Job an Irien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
Ober a ra gant ar skritur anvet [[skolveurieg]].
 
Eus 1962 betek 1982 e kemer perzh a dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e ''[[Kaierou ar Bleun Brug]]'', kanaouennoù (dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg ''[[Hag e paro an heol]]'' gant [[Michel Scouarnec]] ha [[René Abjean]]) ha kanadegoù (''[[Ar Marh Dall]]'', ''[[War varh d’ar mor]]'' gant René Abjean ha [[Laz-kanañ Penn ar Bed (ECBM)|lazoù-kanañ Penn ar Bed]]).
 
Dre youl an Eskop Barbu e voe krouet e [[1984]] ar greizenn [[Minihi-Levenez]], lec’h emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’h da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : "Kantikoù evit ar vugale", "[[Klask a ran]]" ha "[[Dremm an Aotrou]]", kanadeg "Kan evid ar peoc’h", ha da c’houde, "War heñchou ar bed" gant [[Christian Desbordes]] hag adarre lazoù-kanañ Penn-ar-Bed. E 2000 e krou "Kalon ar bed" gant Christian Desbordes ha [[René Abjean]] en [[iliz-veur Kemper]] hag e kendalc’h war un dro da skrivañ kantikoù.