C'hloris : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:William-Adolphe Bouguereau (1825-1905) - Flora And Zephyr (1875).jpg|thumb|180px|''Flora ha [[ZefirosZefyros]]'', gant [[William Bouguereau]] ([[1875]]).]]
 
'''C'hloris''' (χλωρις / ''Khlôris'' e [[henc'hresianeg|gregach]]) zo anv meur a blac'h e mojennoù [[Hellaz kozh]].
Linenn 5:
E mojennoù zo e oa un [[nimfenn]] eus [[Inizi ar Wenvidien]] (a vije [[Inizi Kanariez]] hiriv, gouez da lod), liammet hec'h anv ouzh an [[natur]], an [[nevezamzer]], ar [[bleun]]ioù, hag an eginañ.
 
==C'hloris ha ZefirosZefyros==
[[ZefirosZefyros]], doue an [[avel]] gornôk, a garas anezhi, he skrapas, a zimezas ganti hag a viras anezhi e barr he yaouankiz, ma roas dezhi rouantelezh ar [[bleuñv]]. E miz [[Mae]] eo e voe o [[karantez|c'harantez]] en he bleuñv ha n'ankounac'ha ket ar [[barzh|varzhed]], pa reont anv eus tro ar bloaz hag e goulzoù-amzer, da reiñ lec'h d'an daou [[pried|bried]]-se e [[lidambroug]] an Nevezamzer. Ur mab o doe, [[Karpos]], un anv hag a dalv kement ha "[[frouezh]]" e gregach.
 
Gwelout a c'haller ar vetaforenn naturel-mañ: "ZefirosZefyros... paotr an avel gornôg a zegas freskijenn ha glav e-kerzh an nevezamzer. En em unaniñ a ra gant C'hloris, doueez an diwanañ, a zeu anezhi frouezh fresk an douar."<ref>Kyriazis, Constantine D. ''Eternal Greece.''</ref>
 
==E latin==
'''[[Flora]]''' e oa hec'h anv e [[latin]]. Azeulet e veze gant ar [[Sabined]] ha ganto e voe degaset da [[Henroma|Roma]], ma veze graet lidoù dezhi da-geñver [[C'hoarioù Flora]], pe ar [[Floralia]], a veze lidet eus an [[28 a viz Ebrel]] betek ar [[1añ a viz Mae]], kent mont da goll er {{IVe kantved}}.
 
[[Skeudenn:ChlorisPrimavera.jpg|thumb|right|250px|"Pa gomz e vez he diweuz o sunañ roz an nevezhañv: ChlorisC'hloris e oa, ha Flora on bremañ." [[Ovidius]].]]
 
==C'hloris (MeliboeaMeliboia)==
[[MeliboeaMeliboia]] a oa unan eus pevarzek bugel [[Niobe]] hag [[Amfion]] (anvet ivez Niobided), hag an hini nemeti eus ar vugale (pe unan eus ar re nemeto) a voe laosket e vuhez gantañ pa voe lazhet ar re all gant [[Artemis]] hag he breur gevell [[Apollon]], evel dic'haou eus an dismeg graet gant Niobe d'o mamm [[Leto]], pa oa bet o fougeal he doa bet bugale a-leizh, e-keit ma ne oa bet nemet daou d'an doueez.
 
Ken spontet e voe MeliboeaMeliboia gant al lazhadeg ma oa aet glaslivet he dremm, ha ma kemmas hec'h anv da vezañ C'hloris ("an hini glaslivet"). Honnezh eo an hini a zo meneget gant [[Homeros]] en ''[[Odysseia]]'' (levr 11, linennoù 281-296).
 
Goude e timezas da [[Neleüs]] hag e voe rouanez e [[Pylos]]. Meur a vab o doe, en o zouez:
*[[Nestor]],
*[[Alastor]]
*[[C'hromiushromios]]
*[[Pero]], ur verc'h.
 
Ur mab he doe C'hloris ivez, [[Periklymenos]] e anv, pa oa dimezet gant Neleüs, met hervez doareoù all eus ar vojenn eo [[Poseidon]] an hini a oa tad da Periklymenos (ha tad da Neleüs ivez). Poseidon a roas da b-Periklymenos ar galloud da dreiñ e kement loen a gare.
Bugale all he doe, anaout a reer: [[TaurusTauros]], [[AsteriusAsterios]], [[Pylaon]], [[DeimachusDeimac'hos]], [[EurybiusEurybios]], [[PhrasiusFrasios]], [[Eurymenes]], [[Evagoras]] hag [[EpilausEpilaos]].
 
[[OdysseusOdysseüs]] a oa en em gavet gant C'hloris pa oa aet d'ober e dro d'an [[Hades]] (hervez ''[[Odysseia]]'' [[Homeros]], 11, 281ff).
 
==C'hloris (mamm Mopsos)==
Dimeziñ a eure C'hloris d'an diouganer [[AmpyxAmpyks]] (mab da [[ElatusElatos]]), ha digantañ he doe ur mab, [[Mopsos]], a voe un diouganer brudet ivez, hag a yeas da-heul an [[Argonaoted]].
 
==Gerdarzh==
Linenn 39:
Anezhañ ez eus deuet un toullad gerioù anavezet er yezhoù europat bras (saozneg, galleg, ha yezhoù latin) :
* an anv plac'h [[Chloe]] - a dalv "egin glas"; un anv all roet da z-[[Demeter]], doueez al [[labour-douar]] en [[Hellaz]].
* [[ChlorophyllKlorofil]] - ur pigmant glas a c'hoari e-barzh [[fotosintezenn]] ar plant.
* [[ChlorineKlorin]] - un [[elfenn gimikel]], un aezhenn etre melen ha glas he liv.
 
==Liammoù diavaez==
{{Commons|Category:Chloris|C'hloris}}
 
==Notennoù ha daveennoù==