Eidothea : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Eidothea''' zo un doueez, merc'h da [[Proteüs (mitologiezh)|Broteüs]], e mojennoù [[Henc'hres|Hellaz kozh]].
 
'''Ido''' a vez graet anezhi gant [[Euripides]] en e drajedienn ''[[Helen (Euripides)|Helen]]'', p'emañ-hi en he bugaleaj, ha '''Theonoe''' a-benn hec'h eured. Hervezañ eo [[PsamatePsamathe]] anv he mamm, pa'z eo gwreg Aiakos eo en oberennoù all.
 
Anv anezhi zo en ''[[Odysseia]]'' [[Homeros]]: sikour a ra [[MenelasMenelaos]], pa chom sac'het gant e lestr hep banne avel en enez Faros<ref>Hervez A. Kirchenbauer eo eus enez ''Sokotora'', pe [[Sokotra]] er [[Meurvor Indian]], an hini zo kaoz amañ, ha neket eus [[enez Faros]], m'edo [[tour-tan Aleksandria]]. Gwelout http://www.utqueant.org/net/car1.kirchenbauer.html.</ref>.
 
Heñvelekaet eo ouzh [[Kabiro]], merc'h da b-Protheüs hervez [[Strabon]] (X, 3, 21), ha mamm ar g-[[Kabired]], engehentet gant [[Hefaistos]].