François Fillon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
D Lint
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:François_Fillon_2010.jpg|250px|thumb|250px|François Fillon d'an 21 a viz Genver 2010]]
'''François Fillon''', zo bet ganet d'ar 4 a viz Meurzh [[1954]], er [[Ar Mañs|Mañs]] (pennlec'h departamant ar [[Sarthe]]), [[Kentañ ministr Bro-C'hall]] eo bet etre miz mae 2007 ha miz mae 2012, dindan ar prezidant [[Nicolas Sarkozy]]. Ezel eo eus an [[Union pour un mouvement populaire|UMP]], ha prezidant ar gevredigezh [[France.9]] (kleub preder). Alies e vez lavaret eus François Fillon ez eo ur "gaolist sokial". <!--G(a)olist Hervez geriaoueg TES ha Diwan-->
 
== E vuhez ==
 
Mab eo da Annie Soulet, un istorourez a orin [[euskarat]], ha da Michel Fillon, eus [[Poatev]], noter e [[Vande]]. Tri breur en deus. Kreskiñ a reas e kêr [[Cérans-Foulletourte]] er [[Sarthe]] e-lec'h ma oa e skol ar gumun. Goude e studias er skolaj prevez Saint-Michel-des-Perrais e [[Parigné-le-Pôlin]], ha goude el lise Notre-Dame de Sainte-Croix er Mañs. Ar vachelouriezh prederouriezh en doa bet e [[1972]]. Studiañ a reas e [[Skol-Veur ar Maine]] e-lec'h ma oa unan eus studierien [[Christian Philip]]. Tapet en doa ur vestroniezh war ar Reizh publik e [[1976]]. Bloaz war-lec'h en doa tapet an DEA war ar reizh publik er [[skol-Veur René Descartes]], e Pariz, hag un DEA Skiantoù politik eus ar [[Fondation nationale des sciences politiques]].
 
Linenn 9 ⟶ 8:
 
== Ar politikerezh ==
 
Soñjal a reas e-pad ur mare bezañ kazetenner ha mont a reas d'ober stajoù en [[AFP]] e-pad tri bloaz. Choaz a reas bezañ politiker goude bezañ bet tutet gant kannad ar [[Sarthe]], [[Joël Le Theule]] evel [[eiler kannad]] en [[1976]]. Pa zeuas hemañ da vezañ maodiern, François Fillon a vo eilrener e [[Ministrerezh|vinistrerezh]]. Goude marv [[Joël Le Theule]] e oa bet dilennet kannad ha goude se kuzulier departamant e [[1981]]. Dont a rae da vezañ evel-se ar c'hannad yaouankañ eus ar [[Bodadenn Vroadel (Bro-C'hall)|Vodadenn Vroadel]]. E-pad pell eo bet tost da [[Philippe Séguin]].