Wikipedia:Pajenn gaozeal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q4592157
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
D LintErrors
 
Linenn 34:
 
===Penaos implij ar pajennoù kaozeal===
* <span id="communicate" />'''Kemenn''': Strivit da skrivañ sklaer ha fraezh evit bezañ komprenet mat gant ar re all. Kaout doujañs ha skrivañ en un doare habask a servij atav. Ur mennozh mat e vez atav displegañ soñjoù en un doare fraezh. Reiñ ur soñj hep displegañ muioc'h ne servij ket kalz. Displegañ sklaer ar soñjoù a c'hell sikour da gendrec'hiñ ar re all ha da dizhout ur [[kenemglev|c'henemglev]].
* <span id="topic" />'''Derc'hel d'an tem''': Ar bajenn gaozeal stag ouzh ur pennad a zo graet evit komz eus ar pennad, ha n'eo ket eus traoù all, re bell diouzh ar gaoz, nag evit flapañ na klakennat. Gwellaat ar pennad eo ar pal da dizhout, netra ken. Ma z'eo ur poent hollek a fell deoc'h sevel, kit d'an davarn. Ur gaozeadenn re hollek pe hep liamm gant ar pennad a c'hell bezañ kaset d'al lec'h dereat gant ur merour gant ma lavaro fraezh petra en deus graet.
* <span id="positive" />'''Bezañ pozitivel''': Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak). Ma soñj deoc'h avat ez eus un dra bennak a-dreuz er pennad ha ma ne ouezit ket penaos e wellaat, menegit kement-mañ evel-just war ar bajenn kaozeal: implijerien all o do moarvat kuzuilhoù mat evit diskoulmañ ar gudenn.
* <span id="objective" />'''Bezañ objektivel''': Pal ar bajenn kaozeal a zo tizhout, war ar pennad, ur [[Wikipedia:Sav-poent neutrel|sav-poent neutrel hag objektivel]], diazezet war andonioù a c'heller fiziout enno. Arabat eta implij ar pajennoù kaozeal evit lakaat e mennozioù personel da dremen. Ar gwellañ tra d'ober a zo diazezañ an eskemm war daveoù resis en diavaez da wikipedia (levrioù da skouer) ha gwelet penaos kinnig en un doare neutrel an daveoù-se ma z'eus savioù-poent disheñvel.
* <span id="factual" />'''Chom stag ouzh ar fedoù''': Ar bajenn gaozeal a zo al lec'h mat evit komz diwar-benn an daveoù. Tu zo goulenn daveoù digant an implijerien all: goulenn daveoù a zo alies pozitiveloc'h eget arguzenniñ a-enep d'ur sav-poent.
* <span id="sharing" />'''Eskemm danvez''': Gallout a reer implij ar bajenn gaozeal evit lakaat danvez ha n'eo ket bet gwiriekaet c'hoazh (tennet diwar ar pennad pe o vezañ prientet kent lakaat war ar pennad), evel-se e c'hello an implijerien all gwiriekaat, kadarnaat, reiñ daveoù resis, a-raok na vefe lakaet an danvez e-barzh ar pennad da vat.
* <span id="discussion" />'''Displegit hoc'h embannadurioù''': Ar bajenn gaozeal a zo ul lec'h mat evit komz diwar-benn an embannadurioù. Ma z'eo bet distaolet unan eus o embannadurioù hag e vez adlakaet ganeoc'h, ez eo mat displegañ perak er bajenn kaozeal, evit ma na vije ket kredet e fell deoc'h kregiñ ur [[Wikipedia:brezel embann|brezel embann]]. Gallout a rit ivez goulenn (en un doare seven) resisadurioù diwar-benn embannadurioù un implijer all.
* <span id="propose" />'''Grit kinnigoù''': Kinnigoù nevez evit gwellaat ar pennad a zo mat lakaat er pajenn gaozeal evit kaout ali an embannerien all. Ar c'hinnigoù-se a c'hell bezañ diwar-benn elfennoù eus ar pennad, kinnig adenvel ar pennad, pe e gendeuziñ, pe disrannañ anezhañ e meur a bennad all, h.a.
 
