Nestor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwellaat ar yezh
Linenn 5:
 
== E Yaouankiz ==
Lazhet e voe e holl vreudeur gant [[Herakles]] hag eñ an hini nemetañ a chomas bev. Daou zoare disheñvel zo da zisplegañ perak ne voe ket lazhet hervez an hengoun : pe e oa o vagañ e [[Gerenia]], e [[Messenia]], pell diouzh e vreudeur, pe e oa an hini nemetañ en doa nac'het klask laerezh [[Gerion|Oc'hen Gerion]], ambrouget gant [[Herakles]], a oa graet gant Neleüs hag e unnek mab all. En eskemm e vije bet lezet e vuhez gantañ gant an [[haroz]] hag en dije graet anezhañ roue Messenia.
 
Hervez ur vojenn all en doa goulennet Herakles digantañ bezañ gwalc'het eus un dle gwad hag e oa bet refuzetnac'het outañ gant tad Nestor. HeraclesHerakles a lazhas neuze Neleüs hag e vibien, en o zouez [[Alastor]], tra ma chomas bev Nestor.
 
[[Apollon]] a roas dezhañ an donezon da vevañ keit ha tri rummad tud. Lazhet en doa an doue e eontred hag e voerebed a-berzh mamm, an [[NiobideNiobided]], hag evit dasprenn ar muntr e profas da Nestor an niver a vloavezhioù buhez en doa tennet digant e gerent.
 
== E gurioù ==
Deuet Nestor da vezañ roue, hag eñ d'en em gannasgannañ meur a wezh gant brezelourien [[Pilos]] a-enep an [[Epeianed]], a rene argadennoù gouez en e rouantelezh. Tost e oa dezhañ lazhañ mibien [[Molione]], na voent savetaet nemet dre youl [[Poseidon]]. Diskaret en dije ar ramz [[Ereutalion]] ivez, e-kerzh un emgann a-zaou. Meneget eo e anv ouzhpenn e-touez an harozed a gemeras perzh e chase [[hoc'h-gouez Kalidon]], en emgann al [[Lapited]] a-enep an [[den-marc'h|Dud-varc'h]] hag a-wezhioù en ergerzhadeg an [[Argonaoted]].
 
== Brezel Troia ==
Dezhañ eo e c'houlenn [[Menelaos]] e ali goude skrapadenn [[Elena (Troia)|Elena Troia]], ha Nestor a ambroug anezhañ en [[Henc'hres]] a-bezh da vodañ an holl harozed o deus prometet da zifenndifenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel.
Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e [[Brezel Troia]]. En ''[[Ilias]]'', e vez anvet alies « blenier karr kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. Hervez an ''[[Ilias]]'' e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù. Klask a ra lakaat [[Ac'hilleus]] hag [[Agamemnon]] d'en em glevet en-dro pa vrouez an daou haroz.
Nestor a zo unan eus an nebeut [[Akeaned]] a zistroas d'ar gêr diboan.