Job an Irien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
Eus 1962 betek 1982 e kemer perzh a dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e ''[[Kaierou ar Bleun Brug]]'', kanaouennoù (dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg ''[[Hag e paro an heol]]'' gant [[Michel Scouarnec]] ha [[René Abjean]]) ha kanadegoù (''[[Ar Marh Dall]]'', ''[[War varh d’ar mor]]'' gant René Abjean ha [[Laz-kanañ Penn ar Bed (ECBM)|lazoù-kanañ Penn ar Bed]]).
 
Dre youl an Eskop Barbu e voe krouet e [[1984]] ar greizenn [[Minihi-Levenez]], lec’h emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’h da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : "Kantikoù evit ar vugale", "[[Klask a ran]]" ha "[[Dremm an Aotrou]]", kanadeg "Kan evid ar peoc’h", ha da c’houde, "War heñchou ar bed" gant [[Christian Desbordes]] hag adarre lazoù-kanañ Penn-ar-Bed. E 2000 e krou "[[Kalon ar bedBed]]" gant Christian Desbordes ha [[René Abjean]] en [[iliz-veur Kemper]] hag e kendalc’h war un dro da skrivañ kantikoù.
 
Diouzh un tu all, adalek 1990, e ro lañs d’un ti-embann divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e brezhoneg penn-da-benn) gant kenlabour [[Bernard Tanguy]], [[Yves-Pascal Castel]], [[Fañch Morvannou]], Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic... Lakaat a ra ar gelaouenn ''Minihi-Levenez'' da zont er-maez en un doare reoliek hag e skriv ingal er gazetenn sizhuniek ''Le Courrier du Léon'' – ''Le Progrès de Cornouaille'' ha nevesoc’h er gazetenn ''Ya!''. Kement-se hep derc’hel kont eus an aozañ pic’hirinajoù er broioù kelt hag [[Aluzener|aluzoneri]] skolajoù ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.