Machu Pikchu : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Berns
D HTML > CSS
Linenn 1:
[[Restr:80 - Machu Picchu - Juin 2009 - edit.2.jpg|thumb|300px|<div style="text-align:center;">Ur sell war Machu Pikchu</centerdiv>]]
'''Machu Pikchu''' ("Pikern Kozh" e [[ketchwaeg]], distaget [ˈmɑtʃu ˈpixtʃu] ; ''Machu Picchu'' e [[spagnoleg]], distaget [ˈmatʃu ˈpiktʃu]), <!--pe '''Patallaqta''',--ul lec'h arall eo--> zo ul lec'hienn rakkolombian [[Inkaed|inka]] savet er {{XVvet kantved}} e beg ur menez hag a dap 2&nbsp;430 [[metr|m]], e rannvro [[Qusqu]] e [[Perou]].<br>
Lec'hienn vrudetañ ar [[sevenadur]] inka eo. War roll [[glad bedel]] [[UNESCO]] emañ abaoe [[1983]]. Ne oa bet degaset al lec'h er gouloù nemet er bloaz [[1911]]. Abaoe e teu ur bern touristed d'he gwelet.
== Istor ==
[[Restr:HirambinghamIII.jpg|thumb|<div style="text-align:center;">Hiram Bingham</centerdiv>]]
En he barr e oa an [[Impalariezh Inka]] ([[1438]]-[[1533]]) pa zivizas an ''[[Inkaed|Inka]]'' [[Pachacutec Inca Yupanqui]] (ren : [[1438]]-[[1472]]) sevel Machu Pikchu 80 [[metr|km]] er [[gwalarn]] d'ar gêr-benn [[Qusqu]], war-dro ar bloavezh [[1450]] – evit chom eno en hañv pe evit ma talvezfe da atant meur, den ne oar diarvar. Tro 50 bloavezh a voe ret evit sevel kêr, setu e voe echuet dindan ren [[Tupac Inca Yupanqui]] (ren : [[1472]]-[[1493]]).
 
Linenn 19:
 
== Saverezh ==
[[Restr:Karta MachuPicchu.PNG|thumb|300px|<div style="text-align:center;">Tres Machu Pikchu</centerdiv>]]
Da gentañ e voe fardet ar savennoù-douar, teir lodenn anezho, dalc'het gant ur voger :
# an diaz, graet diwar tammoù [[maen|mein]] :
Linenn 33:
 
== Framm ==
[[Restr:Machupicchu intihuatana.JPG|thumb|<div style="text-align:center;">Azeuldi an Heol</centerdiv>]]
Hervez an arkeologourien ec'h eo rannet Machu Pikchu e div lodenn, hini al labour-douar hag an hini gerreizh, dispartiet gant ur voger 400 m he hirder.
;Lodenn labour-douar
Linenn 47:
 
== Ur gêr e kedveved gant an natur ==
[[Restr:Sacred Rock (7914093954).jpg|thumb|<div style="text-align:center;">Ar roc'h sakr</centerdiv>]]
Kêraozerien Machu Pikchu o deus he savet hervez elfennoù an natur a zo tro-dro dezhi.<br>
Hervez an [[Heol]] eo savet an tiez ; da skouer, tro-dro d'ar 24 a viz Even ([[goursav-heol]] an [[hañv]]) e teu daou [[tric'horn|dric'horn]] kenkreizek war wel war azeuldi an Heol.
Linenn 61:
 
== Touristelezh ==
[[Restr:Girl on top of Machu Picchu.jpg|thumb|280px|<div style="text-align:center;">Ur veaj ha ne vo ket ankouaet !</centerdiv>]]
Ur 1&nbsp;800 tourist bennak a zeu bemdez da Vachu Pikchu met kant vloaz goude ma voe roet lañs d'an douristelezh e voe merzhet gant an arkeologourien en doa red an douristed un efed fall war al lec'hienn : abalamour d'an digoadañ e vez krignet al leur, ar [[plant]] a za war ziskar, kreskiñ a ra ar riskl a rikladegoù douar ha hini an tanioù-gwall. A zo gwashoc'h, e soñj emañ pennadurezhioù ar vro da sevel sevel un hent evit ar [[karr-tan|c'hirri-tan]] da dizhout Machu Pikchu, neuze ne vefe ket reoliet an niver a douristed ha buanoc'h e vefe distrujet kêr.