]] o fiziout Ac'hilleus e [[C'hiron]], [[lekitos]] he speurenn wenn, war-dro. [[-500|500 kent J.-K.]], [[Mirdi broadel henoniezh Aten]]]]
Fellout a rae d’e vamm lakaat anezhañ da zont da vezañ divarvel. Goude se e kemm an istor hervez an danevellerien. Hervez [[Likofron]], Thetis he doa bet seizh mab gant [[Peleüs]], ha taolet he doa c'hwec'h anezhe en tan, abalamour ma ne oant ket divarvel ha dre chif abalamour d’hec'h eured ret gant [[Peleüs]]. Displeger [[Homeros]] a zisklêr kentoc’h e lakae anezhe en tan evit ma vefe devet gantañ lodenn varvel ar vugale. (Kontañ a reer ur vojenn damheñvel diwar-benn [[Isis]], er [[mitologiezh|vitologiezh]] egiptat, pe diwar [[Demofon (Eleusis)|Demofon]] [[Eleusis]]). Hervez ar yezhadurour [[Yann Tzetzes]], e frotas he mab gant [[ambrosia]] hag e sankas anezhañ e-kreiz an tan diouzh an noz.
Kontañ a reer peurliesañ avat e soubas Thetis he mab e dour ar [[Stiks]], stêr an [[Ifernioù]] gresian, o terc'hel anezhañ diwar-bouez [[seul]] e droad. Dont a reas da vezañ dic’hloazus a-drugarez d'ar gouronkadenn-se, war-bouez ar seul a oa bet dalc'het gant e vamm. Koulskoude, netra en ''[[Ilias]]'' ne laka da zoñjal ne c'hall ket Akilles bezañ gloazet gant an taolioù. En ''Heuliad Homeros'' savet gant [[Quintus Smyrnum]] e oa gloazet gant ar priñs [[etiopia]]n [[Memnon (mitologiezh)|Memnon]] (II, 410-411). A-hent-all, Akilles n'eo ket an haroz gresian nemetañ zo kontet (hogos) dic’hloazus : [[Aias mab Telamonios|Ajas Veur]] a oa kontet bezañ dic’hloazus ivez gant an Henc’hresianed{{daveoù a vank}}.
Deskiñ a reas Ac'hilleüs arz an helavarouriezh ha mane an armoù gant [[Foeniks mab Amintor|Foeniks]]. Bet en doe kentelioù [[mezegiezh]] gant an [[den-marc'h]] [[C'hiron]], a vouetas anezhañ diwar stripoù loened evit reiñ dezhañ o nerzh ha diwar [[mel]] evit an douster.
Diouganañ a reas e vamm dezhañ en doa ar choaz etre ur vuhez verr met leun a glod ha ur vuhez hir met diglod, met respont a reas e kave gwelloc'h an hini gentañ (evel [[Cú Chulainn]]).
Pa ne oa ken 9 bloaz e tiouganas [[Kalc'has]] ne c'hallfe ket ar C'hresianed tremen heptañ da gaout an trec'h abalamour d'e gened, d'e galon ha da warez [[Hera]] hag [[Atena]]. E vamm, he doa aon e vefe lazhet, a zic'hizas anezhañ e maouez hag a guzhas anezhañ e-touez merc'hed Likomedes, roue Skiros, kuit na vefe kavet gant ar vrezelourien. Graet e veze Pyrrha anezhañ eno, da lâret eo « an hini he blev rous ». Ur mab en doe "Pyrrha" memes tra gant unan eus merc'hed ar roue Likomedes, Deidamea, a euredo diwezhatoc'h. [[Neoptolemos]] e vab, lesanvet e oa ivez Pyrrhus, a gemeras perzh ivez e [[Brezel Troia]].
