Kalypso : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[restr:Arnold Böcklin 008.jpg|thumb|[[Arnold Böcklin]], ''[[Odysseüs]] ha Kalypso'', livadenn, [[1883]], Kunstmuseum ([[Basel]])]]
[[restr:Odysseus and Calypso.jpg|thumb|''[[Odysseüs]] ha Kalypso'', gant [[Jan Brueghel gozh]], [[1616]]. Johnny van Haeften Gallery, [[Londrez]].]]
'''Kalipso''' (hervez skritur ar brezhoneg, pe '''Kalypso''' (hervez an [[henc'hresianeg]] : Καλυψώ ''Kalupsố'', « an hini guzh ») zo un [[nimfenn]] eus ar mor e mojennoù [[Hellaz kozh]].
 
== Mojenn ==
Kalypso « ''he rodelloù kaer'' » a oa un [[nimfenn]], merc'h da [[Atlas (douemitologiezh)|Atlas]], hervez [[Homeros]] hag [[Apollodoros]]. [[Hesiodos]], diouzh e du, a ra anezhi unan eus an [[Okeanidezed]]<ref>[[Hesiodos]] ''[[TeogoniaTheogonia]] '', 359.</ref> hag e-barzh ''[[Katalog ar Maouezed]]'' a ra anv eus he c'harantez kevrinus gant [[Hermes]] hag eus o bugale niverus a vefe aet d'ober pobl a-bezh ar Gefalleniz.
Sellet e vez outi evel rouanez Enez [[OgigiaOgygia]], ma oa o vevañ hec'h-unan gant nimfezed all<ref>Meur a enezenn a c'hallfe bezañ Enez OgigiaOgygia ar vitologiezh, Enez [[Gozo]] peurgetket, en enezeg [[Malta]].</ref>.
 
En ''[[Odysseia]]'' e ro bod da [[Odysseüs]] goude e beñse hag eez orged outañ. Dont a ra a-benn da viretvirout anezhañ war hec'h enezenn e-pad 7 vloaz. Kinnig a ra dezhañ zoken dont da vezañ divarvel ma 'z asant chom ganti. [[Zeus]] avat a vagas truez ouzh Odysseüs pa glevas e verc'h [[Athena]] hag a gasas [[Hermes]] e vab da reiñ dezhi an urzh da lezel an haroz da vont war-raok. Sevel a reas neuze ur radell da zistreiñ d'ar gêr.
 
Hervez mojennoù zo he dije bet daou vab eus an haroz : [[Naosinoos]] ha [[Nausithoos mab Odisseus|Nausithoos]]<ref>''[[TeogoniaTheogonia]]'', 1017-1018.</ref>.
 
== Mammennoù ==
* [[Apollodoros]], ''Epitome'' (VII, 24).
* ''[[Katalog ar Maouezed]]'' (CL, 31).
* [[Hesiodos]], ''[[TeogoniaTheogonia]] '' (v. 359 et 1017-1018).
* [[Homeros]], ''[[Odysseia]]'' (I, vers 13-15 ; 50 à 57 ; V, 57-58.)