Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

Kemm ebet er vent ,  4 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Kempenn)
No edit summary
[[Skeudenn:Moreau,_Gustave_-_Hésiode_et_la_Muse_-_1891.jpg|thumb|left|Hesiodos ha [[Plac'h an Awen]], livet gant [[Gustave Moreau]].]]
 
'''Hesiodos''' (Ἡσίοδος, ''Hêsíodos'' e [[henc'hresianeg]], ''Hesiodus'' e [[latin]]) a oa ur [[barzh]] [[Hellaz|hellazat]] eus ar VIIIvet kantved a-raok JK. Ganet e vije Hesiodos en [[Askra]], ur vourc'hadenn eus [[BeotiaBoiotia]].
 
== E vuhez ==
Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e ''[[Teogonia|Deogonia]]''.
 
E dad a deue eus [[KumeKyme]] en [[EoliaAiolis]], ur vro eus [[Azia-Vihanañ]] entre [[Ionia]] ha [[Troas]]. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος}} / ''Pérsê, dĩos génos'' » (''Labourioù'', v. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh aocherezh a voe rivinet gantañ.
 
Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez [[Helikon]]. Eno e timezas gant ''PycimèdePykimede'', ha daou vab o doe: '''Hesiodos''' ha '''Perses'''.
 
Ul lec'h paour e oa Askra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse ne veze plijus » (''Labourioù'', v. 640). Pa zeuas ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad e savas bec'h etre e vreur Perses hag eñ, hag ur prosez e voe etreze. Gant rouaned Askra e voe lavaret edo ar gwir gant Perses. Hemañ a gasas goude se e stal da Gernetra, hag ez eas war-lerc'h da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Perses, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos , prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.
Mard eo anavet anv Hesiodos eo abalamour m'en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù, ha dreist-holl ''[[Teogonia]]'' hag ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]] ''.
 
** ''[[TeogoniaTheogonia]]'' (Θεογονία}} / ''Theogonía'') a zo diwar-benn lignezoù an doueed ma kinnig enni ar bernioù doueed a zo meneg anezho er mojennoù, gant an tri remziad anezho: hini [[Ouranos]], hini [[Kronos]], hini [[Zeus]] a voe trec'h warno holl. Koshañ barzhoneg relijiel Hellaz eo. Ouzhpenn kontañ lignezoù an doueed ez eus el levr ur c'hosmogonia a grog gant krouidigezh ar bed hag ar [[C'haos]].
 
* ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' (Ἔργα καὶ Ἡμέραι / ''Erga kaì Hêmérai'') ;
 
* '' Skoed Herakles '' (Ἀσπὶς Ἡρακλέους}} / ''Aspìs Hêrakléous''), awenet gant deskrivadur skoed [[Akilles]] en ''[[IliadaIlias]]''.
 
=== Oberennoù all lakaet war e gont ===
* Jean-Pierre Vernant :
** ''Mythe et pensée chez les Grecs'', La Découverte, Paris, 1996,
** ''Mythe et société en Grèce antique'', Paris, 1974 (emb. kentañ).
 
 
2 276

edits