Orestes (mab Agamemnon) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10:
Chom a reas Elektra e ti he mamm muntrerez, atav o klemm, hag atav o soñjal e distro Orestes un deiz, da ober o stal da vuntrerien o zad.<br />
 
Mignoned e teuas Orestes hag e genderv [[PyladosPylades]] da vezañ.
 
 
''Kerzh da lazhañ an daou o deus lazhet, adpren ar [[marv]] dre ar marv, skuilh ar [[gwad]] p'eo bet skuilhet ar gwad''. Sede a voe orakl Apollon neuze.
 
Hag Orestes, gant [[PyladosPylades]], e [[kenderv|genderv]] hag e vignon, ha distreiñ da [[Argos]], di e dud, e-lec'h ma adkavas Elektra a degemeras anezhañ gant levenez. Mennet ar paotr da seveniñ an dial ha lazhañ e vamm hag he serc'heg.
 
Sevel a reont un irienn evit lazhañ an daou vuntrer. Orestes ha PyladosPylades a yeas d'ar [[palez]] hag e kasas ar c'heloù ma oa marvet Orestes.
 
Met Klytaimnestra a ouezas e oa e vab deuet evit he lazhañ. Klask a reas kendrec'hiñ Orestes ne c'helle ket lazhañ e vamm p'en doa dija lazhet Aigisthos. P'en doa lazhet e vamm, ec'h embannas Orestes a-daol-trumm e oa taget gant maouezed du, dezho [[blev]] graet gant [[sarpant]]où, an [[Erinied]], maouezed an dial e oant, hag e tec'has kuit d'ur vro pell alese.<br>
Linenn 29:
Goude an torfed e sav morc'hed en Orestes ha [[Merc'hed ar Gounnar]] war e lerc'h noz-deiz, rak int-i eo a zo karget da gastizañ ar re a dorr lezenn an doujañs dleet da dad ha mamm. Repu a ya da glask da dempl Delfi, met Apollon e-unan, goude m'en doa iset anezhañ d'ober e dorfed, n'hall ket ober tra da wareziñ ar paourkaezh Orestes diouzh heuliadoù e wallober. Koulskoude, a-benn ar fin, setu an doueez Athena oc'h aozañ ur prosez dirak daouzek barner. Goulenn o freizh a ra an Erinied. Lavarout bezañ sentet ouzh Apollon a ra Orestes. C'hwec'h barner enep dezhañ, c'hwec'h all a-du gantañ. Gant mouezh an doueez e vo saveteet.
 
Aze ez echu an istor hervez [[AescAisc'hylos]]. Pelloc'h avat ez a Euripides. Dont a ra Apollon da c'hourc'hemenn da Orestes tec'hel rak Merc'hed ar Gonnar da d-Tauris, ha da zegas ac'haleno delwenn e c'hoar, an doueez [[Artemis]], a oa kouezhet eus lein an neñvoù , da Aten. Hag Orestes mont, gant e genderv.
Erruet eno, setu ar bobl da dapout anezho, d'o bac'hañ, evit o aberzhiñ da Artemis, hervez m'emañ ar c'hiz gante. Met piv e oa ar velegez karget d'ober an aberzh, nemet [[Ifigenia]], c'hoar all Orestes. Ha hi da ginnig leuskel he breur da vont gant ma kasfe ul lizher eviti da [[Hellaz]]. Nac'h a ra Orestes mont, fellout a ra dezhañ chom da vezañ lazhet, goulenn a ra digant e genderv mont en e lec'h. A-benn ar fin e tec'h an tri gant an delwenn.