Hoc'h-gouez Kalydon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Calydonian hunt Louvre E670.jpg|thumb|upright= 1.2| Chaseal hoc'h-gouez Kalydon, kib [[lakonian]] gant dremmoù du, war-dro [[-555|555 kent JK]], [[mirdi al Louvre]]]]
[[Restr:Rubens, Calydonian Boar Hunt c1641f.jpg| thumb| Chaseadeg hoc'h-gouez Kalydon, gant [[Rubens]]]]
'''[[Hoc'h-gouez]] Kalydon''' zo ul loen eus mojennoù [[Hellaz]] kozh a veze oc'h ober freuz ha reuz war-dro [[Kalydon]], en [[EtoliaAitolia]].
 
Ganet e vije bet eus gwiz CrommyonKrommyon hervez Strabon. Kaset e oa bet gant an doueez Artemis da gastizañ [[Oineüs]], roue Kalydon abalamour m'en devoa ankouaet ober ur prof d'an doueez evel d'an doueed all da-geñver gouel an ThalysiesThalysia. Hervez Homeros ne oa nemet « un hoc'h-gouez digenvez, gwenn e zent », hogen da Ovidius e oa « ur pikol hoc'h-gouez ken bras ma ne oa tarv ebet kement hag eñ en EpiraEpeiros c'heotek (...) », hag e « reun a oa reut evel goafoù-bann en-dro d'e c'houzoug ; leuskel a rae toc'hadennoù raouliet, un eonenn verv a vere war e choug ledan ; e zent a oa keit ha re un olifant ; kurunoù a deue e-maez e veg ; gant e alan e c'hwezhe an tan e bodoù ar gwez . »
 
Hag ar roue [[Oineüs]] da gas e vab [[MeleagerMeleagros]] da duta, evit aozañ ar chase. Dibab a reas [[Atalante]], ur plac'h kaer hag ur chaseourez a zoare. Hag in da chaseal al loen. Atalante a roas an taol kentañ, met MeleagerMeleagros a lazhas anezhañ. Peogwir e voe komzet vil outi gant an daou chaseour all, EurypylusEurypylos hag IphiclesIfikles, e voent lazhet ivez gant danvez he gwaz. Ha peogwir e oa droug e Toxeus ha Plexippus, e eontred, o welout ar priz roet d'ar gwellañ chaseour o vont gant ur vaouez, e lazhas anezho ivez.
 
[[Rummad:Mojennoù Hellaz]]