Eurystheüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
[[Hera]], pried Zeus, ur c'horfad [[gwarizi]] en enni peogwir ne oa ket hi a oa bet dibabet da vezañ mamm an [[haroz]] meur-se, ha peogwir e oa bet he fried doueel o c'hoari ur wreg all, a reas he soñj mirout outañ da vezañ roue [[Argolis]] war-lerc'h e dad. Zeus a oa bet genaouek a-walc'h da gemenn e oa an haroz war-nes bout ganet, pa zisplegas dirak an doueed all: « Feteiz e vo ganet un haroz eus ur vaouez a zo a wad gant Zeus end-eeun, ha roue e vo war an holl re a zo o chom en-dro dezhañ ».
 
Dres d'ar poent-se e oa gwreg Sthenelos o tougen ivez abaoe seizh miz. Ret eo kompren neuze e oa ar StenelosSthenelos-se o tont eus ul lignez diwar [[Perseüs]], hag e vab-eñ ivez a oa ken barrek ha Herakles da seveniñ an diougan. Gwellañ pezh zo, [[Amfitryon]], pried Alkmene, en doa lazhet roue [[Mykenai]], [[Elektryon]], a oa breur da [[Stenelos]]Sthenelos, ha ne oa ket chomet ElektrionElektryon da zaousoñjal na da c'hortoz ken e vije pedet, lammet e oa kerkent war ar gador-roue.
 
Karget e voe neuze [[IlitiaEileithyia]], doueez ar [[gwilioud]], da hastañ buan reiñ buhez da Eurystheüs ha da ziwezhataat he [[gwentloù]] da AlkmenaAlkmene. Met ur vatezh, [[Galinthias]], a lakaas an doueez, dre widre, da zilezel he mennad. Tremen a reas an amzer, ha re ziwezhat e voe da Herakles klask seveniñ diougan e dad Zeus.
 
Ha setu penaos e voe Eurystheüs an hini a voe roue [[Argolis]] ha n'eo ket Herakles.