Faethon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ober ur bajenn adkas eus ar bajenn-mañ
Politikerezh envel ofisiel Wikipedia Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
Linenn 1:
:[[Restr:Confusion colour.svg|20px|]]''Evit an evn, gwelet [[Faeton]]''
#ADKAS[[Phaethon]]
<HR noShade>
[[Skeudenn:Peter Paul Rubens - The Fall of Phaeton (National Gallery of Art).jpg|thumbnail|''Kouezhadenn Faethon'', gant [[Pieter Pauwel Rubens]], 1604/1605, [[National Gallery of Art]], [[Washington]] D. C.]]
[[Skeudenn:Johann Liss 006.jpg|thumbnail|dehou|200px|''Kouezhadenn Faethon'', gant [[Johann Liss]] (e penn kentañ ar {{XVIIvet kantved}})]]
[[Skeudenn:GustaveMoreau04.jpg|thumbnail|dehou|Faethon, gant Gustave Moreau]]
 
'''Faethon''' (Φαέθων e [[henc'hresianeg|gregach]]) a oa mab da [[Helios]] ha d'an [[Okeanidenn]] [[Klymene]] (pe da v-[[Merope]] hervez oberourien zo) e mojennoù [[Hellaz kozh]].
 
== E anv ==
Evel-henn e veze skrivet e anv e [[henc'hresianeg|gregach]]: Φαέθων, ''Phaéthôn'' a vez distaget, ha talvout a ra kement hag « an hini skedus ».
 
== Mojenn ==
Plijout a rae dezhañ fougeal dirak ar yaouankizoù abalamour ma oa mab da [[Helios]], an Heol. Bemdez e tiskoueze redadenn karr e dad en neñvoù. Re a lorc'h ennañ, ha dre ma vourre o fougeal gant e dad doue, e voe goulennet digantañ prouiñ pezh a lavare. Mont a reas neuze da gaout e dad, a brometas, en anv ar [[Styks]], reiñ dezhañ e c'hoant, ne vern petra e vije. Ha Faeton da c'houlenn digant e dad ma vije laosket da gas e garr hag e gezeg un devezh-pad. Hag an tad, en devoa prometet en anv ar Styks, a rankas plegañ. Met ken nerzhus e oa ar c'hezeg ma ne c'halle ket un den marvel evel Faethon o c'has dizamant. En aner e klaskas Helios dizaliañ e vab da gas e garr.
 
Na 'vit se! Pennek ha disent evel ma oar ur paotr yaouank bezañ e savas Faethon e karr e dad hag e tapas krog er rañjennoù. Ha ne oa ket evit kas ar stern gezeg evel ma oa dleet: mont a rae an anevaled a-hed hag a-dreuz, oc'h ober reuz ha freuz dre lec'h ma tremenent, hag o kinnig freuzañ ar bed en e bezh. Pa welas [[Zeus]] an dizurzh lakaet gant ar paotr diboell e voe pulluc'het evit mirout ouzh gwazh. Distrujet e voe ar c'harr ha skoet korf Phaethon er stêr [[Eridan]], a zo anavezet evel ar [[Po]] en hon amzer.
 
E c'hoarezed, an [[Heliadezed]], ha n'ehanent ket da ouelañ dezhañ, a voe troet e gwez [[pupli]], hag e vreur [[Kyknos mab Stenelos|Kiknos]] a voe troet en [[alarc'h]].
 
== Gwelet gant an arzourion ==
* Gant [[Jean-Baptiste Lully]] e voe savet un [[trajedienn|drajedienn]] war gan anvet ''Phaethon'' ;
* Gant [[Camille Saint-Saëns]] e voe savet ur [[barzhoneg simfonek]] a vez graet ''Phaethon'' anezhañ.
* Taolennoù anavezet gant [[Rubens]], [[Moreau]].
 
== Hag ivez ==
{{Commonscat|Phaeton}}
 
[[Rummad:Mojennoù Hellaz]]