===Emzalc'hioù mat===
* '''Ret eo sinañ ha deiziata ho skridoù''' war ar pajennoù kaozeal dre lakaat peder zildenn: <nowiki>(~~~~), a roio un dra bennak evel: AnvImplijer 19:36, 10 Genver 2008 (UTC)</nowiki>.
*<span id="markup" />'''Arabat implij re ar greskidigezhioù''': Ar re-mañ a zo an ''destenn en italek'', an '''destenn e druz''' ha dreist-holl ar PENNLIZHERENNOÙ, hag a zo un doare '''''HUCHAL''''', ha '''''SAFAR!!!!!'''''. Seurt doare skrivañ a wana un arguzenn hag ouzhpenn-se e c'hellont feukiñ an implijerien all a c'hell en em santout taget. Ar skritur italek (al lizherennoù stouet), implijet mat, a c'hell bezañ talvoudus evit diskouez gerioù pouezus un arguzenn, disheñvelaat titl un oberenn, hag all.
*<span id="concise" />''' Skrivañ berr ha skrivañ sklaer''': Ma'z eo re hir ho skrid, hiroc'h eget 100 ger, berrait mar plij. Kemennadoù re hir a zo diaes da gompren, ha alies ne vezont ket lennet zoken. Adlennit, reizhit, berrait, sklaerait.
*<span id="layout" />'''Derc'hel d'ur framm sklaer''': Skrivit sklaer (adlennit ar pezh ho peus skrivet a-raok embann, mar plij!), gerioù ha frazennoù komprenus, diwallit da adlavarout ar memes tra, heuilhit an alioù roet izeloc'h e keñver pajenn-aozañ.
*<span id="archives" />'''Lenn an dielloù''': Alies e vez kavet dielloù gant ar pajennoù kaozeal, enno kaozeadennoù kozh. Ma'z oc'h un embanner nevez d'ar pennad, bezit sur da lenn an dielloù-se, kuit d'ober fazioù zo bet graet dija, sevel goulennoù zo bet respontet dezho dija, pe mont tre e barzh tabutoù zo bet dirouestlet dija.
*<span id="english" />'''Implij brezhoneg''': Brezhonegerien eus ar bed a bezh a zo war ar wikipedia-mañ. Den ebet n'eo sañset gouzout ur yezh all eget ar brezhoneg.
*<span id="multi" />'''Kreizenniñ ar c'haozeadennoù:''' Arabat eo lakaat an hevelep kaozeadenn e meur a lec'h. Darnaouiñ a ra an eskemm war ar menoz ha lakaat a ra an dud da goll amzer. Mar bez ezhomm, e c'hell ar merourien kreizennañ ar gaozeadenn en ul lec'h (pe en davarn, m'eo ur gaozeadenn a denn da wikipedia a-bezh, pe pajenn kaozeal ar pennad e kaoz) ha strollañ an eskemmoù zo bet. Bewech e c'heller avat leuskel ur meneg el lec'hioù dereat (tavarn, pajenn kaozeal an implijerien a c'hellfe bezañ dedennet, hag all) evit reiñ da c'houzout d'an dud ez eus ur gaozeadenn a soñj deoc'h bezañ pouezus, hag en ur menegiñ evel-just pelec'h emañ dalc'het ar gaozeadenn.
*<span id="welcoming" />'''Bezit degemerus gant an implijerien nevez:''' An dud nevez na anavezont ket moarvat reolennoù wikipedia. [[Wikipedia:Na lammit ket war ar re nevez-deuet|Na lammit ket war ar re nevez-deuet]]. Ma ya un implijer nevez a-enep da reolennoù wikipedia, soñjit n'eo ket bet graet a-ratozh ar fazi moarvat. Displegit en un doare seven ha sioul perak eo dizereat seurt emzalc'h, ha kinnigit un doare gwelloc'h d'ober ar wech a zeu.
 
===Emzalc'hioù ha ne c'heller ket asantiñ dezho===
Linenn 125:
*'''Diellañ e-lec'h diverkañ:''' Pa vez deuet re hir ur bajenn kaozeal, pe pa vez echu da vat ur gaozeadenn war un tem bennak, e vez gwelloc'h diellañ an danvez da tennañ. '''Arabat diverkañ netra''' eta, nemet divizet e vije bet gant ar genlabourerien "disoñjal" un tabut (met adkavout pep tra a c'hellor en istor ar bajenn mar bez ezhomm pe c'hoant).
*Kement-mañ na dalvez ket evit ar pajennoù kaozeal personel : pep hini a c'hell diverkañ an danvez a fell dezhañ war e bajenn kaozeal bersonel (war-bouez ar c'hemennadoù ofisiel lakaet gant ur merour), daoust ma vez kuzuliet kreñv diellañ kentoc'h eget diverkañ.
 
<!--==Placing material from the article on a talk page==
 
Sometimes it is necessary to display a sentence or paragraph from the article on the talk page so that other editors can easily understand what is being discussed. Here are some methods of placing quoted material from an article to within the body of a talk page that are currently in use on Wikipedia talk pages.
 
You can place text in a light green colored box by copying and pasting the code below. Note: If copying and pasting an entire section, place the section title in boldface '''<nowiki> '''Title''' </nowiki>''' with three quotation marks on each side instead of equal signs '''<nowiki> ==Title== </nowiki>'''. This will remove the editing link normally seen on the article page.
 
<div class="boilerplate" style="background-color: #efe; margin: 2em 0 0 0; padding: 0 10px 0 10px; border: 1px dotted #aaa;">
<nowiki>
<div class="boilerplate" style="background-color: #efe; margin: 2em 0 0 0; padding: 0 10px 0 10px; border: 1px dotted #aaa;">Put copied and pasted quoted text here.</div>
</nowiki>
</div>-->
 
<!-- Note: do not include the nowiki tags when creating a colored box! -->
<!--
{{quotation|Or simply add a wiki quotation tag. The box will be colorless though: <nowiki>{{quotation|quoted material}}</nowiki>}}
 
Another method is to just indent one space. Include line breaks or it will run as one long line off the page to the right. This method is only effective for a small amount of text.
 
Indent one space to quote words, phrases, or short sentences.
You can even move text inward.
-->
 
==Sellet ivez ouzh==
Linenn 153 ⟶ 131:
 
{{Kemerperzh}}
 
 
[[Rummad:Wikipedia:Pennreolennoù Wikipedia]]
 
[[ml:വിക്കിപീഡിയ:സംവാദം താളുകള്‍ക്കായുള്ള മാര്‍ഗ്ഗരേഖകള്‍]]
[[ru:Википедия:Страницы обсуждений#Правила дискуссий]]