Orfeüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Life_of_Orpheus_Greek_Mythology_(Extra_Details).svg
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
'''Orfeüs''' (Ὀρφεύς e [[gregach]]) a oa ur soner ha kaner eus ar re wellañ hervez mojennoù [[Hellaz]] kozh, hag un den a-bouez en istor relijion ar vro. Dont a ra an [[haroz]] eus mojennoù [[Trakia]], ur vro amezek da Hellaz. Eno e oa "kevrinoù orfek", lidoù relijiel ha n'anaver ket, a vo diazez ar relijion [[orfek]], pe [[orfeouriezh]].
 
Anavet e oa gant tud an [[Henamzer]] evel un den eus Trakia, eus kornad [[Pieria]] (an arvor en hanternoz d'ar menez [[Olimp]], ur soner hud, hag ur beleg da z-[[DionizosDionysos]]. Darn a gred e oa gantañ e oa bet krouet al lidoù [[dionizek]].
[[File:Life_of_Orpheus_Greek_Mythology_(Extra_Details).svg|thumb|right|200px|Orfeüs]]
Adalek ar VI-vet kantved kent JK e veze gwelet Orfeüs evel ar gwellañ barzh ha soner eus an Henamzer, krouer al [[lirenn]]. Gant e sonerezh e c'halle hoalañ loened ferv, lakaat gwez ha kerreg da zañsal, hag ar stêrioù da chom a sav. Kontet eo da vezañ unan eus kaserien ar sevenadur ha da vezañ kelennet d'an dud ar skrivañ, ar medisinerezh hag al labour-douar.
 
== Hudour ==
Un [[diougan]]er e oa Orfeüs, tost d'ar vuhez relijiel, hag a rae war-dro an arzoù hud, liderezh un nebeud doueed evel hini [[Apollon]] pe [[DionisosDionysos]]; aozañ a reas lidoù hud, e-kuzh hag a-wel, lidoù deskiñ hag [[emc'hlanaat]].
 
Orfeüs, eme [[George Grote]], a zo meulet gant [[Pindaros]] evel telennour ha kenseurt an [[Argonaoted]], [[haroz]]ed al lestr [[Argo]].