Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:John William Waterhouse - Ulysses and the Sirens (1891).jpg|thumb|500px|Odysseüs hag ar [[siren]]ed, taolenn livet gant [[John William Waterhouse]] e 1891 ]]
 
An ''[[Odysseia]]'' ([[henc'hresianeg]] Ὀδύσσεια, ''Odysseia'') zo unan eus an daou [[meurgan|veurgan]] [[henc'hresianeg|henc'hresianek]] lakaet war gont [[Homeros]], ur [[barzh]] [[dall]], hervez an hengoun. Savet e vije bet goude an [[Ilias]], an oberenn all lakaet war gont ar memes oberourbarzh, e diwezh an {{VIIIvet}} kent J.-K., un tu bennak en [[Ionia]], da lâret eo en arvor [[Anatolia]] a oa annezet gant [[Henc'hres]]ianed d'ar c'houlz-se.<ref name="The Odyssey 2003">[[D.C.H. Rieu]]'s introduction to ''The Odyssey'' (Penguin, 2003), p. ''xi''.</ref> Kontet eo da vezañ unan eus brasañ pennoberennoù al [[lennegezh]] er bed ha, gant an [[Ilias]], evel unan eus an div varzhoneg pennañ e sevenadur [[Europa]].
 
Danevelliñ a ra dreist-holl avanturioù an [[haroz]] [[akeaned|akean]] [[Odysseüs]] (pe [[Ulises]], evel ma oa anvet er vitologiezh [[henroma|roman]]) hag e veaj hir war e giz d'ar gêr goude diskar [[Troia]]. 10 vloaz e voe o tistreiñ d'e enezenn, [[Ithaka]], goude an 10 vloaz bet o vrezeliñ dirak [[Troia]].<ref>Mervel a ra ar c'hi Argos ''autik' idont' Odusea eeikosto eniauto'' ("o welet Odysseüs adarre en ugentvet bloavezh"), [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+17.290 ''Odyssey'' 17.327]; cf. ivez [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+2.129 2.174-6], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.85 23.102], [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hom.+Od.+23.129 23.170].</ref>
E-pad e veaj war vor, heuliet gant kounnar an doue [[Poseidon]], e tegouezh Odysseüs gant ur bern tud brudet eus ar vitologiezh, evel an [[nimfenn]] [[Kalypso]], ar briñsez [[Naosikaa]], ar [[Kiklop|c'hikloped]], an [[hudourez]] [[Kirke]] pe ar [[Siren]]ed. E-keit-se e soñje d'an holl e oa aet da anaon e-pad ar brezel hag e wreg [[Penelope]] hag e vab [[Telemac'hos]] a ranke gouzañv ur strollad noblañsoù turmudus, ar ''Mnesteres'' (henc'hresianeg : Μνηστῆρες) pe ''Proci'', heligentañ etreze da c'hoût piv a euredfe Penelope hag en defe madoù Odysseüs.
Er meurzanevell ez eus ivez un nebeud arroudennoù ma'z eus danevellet prantadoù eus Brezel Troia ha n'eus ket meneg anezho en Ilias, evel istor [[marc'h Troia]] ha drouziwezh ar gêr-se.