Jomo Kenyatta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 46 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q173563
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Jomo Kenyatta.jpg|thumb|Kenyatta e 1966]]
'''Jomo Kenyatta''' (war-dro [[1890]] - [[22 a viz Eost]] [[1978]]) a oa ur politikour eus [[Kenya]], bet prezidant kentañ ar vro adalek 1964 betek e varv.
 
Ganet e oa en anv '''Kamau wa Ngengi''' en ur familh [[kikuyu (pobl)|kikuyu]]. Goude marv e dud ec'h eas da vevañ gant e eontr hag e dad-kozh. E 1914 ec'h eas da [[kristeniezh|gristen]] ha kemer an anv '''John Peter Kamau''' a cheñchas goude e '''Johnstone Kamau'''. E 1938 ec'h embannas un dezenn en e anv nevez : Jomo Kenyatta. Goude an [[Eil brezel-bed]] e stourmas evit dizalc'hiezh e vro hag a oa un drevadenn [[Bro-Saoz|saoz]].
 
D'ar [[1añ a viz Even]] [[1963]] e voe dilennet da vinistr kentañ Kenya ha chom a reas er garg-se goude dizalc'hiezh ar vro e miz Kerzu (pa oa ar rouanez saoz [[Elesbed II]] e penn ar Stad). D'ar 1añ a viz Even 1964 e teuas Kenya da vezañ ur republik ha Kenyatta prezidant kentañ anezhi. E strollad politikel a voe an hini nemetañ aotreet hag addilennet e voe e 1966, 1969 ha 1974.
 
{{Prezidanted Kenya}}