Styks : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Maenruilh en deus kaset ar bajenn Stiks da Styks : Politikerezh envel ofisiel Wikipedia Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Styks''' a oa un [[nimfenn]], [[merc'h]] da [[Okeanos]] ha [[Tethys]] e mojennoù [[Hellaz]] kozh. Anv ur stêr eus an [[Ifernioù]] e oa ivez.
 
==StiksStyks, nimfenn==
Orgediñ outi a reas an Titan [[Pallas an Titan|Pallas]], mab da [[Krios|Grios]]. Gantañ he doe pevar bugel : [[Zelos]] (an Treflamm), [[Kratos]] (ar Galloud), [[Bia (doueez)|Bia]] (an Nerzh) ha [[Nike]] (an Trec'h).
 
Linenn 11:
Mestrez ur feunteun en [[Arkadia (Henamzer)|Arkadia]] e oa ivez. Redek a rae an dour anezhi d'ober ur wazh a yae en ur frailh hag a gase d'an [[Ifernioù]], hag eno e teue da vezañ ur stêr ledan, stêr veur an Ifernioù, ar '''Styks'''.
 
Evit ma vije trec'h an [[haroz]] [[Akilles]] en emgann atav e voe glebiet gant e vamm [[Tethys]] e dour ar stêr '''Styks'''. Nemet derc'hel ar babig dre e [[seul]] a rae ar vamm, ha dre aze eo e voe lazhet.
 
Abalamour da se eo ar '''Styks''' stêr an dud varv ivez.