Jordan (stêr) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Lint
Linenn 1:
{| class="infobox" cellspacing="2" style="font-size:85%;"

| colspan="2" align="center" style="background-color:Green; color:#FFFFFFfff; font-family:Verdana, Arial, Helvetica, sans-serif; font-size:1.5em;" | '''Ar stêr Jordan'''

| colspan="2" align="center"| '''نهر الأردن''' {{Audio|Jordan-river ar.ogg|''Nahr al-Ourdoun''}}'''
'''נהר הירדן''' {{Audio|He-JordanRiver.ogg|''Nahar a-Yarden''}}'''

| colspan="2" |

Linenn 22:

| '''Andonioù'''
| Menez Hermon (2 814 [[metr|m]]
• Hasbeyia (522 m)
• Tell el-Khadi (154 m)
• Banias (338 m)

| '''Adstêrioù'''
| • [[Dehoù|A-zehoù]] : Ayoun, Hasbani
• [[Kleiz|A-gleiz]] : Banias, Dan, Zarqa, Yarmouk

| '''Genoù'''
| [[Mor Marv]]
Uhelder : –391 m

| '''Hirder '''
Linenn 38:

'''Jordan''' eo anv brezhonek<ref>''Jordan'' e [[Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon]] ; ''Jourdan'' e [http://embann.an.hirwaz.online.fr/documents/An_Testamant_koz.pdf troidigezh vrezhonek an [[Testamant Kozh]] gant ar Gonideg (1866)] ; ''Jourden'' e [[Buhez ar Sent]] [[Yann-Vari Perrot]] (1911)</ref> brasañ [[stêr]] [[Palestina]], er [[Reter Nesañ]].

Redek a ra a-hed 264 [[metr|km]] eus [[Menez Hermon]] e [[Liban]] ha [[Siria]] en [[Norzh]] betek ar [[Mor Marv]] er [[Su]].

Eus anv ar stêr Jordan e teu hini [[rouantelezh]] [[Hachemited|hachemit]] [[Jordania]].

Linenn 51:

== Red ==
E Hasbeiya, war tor [[kornôg|kornôgel]] ar menez Hermon e Liban, 522 m a-us live ar [[mor]], emañ andon bellañ ar stêr Jordan.

A-hed ul linenn Norzh-Su hogos eeun e red ar stêr en un draoñienn strizh bet ganet er [[Miosen]], pa fiñvas [[Tektonik ar plakennoù|plakenn]] [[Arabia]] war-du an Norzh ha, goude, pa bellaas diouzh plakenn [[Afrika]] war-du ar [[Reter]]. War-dro ur milion a vloavezhioù diwezhatoc'h e savas an douar etre ar [[Mor Kreizdouar]] hag an draoñienn, a voe diac'hubet gant an dourioù sall.
[[Restr:Jordan River - Profile map.png|thumb|center|580px|
Linenn 58:
| colspan="2" align="center" | '''Traoñienn ar stêr Jordan'''

|- valign="top"
| '''0 m''' = live ar Mor Kreizdouar
'''1.''' Menez Hermon (2 814 m)
'''2.''' Menez Tabor (575 m)
'''3.''' Menez Gilboa (508 m)
'''4.''' Menez Ebal (940 m)
| '''5.''' Menez Gerizim (881 m)
'''6.''' Menez an Olivez (827 m)
'''7.''' [[Jeruzalem|Jerusalem]]
'''8.''' [[Bethlehem]]
'''9.''' [[Hebron]]

Linenn 70:
:Hanter-hent etre Mor Galilea e resev ar stêr Jordan un adstêr all war he lez kleiz, ar stêr Zarqa (نهر الزرقاء‎ ''Nahr az-Zarqa'') ; e-kichen [[Amman]] emañ hec'h andon, ha meur a wech eo meneget er Bibl evel ar stêr ''Jabbok''<ref>[http://biblez.com/searchfren.php?q=Jabbok&Bible.x=0&Bible.y=0&Bible=Lookup ''Sainte Bible''] {{en}} {{fr}}, ha [http://embann.an.hirwaz.online.fr/documents/An_Testamant_koz.pdf Bibl ar Gonideg] m'emañ ''Jabbok'' troet dre ''*Jakob''.</ref>
=== Diazad ===
[[Restr:National Water Carrier of Israel-en.svg|thumb|
Kanol Vroadel Israel</centerdiv>]]
Etre pemp Stad ez eo rannet diazad ar stêr Jordan : Israel, Jordania, Liban, Palestina ha Siria.
{| class="wikitable"
Linenn 89:
| align="center" | '''Bloavezhioù 2000'''
|- valign="top"
| '''Red uhelañ'''
'''Stêr Yarmouk'''
'''Red izelañ''' || 605
450-500
1 300
| 616 (+ 1,8%)
83 (–81,6%) - 99 (–80,2%)
20 (–98,5%) - 200 (–84,6%)

| colspan="3" align="center" | '''''Andon :''''' [http://waterinventory.org/surface_water/jordan-river-basin ''Water Inventory'']
Linenn 96:

Etre 70 hag 90% eus dourioù ar stêr Jordan zo implijet gant an dud, ar pezh en deus krennet a-galz he red ha degaset un tamm mat a reuz er c'horn-bro.

E [[1964]] e stalias Stad Israel ur greizenn bompañ a gemer dour e Mor Galilea hag e gas da Ganol Vroadel Israel a-benn magañ kreiz ha Su ar stad.

Pelloc'h er Su hag en hevelep bloavezh e tistroas Stad Israel ar stêr Yarmouk, ha Siria a kleuzias mirlennoù war ed an hevelep stêr.

Adal ribl kreisteizat Mor Galilea, a-hed un tri c'hilometrad bennak, ez eo bet miret glannder ar stêr a-benn seveniñ [[badeziant]]où ha degemer [[touristerezh|touristed]].

