Perseüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Forzh petra
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
 
== Ganedigezh an haroz ==
E kêr [[Argos (kêr)|Argos]] e oa un [[tour]] arem uhel, ha warnañ prenester hag a oa barrinier houarn tev outo. En tour-se e oa ur briñsez o ouelañ dourek rak lakaet e oa bet aze da viken gant ar roue he zad.
 
Ar roue [[Akrisios]] a oa bet diouganet dezhañ gant ur [[beleg]] e vije lazhet gant e vab-bihan. Petra reas neuze, nemet kraouiañ e verc'h [[Danae]] da virout outi a gaout bugel ebet, rak n'en doa ket bet kalon d'he lazhañ. Evel-se e kave dezhañ e oa bet madelezhus ha fur war un dro.<br />
Linenn 20:
Koulskoude, un noz, a-dre ar barrinier e kouezhas ur barrad glav [[aour]]. Zeus an hini e oa, rak an tu-se en doa kavet an doue da zont d'ober e lez d'ar [[plac'h]] yaouank, a voe brazezet gantañ.
 
[[Gwilioud]]iñ a reas ar verc'h en tour, ur [[mab]] e oa, Perseüs e oa e anv, hag Akrisios a savas konnarkounnar ennañ ken a reas. Met peogwir e oa ur galon vat a zen ne lazhas nag ar mab nag ar vamm, nemet o lakaatalakaat a reas en un [[arc'h]], ha teurel anezho er mor.
 
== En harlu ==