Lord Voldemort : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Anv Voldemort: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|ar}} using AWB (10902)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Lord Voldemort''' (ganet ''Tom Marvolo Riddle'' e saozneg pe ''Tom Elvis Jedusor'' e galleg) zo ur [[sorser]] drouk hag a glask ren war ar bed e romantoù [[Harry Potter]] skrivet gant [[J. K. Rowling]]. Er ''bestseller'' anvet ''Harry Potter ha [[maen ar furien]]'' (''Harry Potter and the Philosopher's Stone'') (1997) e teu da vezañ enebour-touet Harry Potter. Deskrivet eo evel ur sorser fall hag a glask dastum ur galloud hep e bar ha dont da vezañ divarvel. Kaz en deus ouzh an holl dud n'o deus ket galloudoù hud hag ouzh ar sorserien ganet diwar tud a seurt-se. Kement a spouron o deus ar sorserien all outañ ma nac'h kalz anezhe distagañ e anv ha ma reont dave dezhañ o lavaret "C'hwi-oar-piv" pe "An Hini-Na-Zleer-Ket-Envel." Memes e heulierien ne implijont ket e anv hag a ra anezhañ ''The Dark Lord'' ("An aotroù du", pe "Aotrou an Deñvalijenn").
 
 
Linenn 31:
 
== Anv Voldemort ==
E Saoznegsaozneg, Voldemort a oa anvet Tom Marvolo Riddle pa oa bet ganet. E [[galleg]], avat, eo bet lakaet Tom Elvis Jedusor. En eil levr e tispleger e teu, « Lord Voldemort » eus [[anagramm]] e anv gwirion :
 
TOM MARVOLO RIDDLE → I AM LORD VOLDEMORT
 
Evel kalz anvioù e romantoù Harry Potter, « Voldemort » a seblant bezañ un anv a orin gallek. Gallout a raferreer soñjal e teu eus « vol de mort ».
 
E troidigezhioù ''Harry Potter ha kambr ar sekredoù'', eo bet kemmet anv orin Voldemort evit azasaat an anagramm d’ar yezh implijet. En embannadur polonek avat en deus choazet an troer, Andrzej Polkowski, chom hep kemm an anv, abalamour d’an diaez ma oa kemm an anagramm e doare ma klotfe gant ur frazenn reizh. N’eo ket bet troet an anv kennebeut en embannadur [[Portugaleg|portugalek]] graet e [[Portugal]], disheñvel diouzh hini [[Brazil]].