Hoc'h-gouez Kalydon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Ganet e vije bet eus gwiz Krommyon hervez Strabon. Kaset e oa bet gant an doueez Artemis da gastizañ [[Oineüs]], roue Kalydon abalamour m'en devoa ankouaet ober ur prof d'an doueez evel d'an doueed all da-geñver gouel an Thalysia. Hervez Homeros ne oa nemet « un hoc'h-gouez digenvez, gwenn e zent », hogen da Ovidius e oa « ur pikol hoc'h-gouez ken bras ma ne oa tarv ebet kement hag eñ en Epeiros c'heotek (...) », hag e « reun a oa reut evel goafoù-bann en-dro d'e c'houzoug ; leuskel a rae toc'hadennoù raouliet, un eonenn verv a vere war e choug ledan ; e zent a oa keit ha re un olifant ; kurunoù a deue e-maez e veg ; gant e alan e c'hwezhe an tan e bodoù ar gwez . »
 
Hag ar roue [[Oineüs]] da gas e vab [[Meleagros]] da duta, evit aozañ ar chase. Dibab a reas [[Atalante]], ur plac'h kaer hag ur chaseourez a zoare. Hag inint da chaseal al loen. Atalante a roas an taol kentañ, met Meleagros a lazhas anezhañ. Peogwir e voe komzet vil outi gant an daou chaseour all, Eurypylos hag [[Ifikles]], e voent lazhet ivez gant danvez he gwaz. Ha peogwir e oa droug e Toxeus ha Plexippus, e eontred, o welout ar priz roet d'ar gwellañ chaseour o vont gant ur vaouez, e lazhas anezho ivez.
 
[[Rummad:Mojennoù Hellaz]]