Meroe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|hu}} using AWB (10902)
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
 
Gant muioc'h a evezh e voe studiet an dismantroù e [[1844]] gant [[Karl Richard Lepsius]] a lakaas sevel meur a dres eus an dachenn hag a gasas eiladoù eus hendraezoù da [[Berlin|Verlin]]. Etre [[1902]] ha [[1905]] e oa bet furchet pelloc'h gant [[E. A. Wallis Budge]]. Embannet eo bet disoc'h e gavadennoù el levr ''The Egyptian Sudan: its History and Monuments'' ([[Londrez]], [[1907]]). Bagadoù soudarded a oa bet pourchaset gant Sir [[Reginald Wingate]], gouarnour Soudan, en doa digoret klaz betek hag etre ar piramidennoù. Dizoloet eo bet e veze savet ingal ar piramidennoù war-c'horre kambroù kañv enno relegoù bet losket pe douaret hep bezañ [[balzamegenn|balzameget]].
[[Skeudenn:Sudan_Meroe_Pyramids_Ornament_30sep2005.jpg|thumb|left|200px||Kinkladur war ar biramidenn N12 e Meroe, e 2005]]
 
An traoù dedennusañ bet kavet eo ar bosoù war mogerioù ar chapel, bet deskrivet c'hoazh gant Lepsius, m'emañ merket anvioù ar Rouanezed, ha Rouaned zo, gant o skeudennadur, asambles gant pennadoù zo eus [[Levr an anaon]]. Kavet ez eus bet ivez tammoù [[maen-koun|mein-koun]] gant enskrivadurioù e [[meroiteg]], listri metalek ha prierezh. Tennet e oa bet ar pep gwellañ eus ar bosoù, maen goude maen, e [[1905]] hag adsavet evit darn er [[British Museum]] hag evit un darn all e [[Mirdi Khartoum]]. E [[1910]], da-heul un danevell gant [[Archibald Sayce]], e voe kroget da furchal er bernioù e kêr hag er vered gant [[J. Garstang]] en anv [[Skol-veur Liverpool]]. Kavet e voe dismantroù ur palez ha meur a dempl bet savet gant rouaned Meroe.