Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 42:
=== Kanoù I-IV : Beaj Telemac'hos ===
==== Kan kentañ ====
Kregiñ a ra an Odysseia d'ar mare m'emañ dalc'het [[Odysseüs]] en enezenn an nimfenn [[Kalypso]] a fell dezhi eurediñ gantañ. A-du emañ an holl zoueed da lezel anezhañ da zistreiñ er gêr, nemet [[Poseidon]] en deus miret droug outañ abalamour m'en doa dallet e vab, ar [[kiklop|c'hiklop]] PolifemosPolyfemos. E-keit m'emañ Poseidon o vanveziñ en [[Etiopia]] en em vod an doueed all ha goulenn a ra [[Athena]] digant [[Zeus]] aotreañ distro Odysseüs. Asantiñ a ra an Doue hag Athena a c'houlenn ma vo kaset [[Hermes]] da lâret da Galipso dieubiñ Odysseüs. Goude e lavar da Zeus emañ e soñj mont da skoazellañ [[Telemac'hos]], mab an haroz.
 
Hag Athena da Enez [[Itaka]]. Eno eo heget [[Penelope]] gant degadoù a bleustrerien eus tiegezhioù noblañsed Itaka hag eus an inizi tro-war-dro. Dre ma n'eo ket distroet Odysseüs abaoe ugent vloaz e tle Penelope choaz ur [[pried]] nevez da ren war Itaka, met ampellat a ra atav ar mare da choaz abalamour ma esper c'hoazh e teuio Odysseüs en-dro. Da c'hortoz o deus graet ar bleustrerien-o annez e palez Odysseüs, hag e foranont e beadra o vanveziñ dibaouez. Athena, dezhi neuz un estranjour, a ali Telemac'hos da vodañ an Akeaned a-benn tamall o emzalc'h da bleustrerien Penelope, ha da vont kuit goude da [[Pilos|Bilos]] ha da [[Sparta]] da glask goût petra zo c'hoarvezet gant e dad.
Linenn 50:
 
==== Kan III ====
[[Restr:OdysseyPolyphemos.png|thumb|300px|Odysseüs o vezviñ PolifemosPolyfemos]]
 
 
Linenn 85:
==== Kan IX ====
<!--[[restr:Römischer Meister um 125 v. Chr. 001.jpg|thumb|left|300px|Lodenn eus an ''Odysseia'', murlivadur roman (fin an II kantved kent J.K.)]]-->
[[Restr:Odysseus Polyphemos Cdm Paris 190.jpg|thumb|400|right|Odysseüs ha [[PolifemosPolyfemos]]]]
Disklêriañ a ra Odysseüs e anv da [[Faiakiaiz]], a-benn ar fin, hag e tanevell ar veaj daou vloaz en deus graet etre drouziwezh Troia hag ar mare ma erruas en enezenn Kalypso. Kuitaat a reas aod Troia gant daouzek [[lestr]]. Kaset e oant gant an avelioù betek [[Ismaros]], keoded ar [[Kikoned|Gikoned]], o doa kemeret perzh e Brezel Troia diouzh tu an Droianed. Kemer a reas Odysseüs ar geoded dre souezh ha preizhañ anezhi. Abalamour ma oa chomet e vrezelourien da straniñ eno daoust da ali an [[haroz]] e voent taget antronoz gant ar Gikoned a oa bet o klask sikour digant o amezeien hag e rankjont tizhout diwar dizh. Goude se e voent kaset gant ur barrad-amzer e-pad tri devezh, a-raok distro an amzer vrav. Arruet e-kichen ar [[Kab Maleas|C'hab Maleas]], avelioù enep a ziroudas anezhe adarre betek bro al [[Lotofaged]], en ul lodenn dianav eus ar bed. Degemeret e voent gant ar bobl-se a ginnigas [[lotos]] dezhe da zebriñ. An neb a dañvae ar frouezh-se avat ne felle ket dezhañ mont kuit ken, ha ret e oa da Odysseüs kas dre nerzh d'al listri e geneiled o doa graet un tañva oute.
 
Mont a reas Odysseüs hag e listri betek enezenn ar [[kiklop|Gigloped]] ha tapet e voe an haroz ha lod eus e dud gant [[PolifemosPolyfemos]] a blaouias lod anezhe. Dont a rejont a-benn da achap kuit a-drugarez d'ur finesa eus roue Itaka a vezvas ar c'hiklop gant gwin kemeret d'ar Gikoned, a-raok tarzhañ lagad nemetañ an euzhvil e-pad e gousk. Odysseüs en doa touellet PolifemosPolyfemos da gentañ o lâret e oa ''Outis'' e anv, ar pezh a dalvez "nikun" pe "den ebet". Ha pa ziredas kenvroidi PolifemosPolyfemos war e sikour ha goulenn petra a c'hoarveze gantañ e tisplegas edo o paouez bezañ dallet gant den ebet, hag e tremenas evit un inosant. Kuitaat a rejont groc'h ar c'hiklop goude se o kuzhat dindan deñved ramz ar c'hiklop p'o leze da vont da beuriñ. Met d'ar c'houlz ma'z ae kuit e lestr eus an enezenn, ne oa ket Odysseüs evit miret outañ da ziskuliañ e anv gwirion da c'hoapaat PolifemosPolyfemos. Hennezh, kounnaret-ruz, a daolas roc'helloù bras trema al lestr, ha darbed e oa dezhañ flastrañ anezhañ, ha war-lerc'h e c'houlennas gant e dad [[Poseidon]] veñjañ anezhañ, o viret ouzh Odysseüs da zistreiñ biken en e vro, pe, mard e oa tonket d'en ober, o lezel anezhañ da zistreiñ d'e vro goude poanioù hir, war ur vag estren, kollet gantañ holl e geneiled, ha na gavfe er gêr nemet reuz ha gwalleur.
 
==== Kan X ====