Radamanthys : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Radamanthys''' pe '''Radamantis''' (Ραδαμάνθυς ''Radamánthys'' e [[henc'hresianeg|gregach]]) a oa mab da [[Zeus]] ha da [[Europa, merc'h Agenor|Europa]], merc'h [[Agenor]], roue [[Fenikia]]. Brudet e oa e vertuz hag e spered a justis.
 
== Mojenn ==
Ganet e oa bet e [[Kreta]] gant e vreudeur [[Minos]] ha [[Sarpedon (Mabmab europaEuropa)|Sarpedon]]. Hervez ur vojenn all e vije bet mab da [[Hefaistos]], a oa mab da [[Talos|Dalos]]. Savet eo bet gant [[Asterion (Kreta)|Asterion]], roue [[Kreta]], a oa bet fiziet Europa ennañ gant [[Zeus]]. Hervrez ar [[pseudo-Apollodoros]], e riot gant e vreudeur, en e yaouankiz, evit karantez ur paotr: [[Miletos (Kreta)|Miletos]] (pe [[AtimniosAtymnios]]).
 
Brudet e oa evit e furnez hag e speredegezh. [[Diodoros Sikilia|Diodoros]] a ra anezhañ, evel eus [[Minos]] un [[haroz]] a zegas ar sevenadur en ur ren war ur vro ec'hon ma sav al lezennoù :
Linenn 8:
« Edo en e dalc'h inizi bras hag hogos holl aodoù Azia o doa en em roet o-unan dezhañ abalamour da vrud e onestiz. »
</blockquote>
Pa zegouezh tron [[Kreta]] gant [[Minos]] e tenn hennezh e vad eus an dra-se evit en em zizober eus e vreudeur, gwarizius ma oa eus o brud. Mont a ra RadamantisRadamanthys en harlu da [[ŒchalieOic'halia]], e [[Boiotia]], e lec'h ma timez gant [[AlkmenaAlkmene]], intañvez [[AmfitrionAmfitryon]], ha mamm [[Herakles]]. Daou vab en doe diganti: [[EritrosErythros]] ha [[GortisGortys]].
 
 
Goude e varv e teu da vezañ barner en [[Ifernioù]], gant Minos hag [[ÉaqueAiakos]]. Hervez [[Homeros]] e vev en un doare sioul hag eürus en [[inizi ar re wenvidik]]. Hervez danevelloù savet diwezhatoc'h e ren e-unan war ar [[parkoù Elizean]].
 
== Levrioù ==