Nestor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwellaat ar yezh
Politikerezh envel ofisiel Wikipedia Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
Linenn 1:
[[File:Sacrifice Nestor Pylos Meleager Painter MAN.jpg|thumb|300px|Nestor hag e vibien a ra un aberzh da Boseidon war traezhenn PilosPylos. [[Krater (lestr)|Krater]] gant tresadennoù ruz, 400-380 kent J.-K. Livadenn gant liver [[Meleagros]]]]
 
'''Nestor''' (en [[henc'hresianeg]] Νέστωρ ''Néstôr'') a oa mab yaouankañ [[Neleüs]], roue [[Pylos]], ha [[C'hloris]]. Anavezet eo dreist-holl abalamour d'e berzh e [[Brezel Troia]] hag ene troioù [[Herakles]].
 
 
== E Yaouankiz ==
Lazhet e voe e holl vreudeur gant [[Herakles]] hag eñ an hini nemetañ a chomas bev. Daou zoare disheñvel zo da zisplegañ perak ne voe ket lazhet hervez an hengoun : pe e oa o vagañ e [[Gerenia]], e [[Messenia]], pell diouzh e vreudeur, pe e oa an hini nemetañ en doa nac'het klask laerezh [[Oc'hen GerionGeryon]], ambrouget gant [[Herakles]], a oa graet gant Neleüs hag e unnek mab all. En eskemm e vije bet lezet e vuhez gantañ gant an [[haroz]] hag en dije graet anezhañ roue Messenia.
 
Hervez ur vojenn all en doa goulennet Herakles digantañ bezañ gwalc'het eus un dle gwad hag e oa bet nac'het outañ gant tad Nestor. Herakles a lazhas neuze Neleüs hag e vibien, en o zouez [[Alastor]], tra ma chomas bev Nestor.
Linenn 12:
 
== E gurioù ==
Deuet Nestor da vezañ roue, hag eñ d'en em gannañ meur a wezh gant brezelourien [[PilosPylos]] a-enep an [[Epeianed]], a rene argadennoù gouez en e rouantelezh. Tost e oa dezhañ lazhañ mibien [[Molione]], na voent savetaet nemet dre youl [[Poseidon]]. Diskaret en dije ar ramz [[Ereutalion]] ivez, e-kerzh un emgann a-zaou. Meneget eo e anv ouzhpenn e-touez an harozed a gemeras perzh e chase [[hoc'h-gouez KalidonKalydon]], en emgann al [[Lapited]] a-enep an [[den-marc'h|Dud-varc'h]] hag a-wezhioù en ergerzhadeg an [[Argonaoted]].
 
== Brezel Troia ==
Dezhañ eo e c'houlenn [[Menelaos]] e ali goude skrapadenn [[Elena Troia]], ha Nestor a ambroug anezhañ en [[Henc'hres]] a-bezh da vodañ an holl harozed o deus prometet difenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel.
Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e [[Brezel Troia]]. En ''[[Ilias]]'', e vez anvet alies « blenier karr kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. Hervez an ''[[Ilias]]'' e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù. Klask a ra lakaat [[Ac'hilleushilleüs]] hag [[Agamemnon]] d'en em glevet en-dro pa vrouez an daou haroz.
Nestor a zo unan eus an nebeut [[Akeaned]] a zistroas d'ar gêr diboan.
 
Linenn 22:
 
== Tiegezh Nestor ==
Hervez ar mammennoù e vefe pried [[Anaksabia]] pe [[EuridikeEurydike (merc'h Klimenos)|EuridikeEurydike ]]. Meur a vab en deus bet — [[Antiloc'hos]], [[Trasimedes]], [[Stratic'hos]], [[Perseus, (mab Nestor)|PerseusPerseüs]], [[Aretos]], [[Ec'hefron]] ha [[Peisistratos (mitologiezh)|Peisistratos]]. Kemer a ra perzh an daou gentañ e [[Brezel Troia]] gantañ. Div verc'h en deus ivez, [[Peisidike, (merc'h Nestor)|Peisidike]] ha [[Polikaste]]. Hervez mammennoù nevesoc'h evit an ''[[Ilias]]'', e vab Antiloc'hos, mignon gwellañ Ac'hilleushilleüs goude [[Patrokles]], a saveteas e vuhez pa oa taget gant [[Memnon (mitologiezh)|Memnon]].
 
== Mammennoù ==