Hervez an [[ekologiezh|drevoniezhourien]] ez eo bet peuzdistrujet hec'h [[trevreizhad|ekoreizhiad]] dre wall Israel, Siria ha Jordania : peogwir e vez tennet re a zour diouzh ar stêr ha saotret an dour a chom ez eo bet krennet a-galz he red. Pa'z eo bet 1 300 Mm3/vloaz fonnder ar stêr Jordan el lec'h ma skuilh er Mor Marv er [[bloavezhioù 1950]] ez eo bet muzuliet da 25-200 Mm3 e [[2010]].

[[Saotradur|saotret]] eo ar stêr Jordan adalek Mor Galilea betek ar Mor Marv : dourioù damsall ha dourioù-skarzh a vez skuilhet er stêr ; unan eus an ekoreizhiadoù sotretañ er bed eo, en abeg d'an diouer a genlabour etre Israel hag ar Stadoù [[Arabed|arab]] amezek.
=== Brezel an dour ===
Dour ar stêr Jordan a voe unan eus abegoù [[Brezel C'hwec'h Devezh|Brezel ar C'hwec'h Devezh]] a voe etre Israel, [[Egipt]], Jordania ha Siria adalek ar [[5 a viz Mezheven|5]] betek an [[10 a viz Mezheven]] [[1967]].

E [[1953]] e savas [[Aozadur ar Broadoù Unanet|Aozadur ar Broioù Unanet]] (ABU) ur raktres evit dasparzhañ dourioù ar stêr Jordan etre Israel, Jordania ha Siria : [[stankell]]où a vefe savet war stêrioù Banias, Dan, Hasbani, Jordan ha Yarmouk a-benn merañ diazad ar stêr Jordan evel un unvezh, diwar patrom an ''Tennessee Valley Authority'' a oa bet krouet e [[1933]]. Kinniget e voe derannañ 394 milion m3 da Israel, 774 Mm3 da Jordania ha 45 Mm3 da Siria.

Diouzhtu e tarvennas Israel ma vije tremen daougementet he lodenn, betek 810 Mm3, a-douez rekizoù all. An Arabed a nac'has, hag a c'houlennas ma vije roet dour da Liban ivez.

Peogwir e oa sac'het raktres ABU e voe leuriet Eric Johnston, kannad arbennik [[Stadoù-Unanet Amerika]] bet anvet gant ar prezidant [[Dwight D. Eisenhower]] d'ar [[16 a viz Here]] [[1953]], da sevel ur raktres all.

E [[1955]], goude kevraouegoù hir ha start, e voe divizet lakaat "Raktres Johnston" e pleustr, hervez an dasparzh amañ da heul :
[[Restr:Flickr - Israel Defense Forces - Bridge Over Troubled Water.jpg|thumb|250px|
Un [[tank]] israelat o treuziñ ar stêr Jordan e 2012</centerdiv>]]
{| class="wikitable"
|+ Raktres Johnston (Mm3)
Linenn 158:

A-c'houde [[Enkadenn Suez]] e [[1956]] avat, pa voe aloubet Egipt gant Israel, ar [[Rouantelezh-Unanet]] ha [[Bro-C'hall]] a-benn mestroniañ [[Kanol Suez]] ha diskar ar prezidant egiptat [[Gamal Abdel Nasser]], e voe nac'het Raktres Johnston gant an Arabed, a lavaras e oant lakaet en arvar gant kement raktres a greñvaje [[armerzh]] Israel ; Jordania e voe ar Stad arab nemeti a gendalc'has da asantiñ d'ar raktres, hag Israel a zegemeras he lodenn – kleuziet e voe koulz Kanol Vroadel Israel hag, e Jordania, ar ganol anvet Kanol Roue Abdoullah hiziv.

E [[1965]] e lavaras ar prezidant Nasser ne yaje ket an Arabed dreist lodennoù ar Raktres Johnston, met ar Stadoù arab all a zivizas distreiñ dour diouzh andonioù ar stêr Jordan evit krenañ war efedusted Kanol Vroadel Israel : adal an taol-se e voe un heuliad tammoù krogadoù etre Israel hag ar Stadoù arab, ar pezh a gasas da Vrezel ar C'hwec'h Devezh.

== Henoniezh ==
[[Restr:Baptism Site of Jesus Christ JO 11.JPG|thumb|
Lec'h badeziant Jezuz Nazaret</centerdiv>]]
Hervez [[Aviel Mark]] (I:9-11) e voe badezet Jezuz Nazaret er stêr Jordan :

9 ''En amzer-se e teuas Jezuz eus Nazaret, kêriadenn eus Galilea, da vezañ badezet gand Yann er stêr Jordan.''

10 ''Kerkent ha ma teuas er-maez eus an dour e welas an Neñv o tigeriñ hag ar Spered-Santel o tiskenn warnañ evel eur goulm.''

11 ''Ur vouezh a zeuas eus an Neñv o lavaret :''
:''« Te eo va Mab muiañ-karet, ennout e kavan va dudi ».''<ref>{{br}} [https://sites.google.com/site/skritur/avsm-avielsantmark Karnedig Koantik]</ref>

E [[1999]] ez embannas an [[henoniezh|henoniour]] jordanian Mohammed Wahib bezañ dizoloet lec'h ar badeziant, e Wadi Kharrar, ur 60 km bennak eus [[Amman]].<ref>{{fr}} [http://www.lexpress.fr/informations/jesus-le-vrai-lieu-du-bapteme_635590.html ''L'Express'', 19/11/1999]</ref>

Meur a iliz bet savet er {{Vvet kantved}} o deus kavet eno, unan anezho gant un diri a gas d'ar stêr.