Tariq ibn Ziyad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D Llydawr en deus kaset ar bajenn Táriq ibn Ziyad da Tariq ibn Ziyad
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
{{Infobox/Notennig|Infobox Bro}}
{{Infobox/Dibenn}}
'''TáriqTariq ibn Ziyad''', pe '''Tarik Ibn Ziyâd''', pe c'hoazh '''Tarek Ibn Ziyad''' ([[arabeg]] : '''طارق إبن زياد'''), ganet er {{VIIvet kantved}} hag aet da anaon e [[720]], zo ur jeneral [[muzulman]] eus lu ar c'halifad [[omeyad]] hag a voe trec'h e [[711]] war ar roue [[vizigot]] [[Roderico]] (pe Rodrigo) en [[emgann Guadalete]], ma varvas Roderico.
 
A orin berber e oa, evel [[Tarif ibn Malik]] ha [[Munuza]], ha ganto edo e penn [[aloubadeg islamek Spagn]].
[[Restr:Tarik ibn Ziyad -.jpg|thumb|Tarik ibn Ziyad taolennet gant [[Theodor Hosemann]] en e levr Istor ar Grenn-amzer europeat]]
 
Brudet eo dreist-holl da vezañ kaset, adalek hanternoz Maroko, ha dindan ar jeneral [[Moussa Ibn Noçaïr]], an arme omeyad muzulman da aloubiñ Spagn. Abaoe an trec'h-se eo anavezet an anv [[Jibraltar]] a zo un anv arabek, « djebel Tariq » (« jabal Ṭāriq », « جبل طارق »), « menez Tariq ».
 
Galvet e oa bet gant mibien ar roue vizigot [[Witiza]] da reiñ skoaz d'ar brezel diabarzh etre int ha [[Roderico]]. Harp a gavas digant ar yuzevien heskinet gant ar Vizigoted, gant enebourien ar roue, re an iliz katolik, ha dreist-holl harp ar c'hont [[kont Juluan|Juluan]], gouarnour [[Ceuta]], a bourchasas al listri dezhañ.
 
An darn vrasaénvrasañ eus ar skridoù diwar-benn Tariq hag an aloubadeg arab a voe savet gant istorourien vuzulman,meur a gantved goude an darvoudoù.
 
{{DEFAULTSORT:Ziyad, Tariq ibn}}