Maner Rustefan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Maner Rustefan zo ur maner kozh ag ar XVvet ha XVIvet kantved kouezhet en e boull. E parrez kozh Nizon emañ, e-kichen Pont-Aven e Kerne Izel. Àr-dro 1480 e oa bet savet g..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Linenn 1:
Maner Rustefan zo ur maner kozh ag ar XVvet ha XVIvet kantved kouezhet en e boull. E parrez kozh Nizon emañ, e-kichen Pont-Aven e Kerne Izel. Àr-dro 1480 e oa bet savet get Jean du Fou, chambarlank ar roue Louis XI, anafour bras Frañs.
 
War a ouier e oa bet savet ar c'hastell kentañ e-lec'h m'emañ bremañ gant Etienne, kont Penteür, ur mab da zug Breizh. E 1137 e oa marvet. "Rustefan" a dalvez "Kastell Etienne" e brezhoneg kozh. Gouzout a ouier e oa bet kastell Rustefan da rouanez Bro-C'hall, [[Blanche de Castille]].
 
Lec'hiet eo war lez ur c'hoad bras, puilh ar jiboez ennañ, ur c'hoad hag en em astenne en un darn vras eus parrez Nizon. Setu perak, hervez istorourien zo, e vefe anv eus un ez-pennti jiboez da zuged Breizh. (pe da rouanez bro-C'hall?)
 
 
Ar savadur a-vremañ a zo bet savet gant Yann ar Faou, mab Jehan kentañ ar Faou, aotroù Kerjestin en [[Erge-Vras]] hag aotroù Rustefan, gwaz Tifenn Sant-Juzel. Aet e oa Yann II ar Faou d’an anaon e 1492.
 
 
Merc'h Jean II ar Faou ha Jeanne de la ROCHEFOUCAULT, itron MONTBAzON, Renée ar Faou, a zimezas dre gevrat, e Teurgn, d'an 9 a viz Eost 1492, da Louis III ROHAN-ar GEMENE, marc'heg, aotroù AR GEMENE, MONTAUBAN, ROMEFORT, ha lec'hioù all, marvet e 1498.
 
 
Merc'h Jean II ar Faou ha Jeanne de la ROCHEFOUCAULT, itron MONTBAzON, Renée ar Faou, a zimezas dre gevrat, e Teurgn, d'an 9 a viz Eost 1492, da Louis III ROHAN-ar GEMENE, marc'heg, aotroù AR GEMENE, MONTAUBAN, ROMEFORT, ha lec'hioù all, marvet e 1498.
Linenn 22 ⟶ 18:
 
E 1887 e voe graet ur boulc'het all er rivinoù adarre. Kuzul departamant ha kevredigezh arkeologel Penn-ar-Bed o doa klasket enebiñ hepdale ouzh an drasterezh-se. Ar pezh ne viras ket ouzh benvegoù ar vañsonerien da lakaat talbenn ar maner da gouezhañ en e boull.
 
[[Rummad:Manerioù Breizh|Rustefan]]