A-hervez e voe rediet da vont gant ar C'hresianed da [[Brezel Troia|Vrezel Troia]] a-drugarez d'ur finesa kavet gant [[Odysseüs]] : Dic'hizet e marc'hadour, roue Itaka a ginigas da verc'hed Likomedes sellet ouzh gwiadoù hag ouzh armoù prizius. Akilles a oa anavet abalamour ma oa an hini nemetañ a glaskas maneañ an armoù. War ar c'hontrol, hervez [[Homeros]] (''[[Ilias]]'', IX, 439) e oa kaset Akilles gant [[Peleüs]] war-eeun, gant e [[Mirmidon|Virmidoned]].
C'hoantaus da c'hounit klod ha da gas kurioù da benn e heul eta, gant e vignon [[Patrokles]], an daou haroz gresian Odysseüs ha [[Nestor]] da gemer perzh e seziz Troia. E deroù ar brezel, hrevez ar pseudo-Apollodoros ez eo 15 vloaz, ar pezh a ra anezhañ unan eus ar vrezelourien akean yaouankañ.
== E [[Brezel Troia]] ==
D'ar c'houlz-se e teraou danevell an [[Ilias]]. Skoet eo kamp an [[Akeaned]] gant ur vosenn ha [[Kalc'has]], atizet gant Ac'hilleüs, a zisklêr ez eo kastizet an Akeaned gant [[Apollon]] abalamour m'en doa nac'het [[Agamemnon]] ouzh e veleg, krises, rentañ dezhañ e verc'h [[Kriseis]]. Rediet da blegañ ha da zieubiñ e sklavez, Agamemnon a ya droug ennañ hag a c'houlenn un digoll. N'emañ ket Ac'hilleus a-du gantañ ha neuze e tiviz Agamemnon, evit mezhekaat anezhañ, kemer Briseis, he sklavez. Droug ennañ, Ac'hilleus en em denn dindan e deltenn hag a dou war bazh-roue Agamemnon, ur prof a-berzh [[Zeus]], ne zistroio ket d'an emgann ken na vo renket ar gaou zo bet graet outañ. Aspediñ a ra e vamm da c'houlenn digant Zeüs reiñ an tu-gounit d'an Droianed keit ha ma ne zistroio ket war an dachenn emgann. Reiñ a ra Zeus dezhañ e c'hoant. Setu a zo danevellet berr ha berr e gwerzennoù kentañ an [[Ilias]] :
μηνιν άειδε θεὰ Πηληιάδεω Αχιληος
ουλομένην, ὴ μυρί' Αχαιοις άλγε' έθηκε,
πολλὰς δ' ιφθίμους ψυχὰς ́Αιδι προίαψεν
ηρώων, αυτοὺς δὲ ελώρια τευχε κύνεσσιν
οιωνοισί τε πασι, Διὸς δ' ετελείετο βουλή,
« Kan, a zoueez, fulor ar Pelead Ac'hilleus ,
Brouez marvus a zegasas poanioù diniver d'an Akeaned
hag a reas diskenn da di Hades kement a eneoù kalonek
a harozed a voe roet o c'horfoù d'ar chas da zrailhañ
ha d'an evned diniver : evel-se e oa sevenet youl Zeus »
==Pennad kar==
*[[Achille]]
== Liammoù diavaez ==
{{commons|Achilles|Akilles}}
* [http://www.androphile.org/preview/Library/Mythology/Greek/ Istor Akilles ha Patrokles]
* [http://www.historyguide.org/ancient/troy.html danvez diwar-benn Brezel Troia]
* [http://www.pelasgians.bigpondhosting.com/website1/04_01.htm [[Nicolae Densuşianu]], ''Dacia Preistorică'', 1913, I.4] Azeulerezh Akilles: daveoù diwar-benn enez ''Leukos'' el lennegezh en henamzer.
* [http://ancientrome.ru/art/artworken/result.htm?alt=Achilles&pnumber=20 Stal taolennoù an arz en henamzer : Akilles]
== Notennoù ==
{{reflist}}
[[Rummad:Ilias]]
[[Rummad:Kostezenn an Akeaned e Brezel Troia]]